Psalmou 111
CXI PSALM.
1Meulit ann Aotrou. Me a veulo ann Aotrou euz a greiz va c’haloun, e kuzul ar ré leal, hag e bagad ar bobl.
2Braz eo oberiou, ann Aotrou, klasket e vezont gant ar ré holl a gar anezho.
3Gloar ha kaerded eo hé labour; hag he justis a bad da vi-kenn.
4Great en deuz he oberiou da veza hep-paouez; ann Aotrou a ao leun a chras hag a drugarez.
5Boed en deuz roet d’ar ré a zouj anez-han; ne ankouna-chaio birviken he allians.
6Lavaret a raio d’he bobl galloud he oberiou, evit ma roio d’ezho heritach ar broadou.
7Oberiou he zaou-am a zo gwirionez ha lealded; he holl c’ho-urc’hemenou a zo mad.
8A oad-da-oad ez int bet starteet, o ve-za ma-z-int bet dia-zezet war ar wirionez hag al lealded.
9Digaset en deuz ar silvidigez d’hé bobl; great en deuz allians gant-han da vikenn: santel ha leun a zoujans eo he hano.
10Penn-kenta ar fumez eo doujans ann Aotrou: skiant vad ho deuz ar rè holl a ra he c’hourc’hemenou he meuleudi a choum da vikenn.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.