CHAB. XXXIX.
1HOGEN Joseph a oe kasset d’an Egypt, ha Potiphar an Egyptian, den a garg e ti Pharaon, ha cabitan he zoudarded a brenaz anezhan digant an Ismaelited ho devoa hen digasset di.
2Hag an Aotrou a oe gant Joseph; ha pep tra a droe da vad ganthan. Hag e chome e ti he vestr, an Egyptian.
3Hag he vestr a velaz e oa an Aotrou a-du 3 ganthan, hag e lake an Aotrou pep tra da zond var vellaad etre he zaouarn.
4Joseph a gavaz eta gras dirag he zaou-lagad, hag e serviche anezhau; hag he vestr hen lakaz da c’houarn he di, hag a lakaz etre he zaouarn kement hen doa.
5Hogen divar an deiz m’hen doa hen lakeat da c’houarn he di ha kement hen doa, an Aotrou a vennigaz ti an Egyptian abalamour da Joseph. Ha bennoz Doue a oe var gement tra hen doa, ken e kear, ken var ar meaz.
6Hag e lezaz etre daouarn Joseph kement a oa dezhan; nec’houlennecont e-bed diganthan, ne zourcie mui deuz netra en he di, na zelle nemed euz ar bara a zebre. Hogen Joseph a oa eur c’horf kaer a zen, hag eur paotr koant.
7Hag e c’hoarvezaz, goude an traou-ze, ma teuaz greg he vestr da deuler he daou-lagad var Joseph, hag elavaraz: Deuzda gousket ganen-me.
8Mes Joseph ne fellaz ket d’ezhan, hag a la-varaz da c’hreg he vestr: Selaou, va mest na c’houlen cont e-bed diganen euz a netra en ti, ha lakeat hen deuz etre va daouarn kement tra a zo d’ezhan.
9N’euz hini en ti-man huelloc’h eged’oun e carg, ha n’hen deuz difennet netra ouz’in nemed’oud-te, abalamour ma’z oud pried d’ezhan. Penaos ez afen-me da ober eun droug ker braz, ha da bec’hi a-enep Doue?
10Ha petra-benag ma komze a gement-se bemdez da Joseph, he-man na fellaz ket d’ezhan he zelaou evit kousket en he c’hichen, nag evit chom en he c’hompagnunez.
11Mes c’hoarvezoud a reaz eun devez ma teuaz en ti da ober he labour, ha ne oa eno hiui e-bed euz tud an ti;
12hag hi a grogaz en’han dre he zillad, en eur lavaret: Deuz da gousket ganen-me; mes hen a lezaz he vantel etre he daouarn, hag a ieaz kuit er meaz euz an ti.
13Ha pa velaz hi hen doa lezet he vautel etre he daouarn, ha ma oa eat er meaz,
14e c’halvaz tud an ti, hag e komzaz outhe en eur lavaret: Gwelet a rit, digasset a zo bet d’eomp eun Hebread da ober goab ouz’omp; deuet eo bet etrezeg en’oun-me, oc’h essa kousket ganen; mes me em euz hopet a vouez huel.
15Ha p’hen deuz klevet e saven va mouez hag e c’hoppen, hen deuz lezet he vantel em c’hichen, hag ez eo redet kuit, hag eo eat er meaz.
16Hag hi a zalc’haz mantel Joseph en he c’hichen, ken a zistroaz he vestr d’ar gear.
17Neuze e komzaz outhan gant armemes komzou, en eur lavaret: Ar sclavour Hebread-ze e peuz digasset d’eomp, a zo deuet etrezeg en’oun evit va dizenori.
18Mes dre ma’m euz savet va mouez, ha ma’m euz hoppet, hen deuz lezet he vantel em e’hichen, hag ez eo tec’het er meaz.
19Ha kerkent ha m’hen doe mestr Joseph klevet komzou he c’hreg, o lavaret d’ezhan: Setu aze petra hen deuz great da vevel d’in, he goler a entanaz.
20Ha mestr Joseph a grogaz en’han, hag hen lakaz er c’hastel e leac’h ma oa prizonerien ar roue. Hag e chomaz eno prizoniet.
21Mes an Aotrou a oe gant Joseph, hag ec’h astennaz he vadelez var-u’ezhan, hag e reaz d’ezhan kavoud gras dirag mestr ar prizon.
22Ha mestr ar prizon a lakaz etre daouarn Joseph an holl brizonierien a oa dale’het eno; ha netra na vije great eno nemed dre he urz.
23Mestr ar prizon na gemere neb sourci euz ar pez hen doa Joseph etre he zaouarn, rag an Aotrou a oa ganthan hag a lake kement tra a rea da drei da vad.