CHAB. XXXI.
1Hogen Jacob a glevaz komzou mibien Laban pere a lavare: Kement mad hen doa hon tad a zo eat gant Jacob, ha divar goust hon zad eo hen deuz acquisitet an holl binvidigez-ze.
2Ha Jacob o sellet ouz bizach Laban, a velaz ne oa ken en he genver evel ma oa diaraog.
3Hag an Aotrou a lavaraz da Jacob: Distro da vro da dud koz, da gavoud da gerent, ha me a vezo ganez.
4Neuze Jacob a gassaz tud da lavaret da Rachel ha da Lea dond d’he gavoud var ar meaz e-leac’h ma oa o tiwall an denved.
5Hag e lavaraz d’ezhe: Gwelet a ran ouz sellou ho tad penaos n’ed eo ken ar menies den em c’henver evel diaraog; mes Doue va zad a zo bet a-du ganen.
6Gouzoud a rit hoc’h-unan em euz servichet ho tad euz va holl challoud.
7Mes ho tad hen deuz great goab ouz’in, hag hen deuz chenchet dek gwech va gobr; Doue koulsgoude n’hen deuz ket lezet anezhan da noazoud d’in.
8Pa lavare: Au denved briz a vezo d’id evit da labour, an holl danvadezed ne deue divar-n’he nemed oanedigou pikoted. Ha mar lavare evel-hen: Ar re marellet a vezo evit da boan, an holl danvadezed ne zave divar-n’he nemed oanedigou marellet.
9Doue hen deuz eta kemeret loened ho tad, hag heu deuz ho roet d’in.
10Rag c hoarvezoud a reaz en amzer ma’z ea an danvadezed e tomder, ma saviz va daou-lagad, hag e veliz dre va hunvre ma oa marellet, picotet, ha briz au danvaded a c’holoe au danva-dezed.
11Hag eal an Aotrou a lavaraz d’in dre va hunvre: Jacob!
12Ha me a respoutaz: Setu me aman. Hag hen o lavaret: Sav da zaou-lagad ha sell: au holl danvaded a c’holo an danvadezed a zo marellet, picotet, ha briz. Rag me em euz gwelet petra a ra Lebau d’id.
13Me eo Doue Bethel, e pe-leac’h ec’h euz eoliet eur peul-vean, hag ez oud bet en em westlet d’in. Brema’ta, sav, kea kuit euz ar c’harter-man, ha distro da vro da gerent.
14Neuze Rachel ha Lea a respontaz hag a lavaraz d’ezhan: Daoust ha ni hon euz c’hoas eul loden pe eun dra-benag da gaoud e ti hon tad?
15Ha n’hen deuz hen ket tretet ac’hanomp evel pa vijemp tud estren, pa’z eo gwir hen deuz gwerzet ac’hanomp, ha zo-ken debret hon arc’hant?
16Rag an holl vadou hen deuz lammet Doue digant hon tad, a zo d’eomp ha d’hon bugale. Breman eta, gra kement hen deuz lavaret Doue d’id.
17Neuze Jacob a zavaz hag a lakaz he vugale hag he c’hragez var gein ar c’hanvaled.
18Hag e kassaz ganthau he holl anevaled ha kement hen doa acquisited, he anevaled he-unan hen doa acquisited e Paddam-Aram, hag e teuaz da gavoud Isaac, he dad, da vro Canaan.
19Hogen Labau a oa eat da douza an denved; ha Rachel a laeraz an doueou euz a diegez he zad.
20Ha Jacob a ieaz kuit e-kuz, hep rei da c’hou-zoud da Laban, an Aramead.
21Tec’het a reaz kuit eta, hen ha kement a oa d’ezhan; hag e savaz, hag e treuzaz ar ster hag ez eaz et rezeg rnenez Galaad.
22Hag a-ben tri dervez e oe kemennet da Laban e oa tec’het Jacob kuit.
23Neuze e kemeraz he vreudeur ganthan, hag ez eaz var he lerc’h epad seiz dervez bale, hag e tapaz anezhan var menez Galaad.
24Mes Doue en em ziskouezaz da Laban, an Aramead, dre eun hunvre epad an noz, hag a lavaraz d’ezhan: Diwall ne lavarfez netra da Jacob, na drouk na mad.
25Laban eta a dapaz Jacob. Ha Jacob hen doa plantet he danten var ar menez. Ha Laban a astennaz he hini gant he vreudeur var menez Galaad.
26Ha Laban a lavaraz da Jacob: Petra eo d’id beza great eun dra evel-se? Tromplet e peuz ac’hanoun, hag e peuz kasset ganez va merc’hed, evel pa vijent bet kemeret dre vrezel.
27Perag ez oud tec’het kuit e-kuz, ha perag ez oud pelleat diouz’in, heb lavaret ger e-bed d’in? Me a vije eat da ambroug ac’banoud gant levenez, en eur gana, gant taboulinou ha gant telennou.
28N’ec’h euz ket zo-ken lezet ac’hanoun da bokat d’am mibien na d’am merc’hed! Diskiant oud bet oc’h ober evel-se.
29Breman em euz etre va daouarn ar galloud da ober droug d’ehoc’h; mes Doue ho tad hen deuz komzet ouz’in en noz tremenet, en eur lavaret: Diwall na liviri da Jacob na droug na mad.
30Lekeomp eta ez oud eat kuit o veza ma oaz klanv gant ar c’hoant da velet adare ti da dad; mes perag ec’h euz-te laeret va doueou.
31Ha Jacob a respontaz hag a lavaraz da Laban: Mar d’oun eat kuit heb gouzoud d’id, eo dre m’am boa aoun n’e pije lammet da verc’hed di-ganen.
32Mes an hini ma kavi da zoueou en he di, hennes a vezo lammet he vuez diganthan; sell breman dirag hor breudeur petra a zo em zi, ha kemer anezhe. Hogen Jacob ne ouie ket e oant bet laeret gant Rachel.
33Neuze Laban a ieaz en diabarz tanten Jacob, hag e tanten Lea hag e tanten he diou zervi-cherez, ha ne gavaz ket anezhe. Neuze ez eaz er meaz euz a danten Lea, hag e teuaz da hini Rachel.
34Mes Rachel he doa kemeret an doueou; lakeet he doa anezhe dindan bass ar c’hanval, hag e oa eat da azeza var ar bass. Ha Laban a glaskaz dre an danten holl ha n’ho c’havaz ket.
35Hag hi a lavaraz d’he zad: N’it ket da facha, va aotrou, abalamour n’hellan ket sevel em za diraz’hoc’h, rag beza ema ganen ar pez ma’z eo custum ar merc’hed da gaoud. Hag e klaskaz, mes ne gavaz ket an doueou.
36Neuze Jacob a ieaz droug enhan, hag a glaskaz affer ouz Leban; ha Jacob a gomzaz hag a lavaraz: Pe seurt torfet em euz-me great? pe seurt pec’hed em euz-me great pa’z oud deuet ker buhan-ze var va lerc’h?
37Pa’z oud deuet da furchal e-touez va holl draou? Petra e peuz kavet euz ar pez a zo d’id? Diskouez anezhe aman dirag hor breu-deur, ha ra vezimp-ni barnet ganthe.
38Setu breman ugent vloaz ma’z oun ganez; da zanvadezed ha da c’hirvi n’ho deuz ket bet a gollou; ha n’em euz debret hini euz da zan-vaded.
39N’em euz ket digasset d’id ar re a vije diffram-met gant al loened gwez; va-unan em euz gou-zanvet ar c’holl. Te a ranke kaoud ar pez a vije bet laeret epad an deiz, hag ar pez a iea gant al laer en noz.
40Devet e vijen gant an domder epad an deiz, ha gant ar ienien epad an noz; hag ar c’hous-ket a dec’he diouz va daou-lagad.
41Setu amau ugent vloaz abaoue ma’m oun en da di; pevarzec vloaz em euz da zervichet evit da ziou vere’h, ha c’houee’h vloaz evit da loened, lia te e peuz chenchet va gobr d’in beteg dek gwech.
42Ma na vije ket bet a-du ganen Doue va zad, Doue Abraham, an Hini a zo doujet gant Isaac, heb mar e-bed e pije breman kasset ac’hanoun kuit euz da di gaut netra, Doue hen deuz sellet ouz va enkrez, hag ouz poaniou va divreac’h, hag en noz tremenet hen deuz rentet barnedi-gez etre-z’omp.
43Ha Laban a respontaz hag a lavaraz da Jacob: Ar merc’hed-se eo va merc’hed, ar vugale-ze a zo va bugale, hag al loened-se a zo va loened, ha kement a velez aman a zo d’in-me. Pe seurt droug a garfeu-me ober d’am bugale, ha d’am bugale vihan?
44Deuz eta, greomp assambles eun alians hag a zervicho da desteni etre me ha te.
45Ha Jacob a gemeraz eur mean hag a blantaz anezhan en he za.
46Ha Jacob a lavaraz d’he vreudeur. Digassit aman mein. Hag e tigasjont mein, hag e rejont eur bern anezhe, hag eno var ar bern e tebrjont assambles.
47Ha Laban a hanvaz ar bern mein-ze Jegar-Sahadutha; ha Jacob hen hanvaz Galed (bern an desteni).
48Ha Laban a lavaraz: Ar bern-ze a zo test hirio etre te ha me.
49Rag-se e oe galvet Galed, hag ive Mitspa (an tour gward), rag Laban a lavaraz: Ra zale’ho an Aotrou he zaou-lagad var-n’omp hon daou pa vezimp eat kuit an eil diouz egile.
50Mar gwall-dretez va merc’hed-me, ha mar kemerez merc’hed-all estr’eget-he, n’eo ket eun den hep-ken a rezo test etre-z’omp. Sell! Doue eo a vezo test etre te ha me.
51Ha Laban a lavaraz da Jacob: Setu aman ar bern mein; ha setu araan ar peul-vean em euz savet etre te ha me en testeni a gement-man.
52Ar bern-ze a zo test, hag ar mean-zounn a zo ive, na dremenin ket en tu-all d’ezhe evit raond var-zu en’oud, ha na dremeni-te ket ken-neubeud en tu-man d’ezhe evit dond var-zu en’oun da noazoud an eil d’egile.
53Ra zeui Doue Abraham, ha Doue Nachor, Doue ho zad, da varn etre-z’omp! Ha Jacob a douaz dre an Hini a oa doujet gant he dad Isaac.
54Ha Jacob a reaz eur sacrifis var ar menez; hag e pedaz he vreudeur da zond da zibri ar bara assambles ganthan. Dibri a rejont eta ar bara assambles, hag e tremenjont an noz var ar menez.
55Ha Laban a zavaz mintin-mad, a bokaz d’he vibien ha d’he verc’hed, hag a venigaz anezhe, liag ez eaz kuit. Evel-se Laban a zistroaz d’he vro.