CHAB. IV.
1HOGEN, Adam a anavezaz Eva, he c’hreg; hag hi a goncevaz hag a c’hanaz Caïn (kaoud), hag e lavaraz: Bet em euz eun den dre c’hras an Aotrou.
2Hag e c’hanaz c’hoas he vreur Abel; hag Abel a oe messaer deuved, ha Caïn a oe labourer douar.
3Hogen, eur pennad amzer goude, Caïn a zi-gassaz frouez euz an douar eu offrans d’an Aotrou;
4Abel ive a offras euz ar re genta ganet a-douez he loened hag ar zoa anezhe. Hag an Aotrou a blijaz dezhan Abel hag he offrans;
5mes na zellaz na deuz Caïn na deuz he offrans; ha Caïn a zavaz gorvon enhan, hag e tenaz da vera tenval he ben.
6Hag an Aotrou a lavaraz da Gaïn: Perag eo eat drouk enoud, ha perag ez eo eat tenval da ben?
7Mar grez ar mad, e savi da ben? Mes ma ne rez ket mad? … ar pec’hed a zo gourvezet e-kichen an or, o c’hedal ac’hanoud mes te a dlefe beza treac’h dezhan.
8Ha Caïn a gomzaz ouz Abel, he vreur. Hag o veza ma oant ho daou er meaziou, Caïn en em zavaz a-enep Abel, he vreur, hag a lazaz anez-han.
9Hag an Aotrou a lavaraz da Gaïn: E pe leac’h ema da vreur Abel? Hag hen a respon-taz: N’ouzon ket; daoust ha me eo a rank diwall va breur?
10Hag an Aotrou a lavaraz: Petra ec’h euz great? Mouez ar goad euz da vreur a gri euz an douar beteg enoun.
11Ha breman e vezi milliget var an douar hen deuz digoret he c’henou da eva goad da vreur skuillet gant da zorn.
12Goude ma labouri anezhan, an douar ne roio ket he frouez d’id; ne vezi nemed eur chalvanter hag eur baleer-bro var an douar.
13Ha Caïn a lavaraz d’an Aotrou: Ar poaniou taolet varnoun a zo re bounner da zougen.
14Setu mac’h euz kasset ac’hanoun hirio er meaz euz an douar-man; cuzet e vezin diouz’id, ne rin nemed bale bro ha chalvantat var an douar; lazet e vezin gant piou-benag am c’havo.
15Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: Ne vezi ket, rag mar deu uuan-benag da laza Caïn, e vezo rentet dezhan seiz gweach kemend-all. Hag an Aotrou a lakeaz da Gaïn eur merk, evit na deuje ket an hini a gavche anezhan d’hen laza.
16Neuze Caïn a ieaz kuit a-zirag an Aotrou, hag a ieaz da choum e bro Nod a zo er Sav-heol d’ar jardin Eden.
17Neuze Caïn a anavezaz he c’hreg, hag hou-man a goncevaz hag a c’hanaz Henoc; sevel a reaz goude eur gear, hag e c’hanvaz anezhi Henoc, hano he vab.
18Goude-se e c’hanaz Irad, mab da Henoc, hag Irad a oe tad da Vehujael, ha Mehujael a oe tad da Vethushael, ha Methushael a oe tad da Lemec.
19Ha Lemec a gemeraz diou c’hreg: hano unan anezhe a oe Ada, hano eben Tsilla.
20Hag Ada a c’hanaz Jabal; hennes a oe tad d’ar re a choum en tantennou hag ho deuz loened.
21Hag hano he vreur a oa Jubal; hennes a oe tad d’ar re holl a zôn gant telennou ha gant ar fleüt.
22Ha Tsilla ive a c’hanaz Tubal-Caïn, pehini a rea gant arm ha gant houarn a bep seurt ostillou da droc’ha; ha c’hoar Tubal-Caïn a oe Naama.
23Ha Lemec a lavaraz d’he c’hragez: Ada ha Tsilla, selaouit va mouez; gragez Lemec digorit ho tiou-skouarn da glevet va c’homzou: Ia lazet em euz eun den abalamour da eur gouli hen deuz great d’in, hag eun den yaouank evit beza glazet ac’hanoun.
24Rag mar bez tennet venjans seiz gweach euz a varo Caïn, maro Lemec a vezo venjet seitec gweach ha tri-ugent.
25Hag Adam a anavezaz adarre he c’hreg, hag Eva a c’hanaz eur mab, hag e c’hanvaz anezhan Seth (e plas unan all); rag Doue, emezhi, hen deuz roet d’iu eur mab all e plas Abel a zo ber lazet gant Caïn.
26Hag eur mab a c’hanaz ive da Seth, hag e c’hanvaz anezhan Enosh. En amzer-ze e com-mansaz an dud d’en em erbedi ouz hano an Aotrou.