CHAB. XXXII.
1Ha Jacob a ieaz ive gant he hent, hag en em gavaz ganthan ealez a-berz Doue.
2Ha Jacob p’hen doe gwelet anezhe a lavaraz: Setu aman an dachen euz a arme Doue! Hag e c’hanvaz al leac’h-ze Manahaïm (an diou dachen).
3Ha Jacob a gassaz en he raog cannaded d’he vreur Esaü, da zouar Seïr, e bro Edom.
4Hag e roaz d’ezhe eur gourc’hemen en eur lavaret: Evel-hen e komzoc’h ouz Esaü, va aotrou: Setu aman ar pez a lavar d’id da zervicher Jacob: Chomet oun bet e ti Laban, ha great em euz eno va demeurans beteg-hen.
5Ejened em euz, hag azened, denved, servi-cherien ha servicherezed; hag e kassan tud d’hen lavaret d’am aotrou, evit ma c’hellin kavoud gras dirag da zaou-lagad.
6Hag ar gannaded, distro, a zeuaz da gavoud Jacob, en eur lavaret: Bet omp beteg da vreur Esaü; ha setu hen he-unan o tond d’az kavoud, ha pevar c’hant den ganthan.
7Neuze Jacob a oe spountet holl ha leun a enkrez; hag e reaz aiou loden euz ar bobl a oa ganthan, hag euz an denved, hag euz an ejened, hag ar c’hanvaled; hag e lavaraz:
8Mar teu Esaü da zailla var unan euz an diou vanden, an hini all a hello tec’het kuit.
9Neuze Jacob a lavaraz: Doue va zad Abraham, ha Doue va zad Isaac! Te, Aotrou, pehini ec’h euz lavaret d’in: Distro d’az pro ha var-zu da gerentiach, ha me a rai pep seurt vad d’id;
10n’oun ket dign euz an holl c’hrasou ec’h euz roet d’in nag euz an holl fidelite ec’h euz diskoue-zet e-kenver da zervicher; rag me n’em boa nemed va baz em dorn pa em boa treuzet ster ar Jourdan, ha breman e tistroan gant diou vanden tud ha loened.
11Tenn ac’hanoun, rne az ped, euz a zindan dorn va breur, euz a zindan dorn Esaü; rag aoun em euz ne zeufe, ha na skofe ac’hanoun hag ar vam gant he bugale.
12Koulsgoude te ec’h euz lavaret: E gwirionez, me a rai pep seurt vad d’id, ha me a lako da lignez da zond evel an treaz euz ar mor, ha n’heller ket ho c’honta dre ma’z euz re anezhe.
13Hag e tremenaz an noz el leac’h-se, hag e kemeraz ar pez a zeuaz da genta en he zorn da rei e presant da Esati he vreur:
14daou c’hant gavr, hag ugent bouc’h, daou chant danvadez hag ugent danvad,
15tregont canvalez, gant ho eubeulien dindan-he, daou-ugent biouch ha deg kolle, ugent azenez ha deg azen yaouank.
16Lakaad a reaz he zervicherien d’ho c’has, pep bandeu en he fart he-unan, hag e lavaraz dezhe: It em raog ha lezit eur pennadic hent etre peb banden.
17Hag e c’hourc’hemenaz d’ar c’henta, en eur lavaret: Pa en em gavo ganez va breur Esaü, ha pa c’houlenno diganez: Gant piou oud-de mevel; da be-leac’h ez ez-te; ha da biou eo al loened-ze a zo en da raog?
18te a lavaro: Me zo mevel gant da servicher Jacob; eur presant eo a zigas da Esaü, va aotrou; ha setu hen o tond he-unan var hon lerch.
19Ar memes urz a roaz d’an eil, ha d’an trede, ha d’ar re holl a gasse ar bandennou, en eur lavaret: Er c’hiz-ze, ger evit ger, e komzot ouz Esaü pa erruot ganthan,
20hag e leverot: Setu aman zo-ken da zervicher Jacob o tond var hon lerc’h. Rag lavaret a rea eu’han he-unan: Dousaat a rin d’ezhan gant ar presant a gassan araog d’in, ha goude-ze e velin anezhan va-unan; marteze e vezo trugarezuz em c’henver.
21Ar presant a ieaz eta en he raog; mes hen a chomaz c’hoas an noz-ze el leac’h m’hen doa plantet he dantennou.
22Antronoz Jacob o veza savet a-bred, a gemeraz he ziou c’hreg, hag he ziou vatez, hag he unneg bugel hag e treuzaz ar ster e treiz Jabbok.
23Ho c’hemeret a reaz eta, hag e lakaz anezhe da dreuzi ar ster. Lakaad a reaz ive da dreuzi kemeut a oa d’ezhan.
24Hogen Jacob a cliomaz he-unan var ho lerc’h; hag e teuaz eun den hag a c’hourennaz ganthan beteg ma tarzaz an deiz.
25Hag an den-ze, pa velaz ne oa ket evit gounid var Jacob, a douchaz anezhan e nleg he groazel: hag e oe diflachet pleg he groazel da Jacob, epad ma oa o c’houren outhan.
26Hag an den-ze a lavaraz d’ezhan: Lez ac’ha-noun da vond kuit, rag dija ema an deiz o tarza. Mes Jacob a lavaraz: Ne lezin ket ac’ha-noud da vond kuit ken az pezo roet d’in da vennoz.
27Hag an den a lavaraz d’ezhan: Pe hano e peuz? Jacob, eme-z’han.
28Mad, eme egile, na vezi mui hanvet Jacob, mes Israel (an hini a c’houren ouz Doue) a vezo da hano; rag gourennet ec’h euz ouz Doue hag ouz an dud, hag ez oud bet treac’h.
29Ha Jacob a bedaz anezhan en eur lavaret: Discleir d’in, me az ped, pe hano ec’h euz-te. Hag hen a respontaz; Perag e fell d’id gouzoud va hano-me? Hag e roaz he vennoz dezhan eno.
30Ha Jacob a hanvaz al leac’h-se Peniel (presans Doue); rag, eme-z’han, gwelet em euz Doue gant va daou-lagad va-unan, ha va ene a zo bet delivret.
31Kerkent m’hen doe kuiteet Peniel, e velaz an heol o sevel; mes chom a reaz kam eur c’har d’ezhan.
32Abalamour da gement-se eo, beteg hirio, e chom bugale Israel heb dibri nerven ar vorzad a zo stok ouz ar groazel, rag an nerven-ze euz ar vorzad a zo e-kichen pleg ar groazel a oa bet touchet gant au hini a c’hourennaz ouz Jacob.