CHAB. XLVII.
1Ha Joseph a zeuaz hag a roaz kement-se holl da anaoud da Pharaon, hag a lavaraz d’ezhan: Va zad ha va breudeur, gant ho denved hag ho ejened, ha kement a zo d’ezhe, a zo deuet euz a vro Canaan; ha setu emaint e bro Gossen.
2Hag e kemeraz pemp euz a-douez he vreudeur, hag ho c’hassaz dirag Pharaon.
3Ha Pharaon a lavaraz d’he vreudeur: Pe seurt micher hoc’h euz-hu? Hag e respontjont da Pharaon: Da zervicherien a zo pastored denved, evel ma’z eo bet hon zadou.
4Ha goude e leverjont da Pharaon: Deuet omp da chom eur pennad amzer er vro, rag n’euz mui a beuri da loened da zervicherien; rag an dienez a zo braz e bro Canaan. Lez eta da zervicherien da ober ho demeurans e bro Gossen.
5Ha Pharaon a gomzaz evel-hen ouz Joseph: Da dad ha da vreudeur a zo deuet etrezeg en’oud;
6bro an Egypt a zo en da c’halloud; laka da dad ha da vreudeur da chom er gwella contre euz ar vro; graint ho demeurans e bro Gossen. Ha mar c’hanavezez en ho zouez goazed capabl, e laki anezhe da chefou var ar bandennou loened a zo d’in-me.
7Neuze Joseph a zigassaz Jacob he dad, hag a brezantaz anezhan da Pharaon. Ha Jacob a vennigaz Pharaon.
8Ha Pharaon a lavaraz da Jacob: Ped devez a gontez-te a zo etre holl bloazveziou da vuez?
9Ila Jacob a respontaz da Pharaon: Deg vloaz ha c’houec’h ugent a zo emoun tremeniad var an douar, an devezchou euz va buez a zo bet ber ha leun a boaniou, ha n’int ket bet keit ha devezchou buez va zudou koz, epad ma’z int bet tremenidi var an douar
10Ila Jacob a vennigaz Pharaon, hag ez eaz kuit a-zirag Pharaon.
11Ha Joseph a verkaz eun demeurans d’he dad ha d’he vreudeur, hag e roaz d’ezhe douarou da viret e bro au Egypt, er gwella karter euz ar vro, e bro Ramses, evel m’hen doa gourc’hemenet Pharaon.
12Ha Joseph a bourveaz bara d’he dad, d’he vreudeur, ha da holl diegez he dad hervez an niver euz ar vugale.
13Hogen mankout a rea ar bara dre ar vro holl, rag an dienez a oa braz, ha bro an Egypt ha bro Canaan a oa prest da vervel gant an naoun.
14Ha Joseph a zastumaz an holl arc’hant a oa e bro an Egypt, hag e bro Canaan, en eur verza he winiz, hag e lekeaz an arc’hant-se e ti Pharaon.
15Ha pa vankaz an arc’hant e bro an Egypt, hag e bro Canaan, holl dud an Egypt a zeuaz da gavoud Joseph, en eur lavaret: Ro bara d’eomp; perag e varfernp-ni dirag da zaou-lagad dre ma vank arc hant d’eomp.
16Ha Joseph a respontaz: Roit lio loened, ha me a roio bara d’ehoc’h en ho flas, pa’z eo gwir n’hoc’h euz mui a arc’hant.
17Neuze e tigasjont ho chatal da Joseph, ha Joseph a roaz bara d’ezhe evit ho c’hezec, ho denved, ho ejened hag ho azened. Er bloavez-ze e roaz bara d’ezhe e plas ho holl loened.
18Pa oe tremenet ar bloavez-ze, e teujont adare er bloaz var-lerc’h, hag e leverjont d’ezhan: N’her c’huzimp ket ouz hon aotrou, hon arc’hant a zo eat tout, hag eat eo ive hon holl loened gant hon aotrou, ne chom mui gan’eomp diraz’oud nemed hor c’horf hag hon douar.
19Perag e rankfemp-ni perissa dindan da zaou-lagad, ni bag hon douarou? Pren ac’hanomp-ni hag hon douarou evit bara, ha ni a vezo gant hon douarou sclavourien da Pharaon. Ha ro d’eomp peadra da hada, evit ma c’hellimp beva, ha na varvimp ket, hag evit na vezo ket an douar lezet en abandon.
20Ha Joseph a brenaz holl douar an Egypt da Pharaon; rag an Egyptianed a verzaz peb hini lie barc, lia red e oa d’ezhe hen ober, ker braz e oa ar gernez.
21Lakaad a reaz ar bobl dister da zond er c’heariou adaleg ar c’horn pella euz an Egypt beteg egile.
22Prena a reaz an holl douarou nemed re ar veleien; rag ar veleien a receve digant Pharaon eul loden a oa miret evithe euz ar guiniz, hag e tebrent al loden a oe roet d’ezhe gant Pharaon. Hag evel-se ne rankjont ket gwerza ho douarou.
23Ha Joseph a lavaraz d’ar bobl: Me am euz prenet ac’hanoc’h hirio, da Pharaon ez oc’h holl, c’houi hag ho touarou. Setu aman d’ehoc’h had, da hada an douar.
24Hag en amzer an eost, c’houi a roio ar bem-pved da Pharaon, hag ar bevar loden all a vezo d’ehoc’h evit hada ho parkeier, hag evit ho magadurez, magadurez an dud euz ho ti, hag hini ho pugale vihan.
25Hag e leverjont: Te ec’h euz saveteet d’eomp hor buez! Ra zeuimp da gavoud gras dirag daou-lagad hon aotrou, ha ni a vezo sclavourien da Pharaon.
26Ha Joseph a reaz a gement-se eul lezen hag a bad beteg hirio var douarou an Egypt: Ar bempved lodeu a zo da Pharaon. Ne oe nemed douarou ar veleien ha ne oant ket da Pharaon.
27Israel a reaz eta he zemeurans e bro an Egypt, e bro Grossen; hag eno e prenjont douarou hag e creskjont kement, ma teuaz an niver euz ho lignez da veza braz meurbed.
28Ha Jacob a vevaz e bro an Egypt epad seiteg vloaz-all. Ha devezchou Jacob, ar bloavezchou euz he vuez, a oe seiz vloaz ha seiz ugent.
29Ha pa dosteaz an deiz da Israel da vervel, e c’halvaz he vab Joseph, hag e lavaraz d’ezhan: Mar em euz kavet gras dirag da zaou-lagad, laka, mar plij ganez, da zorn dindan va morzed, ha diskouez em c’henver madelez ha fidelite: Da bedi a ran, na lez ket va c’horf e douar an Egypt.
30Pa vezin eat etrezeg va zud koz, kas ac’han-oun kuit euz an Egypt, ha laka ac’hanoun en ho bez. Ha Joseph a respontaz: Ober a rin hervez da lavar.
31Ha Jacob a lavaraz: Tou d’in an dra-ze. Hag hen touaz d’ezhan llag Israel en em brosternaz var ben he vele.