CVI PSALM.
1Meulit ann Aotrou. O veza ma-z eo mad: o veza ma-z eo peur-haduz he drugarez.
2Piou a zisplego o-beriou galloud ann Aotrou, hag a roio da glevout he holl veu-leudiou?
3Euruz eo ar ré a zalc’h al lealded, hag a ra ar justis e peb amzer.
4Az pez koun ac’-hanoun Aotrou, her-vez da vadelez e-ken-ver da bobl: deuz da welout ac’hanoun gand da zilvidigez.
5Evit ma welinn madelez da ré zibabet, ha ma en em laouenaio gant levenez da bobl, erit m’as meu-linn gant da heritach.
6Pec’het hon beuz gand hon tadou; di-reiz omp en em renet, fallagriez hor beuz great.
7Hon tadou enn Ejipt na anavezchont ket da vurzudou; n’hô dôe ket a goun euz al lod braz euz da drugarezou; hag hi a lakeaz drouk enn Aotrou pa binient etrezeg ar môr, ar mor ruz.
8Hag hen a zaveteaz anezho abalamour d’-he hano, evit ma rojé da anaout he c’halloud.
9Hag hen a c’hourdrouzaz ar mor ruz, hag e tizechaz; hag hen̄ ho c’hasaz a dreuz d’ar poull doun, evel a dreuz ann distro.
10Hag hen a zave-teaz anezho euz a zourn ar ré a gasée anezho; hag e tennaz anezho euz a zourn ho enebour.
11Hag ann dour a choloaz ar ré a redé war ho lerc’h, ha na choumaz hini anezho.
12Neuze a kred-chont d’he c’heriou; hag e kanchont he veuleudi.
13Hogen huan ec’h ankounachejont he oberiou.
14Hag hi a c’hon-taaz meurbed kaout ho choant enn distro, hag a demptaz Doué enneul leac’h hepdour.
15Hag heu a roaz d’ezho ho goulenn; hogen kas a reaz treuder d’ho eneou.
16Hag hi a hegaz oc’h Moizez er c’hamp, hag oc’h Aaron, sant ann Aotrou.
17Ann douar a zigo-raz hag a lounkaz Datan; hagac’holoaz Abiron hag he vagad tud.
18Ann tau a grogaz e kreiz ar ré ze; hag ar flamm a loskaz ann dud fall.
19Hag hi a reaz eul leué enn Horeb; hag ec’h azeulchont eur skeuden teuzet.
20Hag hi a droaz ho c’hloar evit hen-veledigez eunn ejen a zebr geot.
21Ankounac’haat a rejont Doué ho zalver, en doa great traou braz enn Ejipt.
22Traou burzuduz é douar Kam, ha traou estlammuz er mor ruz.
23Hag hen én doa lakeat enn he beun ho dispenna, ma n’en devije Moizez he zen dibab miret out han hag o sevel dira-z-han evit distrei he vuanegez, ha mirout out lian n’ho dispen-ché.
24Hag hi a voe d’-ezho evel netra eunn douar ken hetuz; ne gredchont ket d’he c’her.
25Hage c’hrosmolc’-hont enn ho zeltou, ha na zelaouchont ket mouez ann ann Aotrou.
26Hag hén a zavaz he zourn war n-ezho, evid ho laza enn dis-tro.
27Hag evid kas da goll ho gwenn etouez ar broadou; hag o skin̄a e meur a vto.
28Hag hi en em roaz da Veelfegor hag a zehraz hostivou ar ré varô.
29Hag hi a lakeaz drouk enn-han gand ho gwall oberiou: hag ar vosen a voe digaset enn ho zouez.
30Hogen Finéez a zavaz, hag a dorraz drouk Doué hag ar vosen a baouezaz.
31Ha kement se a zo bet lakeat d’ezhan evit justis, a wenn da wenn ha da vikenn.
32Hag hi a lakeaz c’hoaz drouk e Doué é doureier ann enebiez; ha Moizez a oé kastizet abalamour d’ezho.
33O veza ma c’hlac’harchont hi spered; hag hen a ziskouezaz diskred enn he gom-zou.
34Na laschont ket ar broadou en doa ann Aotrou lavaret d’ezho.
35Mont a rejont e-touez ar broadou ze, hag e teskchont ho oberiou.
36Hag ec’h azeulc-hont ho skeudennou kizellet; ar pez a oe d’ezho tro wall skouer.
37Laza a rejont ho mipien hag ho merc’-hed e sakrifiz d’ann diaoulou.
38Skûla a rejont ar goad dinam: goad ho mipien hag ho merc’hed a rojont e sakrifiz da skeud ennou kizellet Kanaan: hag ann douar a oe saotret gand ar goad.
39Ha saotret o voe gand ho gwali oberiou; o veza ma en em rojont d’ho gwallioulou.
40Hag eunn drouk braz a zavaz enn Aotrou oud he bobl; hag argarz en devoe oud hé heritach.
41Hag hen̄ ho lekeaz etre daouaru ar broadou; hag a voe dindan dalc’har ré a gasée anezho.
42Hag ho enebourieu a enkrezaz anez-ho, hag e voent izeleet dindan ho daouarn.
43Doué aliez a zi-boaniaz anezho; ho-gen hi a lakea droug enn-han dre ho men-nosiou: hag e voent izeleet dre ho falla-griezou.
44Hag heu hô gwe-laz enn ho enkrez; hag a selaouez oud ho fedenn.
45Hag hen en doe koun euz he allians; hag en doe keuz her-vez he drugarez vraz.
46Diskouez a reaz he drugarez out ho dirak ar ré holl ho doa lakeat anezho sklaved.
47Saveté ac’hanomp, o Aotrou hon Doue; ha dastum ac’hanomp euz a greiz ar broadou, evit ma veulimp da hauo santel, ha ma en em eno-rimp enn da veuleudi.
48Benniget ra vezo ann Aotrou Doué Israel, a gantved da gantved; ha ra lavarô pep bobl, bezet great. Meulit ann Aotrou.