CHAB. XXXVI.
1Hogen setu aman lignez Esaü, a rer ive Edom anezhan.
2Esaü a gemeraz he c’hragez a-douez merc’hed Canaan: Ada, merc’h da Elon an Ethian, hag Oholibama, merc’h da Ana, merc’h da Tsibeon, Hevian.
3Kemer a reaz ive Basmath, merc’h da Ismael, c’hoar da Nebajoth.
4Ada a c’hanaz da Esaü Eliphaz, ha Basmath a c’hanaz Reuel.
5Hag Oholibama a c’hanaz Jeush, Jaelam ha Korah. Setu aze mibien Esaü, a oe ganet d’ezhan e bro Canaan.
6Hag Esaü a gemeraz he c’hragez hag he vibien hag he verc’hed hag an holl dud euz he di hag he vandennou loened hag he chatal hag an holl vadou hen doa acquisitet e bro Canaan; hag ez eaz en eur vro all, pell diouz Jacob, he vreur.
7Rag ho madou a oa re vraz evit galloud chom assambles, hag er vro ma oant o chom, ne oa ket a blas awalc’h evithe, abalamour d’ho loened.
8Hag Esaü a ieaz da chom var menez Seir. Esaü a zo tad d’ar bobl a Edom.
9Ha setu aman lignez Esaü, tad an Idumeed, var menez Seir.
10Setu aman hano mibien Esaü: Eliphaz, mab da Ada, greg da Esaü; Reuel, mab da Basmath, greg da Esaü.
11Ha mibien Eliphaz a oe Theman, Omar, Tsepho ha Gaetham ha Kenaz.
12Ha Thimna a oe unan a c’hragez Eliphaz, mab da Esaü, hag a c’hanaz Amalek da Eliphaz. Setu aze mibien Ada, greg da Esaü.
13Ha setu aman mibien Reuel: Nahath ha Zerach, Shamma ha Mizza. Ar re-ze eo mibien Basmath, greg da Esaü.
14Hag ar re-man a oe mibien Oholibama, merc’h da Ana, merc’h da Tsibeon, ha greg da Esaü: hou-man a c’hanaz da Esaü Jeush, Jaelam ha Korah.
15Setu aman ar chefou euz a vibien Esaü: Mibien Eliphaz, kenta ganet da Esaü: ar chef Theman, ar chef Omar, ar chef Tsepho, ar chef Kemaz,
16ar chef Korah, ar chef Gaetham, ar chef Amalek. Setu aze ar chefou deuet euz a lignez Eliphaz e bro Edom; setu aze mibien Ada.
17Ha setu aman mibien Reuel, mab da Esaü: ar ehef Nahath, ar chef Zerah, ar chef Shamma, ar chef Mizza. Setu aze ar chefou deuet euz a lignez Reuel, e bro Edom, ar re-ze eo mibieu Basmath, greg da Esaü.
18Ha setu aman mibien Oholibama greg da Esaü: ar chef Jeush, ar chef Jaelam, ar chef Korah. Setu aze ar chefou deuet euz a lignez Oholibama, merc’h da Ana, greg da Esaü.
19Setu aze mibien Esaü, pehini eo Edom, ha setu aze ho chefou.
20Setu aman mibien Seir, an Horian, bag a oa o chom er vro: Lothan, Shobal, Tsibeon, Ana,
21Dishon, Etser ha Dishan. Setu aze ehefou an Horianed, mibien Seir, e bro Edom.
22Ha mibien Lothan a oe: Hori hag Heman: ha Thimna a oa choar da Lothan.
23Ha setu aman mibien Shobal: Alvan, Mana-hath, Ebal, Shepho hag Onan.
24Ha setu aman mibien Tsibeon: Ajja hag Ana. Ana eo a gavaz ar mamennou dour tom en desert, pa oant o vessa azened Tsibeon, he dad.
25Ha setu bugale Ana: Dishonhag Oholibama, mere’h da Ana.
26Ha setu aman mibien Dishon: Hemdan, Eshban, Jithram, ha Keran.
27Setu aman mibien Etser: Bilhan, Zaavan hag Akan.
28Setu aman mibien Dishan: Utz hag Aran.
29Setu aman chefou an Horianed: ar chef Lothan, ar chef Shobal, ar chef Tsibeon, ar ehef Ana,
30ar chef Dishon, ar chef Etser, ar chef Dishan. Setu aze chefou an Horianed, ar chefou ho doe e bro Seir.
31Ha setu aman ar rouaned a renaz e bro Edom, araog ma teuaz eur roue da ren var bugale Israel:
32Bela, mab Beor, a renaz en Edom, hag hano he gear a oa Dinhaba.
33Ha Bela a varvaz; ha Jobab, mab da Zerach euz a Botsra, a renaz en he blas.
34Ha Jobab a varvaz; hag Husham, euz a vro an Themanited, a renaz en he blas.
35Hag Husham a varvaz; hag Hadad, mab Bedad, a renaz en he blas; gounid a reaz eur victor var Madian, e douar Moab; hag hano he gear a oa Avith.
36Hag Hadad a varvaz; ha Samla euz a Vasreka, a renaz en he blas.
37Ha Samla a varvaz; ha Saül euz a Rehoboth, var ar ster, a renaz en he blas.
38Ha Saül a varvaz; ha Baal-Hanan, mab da Acbor a renaz en he blas.
39Ha Baal-Hanan, mab da Acbor, a varvaz hag Hadar a renaz en he blas; hag hano he gear a oa Paü, hag hano he vreg Mehetabeel; hou-mau a oa merc’h da Vatred merc’h da Vezahab.
40Ha setu aman hanoiou chefou Esaü, hervez ho famillou, ho c’heariou dre ho hano da bep hini anezhe: ar chef Bhimna, ar chef Alva, ar chef Jetheth,
41ar chef Oholibama, ar chef Ela ar chef Pinon.
42Ar chef Kenaz, ar chef Thernan, ar chef Mibtsar,
43ar chef Magdiel, ar chef Irara. Setu aze ar chefou euz a Edom hervez ho c heariou pep hini en he zouarou. Setu aze wenn Esaü, tad an Idumeed.