CII PSALM.
1Aotrou selaou out va feden; ha r’az ai va c’hlemm beteg enn od.
2Na zistro ket da zaoulagad diouz-in; e pezeiz bennag e ve-zinn enkrezet, tro da skouarn etrezeg enn-oun: e pe zeiz bennag e c’halvinn ac’hanod, selaou ouz-in buan.
3Rak va deisiou a zo nijet ehiou evel moged, ha va eskern a zo dizec het evel keuneud tân.
4Va c’haloun a zo skoet, hag a zo dizec’-het evel ar geot: o veza ma em euz an-kounac’heet dibri va bara.
5Gant va lenv ha va c’hlemm eo staget va eskern out va c’hroc’hen.
6Henvel ounn deuet out pelikan ann dis-tro; deuet oun evel ar gaouen el leac’hiou gwez.
7Beliet em euz, hag ounn deut evel ar gol-ven a zo he unan war eunn doen.
8Hed ann deiz va enehourien a damall ac’hanoun; hag ar re kounnaret braz em enep a dou em enep.
9O veza ma tebrenn ludu evel bara, ha ma veskenn va daerou gant va efach.
10Enn abek d’az puanegez ha d’as frouden; ha ma ec’h euz va diskaret goudé be-za va zavet.
11Va deisiou a zo kouezet evel ar skeud war he ziskar ha me a zo deut sec’h evel ar géot.
12Hogen te Aotrou a zo a-viskoaz da vi-kenn, hag ann envor ac’hanod a ielo a wenn da wenn.
13Te a zavo hag az pezo truez out Sion; rak dened eo ann am-zer da gaout truez out hi.
14Rak he mein a zo hetuz d’as serviche-rien hag hi ho deuz truez oud he douar.
15Hag ar broadou a zoujo da hano o Aotrou, hag holl roueed ann douar a enoro da c’hloar.
16Pa vezo savet Sion gant ann Aotrou, hen a vezo gwelet enn hé c’hloar.
17Hen en deuz sellet out pedenn ar ré c’hlac’haret, ha n’en deuz ket disprizet ho goulenn:
18Kement se a vezo skrifet evid ar rum-mou all; hag ar boblou a vezo krouet a veulo ann Aotrou.
19O veza m’en deuz sellet euz a lein he leac’h santel; sellet en deuz ann Aotrou euz ann en̄v oud ann douar.
20Evit klevout ke-invannou ar ré ereet; evid distaga ar ré var-net d’ar marô.
21Evit ma emban-nint hanô ann Aotrou e Sion, hag hé veu-leudi e Ieruzalem.
22Pa en em unano ann holl boblou, hag ar roueed evit ser-vicha ann Aotrou.
23Diskaret en deuz va nerz enn hent: ber-réet en deuz va dei-siou.
24Hag em euz lava-ret: o va Doue na chalv ket ac’hanoun e hanter va deisiou: da vloasiou-te a zo a wenn da wenn.
25Te Aotrou, er penn-kenta ec’h euz diazezet ann douar; ha labour da zaouam eo ann envou.
26Hi a vezo distru-jet, hogen te a chou-mô; hi holl a gosaio evel eur wiskamaut, hag evel eur vantel e senchi anezho, hag e vezint senchet.
27Hogen te a zo bepred hevel, ha da vloasiou ne dreme-nint ket.
28Bugalé da zervic-herien a choumô; hag ho gwenn a vezo star-teet dira-z-od.