CHAB. VII.
1Hag an Aotrou a lavaraz da Noe: Kea, ebarz an arc’h, te hag holl dud da di; rag da gavet em euz eun den eün dirazoun e-touez an dud euz an amzer-man.
2Kemer a ri ganez euz an holl anevaled pur, seiz coublad, euz a bep wenn, par ha parez; mes euz al loened ha n’int ket pur, daou hep-ken, ar par hag he barez.
3Kemer a ri ive diouz lapoused an env seiz coublad, par ha parez, evit derc’hel ar wenn anezhe var an douar.
4Rag a-ben seiz dervez aman, me a lakai glao da gweza var an douar, epad daou ugent dervez ha daou ugent nosvez; hag e tistrujin divar an douar ar grouadurien em euz great.
5Ha Noe a reaz kement a oa bet, gourc’hemenet d’ezhan gant an Aotrou.
6Hogen, Noe o oa oajet a c’houec’h cant vloaz pa c’hoarvezaz an diluj ha pa deuaz an doureier var an douar.
7Noe a ieaz eta ebarz an arc’h, hag he vibien, he c’hreg, ha gragez he vibien assambles ganthan, abalamour d’an doureier euz an diluj.
8Anevaled pur hag anevaled ha n’int ket pur, ha lapoused, hag euz a gement amprevan a ia en eur ruza var an douar,
9daou ha daou, par ha parez, ez ejout etrezeg Noe ebarz an arc’h, evel m’hen doa gourc’hemenet Doue da Noe.
10Hag e c’hoarvezaz, a-ben seiz dervez goude, ma teuaz doureier an diluj var an douar.
11Er bloavez c’houec’h cant euz a vuez Noe, d’an eil miz, d’ar seiztecved dervez euz ar miz, en dervez-ze, mammenou ar mor doun a darzaz holl, ha ranvellou an env a zigoraz.
12Hag ar glao a gwezaz var an douar epad daou ugent dervez ha daou ugent nosvez.
13En dervez-ze ive Noe, Sem, Cham ha Japhet, mibien da Noe, ha greg Noe, ha teir greg he vibien ganthe, a ieaz ebarz an arc’h,
14int-hi, hag an holl anevaled hervez ho wenn, hag an holl loened-craou, hervez ho wenn, hag an holl amprevaned a ia en eur ruza var an douar, hervez ho wenn, hag an holl lapoused hervez ho wenn, al lapoused bihana, kement hag ho deuz diouaskel da nijal.
15Mond a rejont eta etrezeg Noe ebarz an arc’h, daou ha daou euz a bep kig hag a zo enhan ar c’houezen a vuez.
16Hag ar re a zeuaz, a zeuaz par ha parez euz a bep kig, evel ma oa bet gourc’hemenet da Noe gant Doue; hag an Aotrou a zerraz an arc’h varnezhan.
17Hag an diluj a badaz daou ugent dervez var an douar; hag an doureier a greskaz hag a zibradaz an arch, hag hou-man a zavaz divar an douar.
18Hag an doureier a greskaz kalz var an douar; hag an arc’h a oe douget var an doureier.
19Hag an doureier a greskaz spontus var an douar; hag an huela meneziou dindan an env a oe goloet.
20An doureier a zavaz pemzeg ilinad dreist-he; hag ar meneziou a oe goloet holl.
21Ha kement kig hag a oa buez enhan, var an douar, a varvaz, keu euz al lapoused, ken euz al loened, ken euz an amprevaned a ia a-ruz var an douar, hag ive an holl dud.
22Kement hen doa en he zi-froun eur c’houe-zaden a vuez ha kement a oa var an douar seac’h a varvaz.
23Kement tra beo a oa varc’horre an douar a oe distrujet, adaleg au dud, beteg al loened, beteg au amprevaned, ha beteg al lapoused euz an env, distrujet e oent divar an douar. Ne chou-maz nemed Noe, hag ar re a oa gauthau en arc’h.
24Hag e oe braz an doureier var an douar epad deg dervez lia seiz ugent.