CHAB XLIV.
1Neuze Joseph a roaz gourc’hemen da c’hou-arner he di en eur lavaret: Carg sier au dud-se a ed, kement ha ma c’hellint da zougen, ha laka arc’hant pep hini e genou he zac’h.
2Hag e laki va c’halir, va c’halir arc’hant e genou sac’h ar yaouanka gant archant he ed. Hag e reaz evel m’hen doa lavaret Joseph d’ezhan.
3Antronoz, mintin-mad, e oe laosket an dud-se da vond gant ho ezen.
4Pa oent eat er meaz a gear, ha ne oant ket c’hoas pell, Joseph a lavaraz da c’houarner he di: Sav, red var-lerc’h an dud-se, ha pa vezi erruet beteg en’he, lavar d’ezhe: Perag hoc’h euz-hu rentet an droug evit ar mad?
5Ha n’eo ket he-man ar c’halir a zervich d’am Aotrou da eva ha da zivina? Eun dra fall meurbed hoc’h euz great.
6Hag e tapaz anezhe, hag e lavaraz d’ezhe ar c’homzou-ze.
7Hag e respontjont d’ezhan: Perag e komz evel-se hon aotrou ouzomp-ni? Pell ema deuz da zervicherien ar sanj da ober eun dra evel-se!
8Setu aman, digasset hon euz d’id euz a vro Canaan an arc’hant hon doa kavet e genou hor zier; penaos ec’h helfemp-ni laerez euz ti da vestr pe arc’hant pe aour?
9Ra zeui da vervel an hini euz da zervicherien a vezo kavet ganthan ar c’halir ha ni a vezo hon-unan sclavourien d’hon aotrou.
10Hag hen a lavaraz: Mad! ra vezo great evel ma livirit: An hini gant pehini e vezo kavet, a vezo sclavour d’in-me, hag ar re all a vezo divlam.
11Kerkent eta, ar zier o veza dizammet var an douar, peb hini a zigoraz he zac’h.
12Hag hen a glaskaz en’he, en eur gommans dre ar c’hossa, hag oc’h achui dre ar yaouanka. Ha e oe kavet ar c’halir e sac’h Benjamin.
13Neuze e tiframchont ho dillad, ha peb hini a zammaz he azen, hag e tistrojont e kear.
14Ha Juda, gant he vreudeur, a zeuaz da di Joseph, a oa c’hoas eno, hag holl assambles en em strinkjont d’an douar diraz’han.
15Ha Joseph a lavaraz d’ezhe: Petra hoc’h euz-hu great? Ha n’ouzoc’h-hu ket penaos eun den evel-d’oun-me a oar divina?
16Ha Juda a respontaz: Petra a lavarimp-ni d’am aotrou? Penaos e komzimp-ni? ha penaos e c’hallimp-ni en em difen? Doue hen deuz kavet fallagriez da zervicherien. Setu ni sclavourien d’am aotrou, ken ni, ken an hini a zo bet kavet ar c’halir etre he zaouarn.
17Mes Joseph a lavaraz: Pell diouz’in ar sonj da ober evel-se. An den a zo bet kavet ar c’halir etre he zaouarn a vezo sclavour d’in; mes c’houi, savit e peoc’h etrezeg ho tad.
18Neuze Juda, o tostaat eun tammie ouz Joseph, a lavaraz: Aotrou, me az ped, lez da zervicher da lavaret eur ger e diou-skouarn va aotrou, ha na fach ket ouz da zervicher; rag te a zo evel Pharaon.
19Va aotrou a c’houlennaz digant he zervicher-ien evel-hen: Ho tad, hag hen zo beo, beza hoc’h euz-hu eur breur-all?
20Ha ni a respontaz d’am aotrou: Beza hon euz eun tad oajet braz, hag eur bugel yaouank a zo bet ganet d’ezhan en he gozni. Hogen he vreur a zo maro, ha n’euz nemed he-man a zo chomet euz he vam, hag he dad a gar anezhan.
21Hag ec’h euz lavaret d’az zervicherien: Digassit ar breur-ze d’in, ma velin anezhan gant va daou-lagad.
22Ha ni a lavaraz d’am aotrou: Ar bugel n’hell ket kuitaat he dad; ha mar teu euz he gichen hon tad a varvo.
23Hag ec’h euz lavaret d’az zervicherien: Ma ne zeu ket ho preur bihana gan’ehoc’h, ne velot mui va bizach.
24Pa’z omp bet eta distroet da gavoud da zervicher, hon tad, ni hon euz countet d’ezhan kement tra hen devoa lavaret va aotrou.
25Neuze hon tad a lavaraz: It en dro ha prenit deomp eun neubeud ed.
26Ha ni o respont: N’hellomp ket mond hon-unan; mar teu gau’eomp hor breur bihana ez aimp di; rag ma n’e vez ket Benjamin gan-eomp, na gredimp biken mond dirag an den-ze.
27Da gement-se va zad, da zervicher, a respon-taz: Gouzoud a rit he deuz va greg ganet d’in daou vab;
28unan anezhe a zo eat diouz’in; hag em euz lavaret: A-dra-zur eul loen gwez-benag hen deuz he daget; hag abaoue n’em euz mui gwelet anezhan.
29Mar lammit ive he-man diganen, ha ma c’hoarvez eun droug-benag ganthan en hent, c’houi lakai va bleo gwenn da zisken gaut glac’har ebarz er bez.
30Mar d’an eta dirag va zad, da zervicher, ha ma ne vez ket gan’eomp an den yaouank a zo stag he ene ouz he hini,
31pa velo n’ema ket an den yaouank ganeomp, e varvo. Ha da zervicherien ho devezo lakeat bleo gwenn da zervicher, va zad, da zisken gant glac’har ebarz er bez.
32Rag da zervicher hen deuz kemeret ar garg deuz an den yaouank, en eur gemer anezhan digant va zad; hag hen deuz lavaret: Ma ne zigassan ket anezhan d’id, e vezin coupabl da viken e-kenver va zad.
33Breman eta, me az ped, ra chomo da zervicher sclavour d’am aotrou, e plas, an den yaouank, ha ra vezo laosket he-man da vond d’ar gear gant he vreudeur.
34Rag penaos e tistroin-me da gavoud va zad, ma ne vez ket an den yaouank ganen? Oh! gant na velin ket glac’har va zad!