CXV PSALM.
1Ne ket d-e-omp o Aotrou, ne ket d-e-omp-ni, hogen d’as hano ro ar c’hloar, evit diskouez da drugarez ha da wirionez.
2Perag e lavarfé ar broadou, peleac’h ema brema ho Doué?
3Hogen hon Doué ni a zo enn envou: kement en deuz fal-vezet da ober, a zo bet great ganthan.
4Ho skeudennou a zo arc’hant hag aour, labour douam ann dûd.
5Eur genou ho deuz, ha na gomzint ket; daoulagad ho deuz, ha na welin̄t ket.
6Diskouarn ho deuz, ha na glevont ket: difron ho deuz, ha na c’houezont ket.
7Daouarn ho deuz, ha na zournatont ket: treid ho deuz, ha na gerzont ket: hag hi gouzoug d’ezho ne d’int evit kria.
8Ar ré ho gra a zo hen̄vel out-ho: hag ar ré holl a laka ho fisi-ans enn-ho.
9O Israel laka da fisians enn Aotrou; hen eo ho skoazel hag ho difenner.
10Ti Aaron laka da fisians enn Aotrou; hen eo ho skoazel hag ho difenner.
11Choui ar ré a zoug ann Aotrou, likit hô fisians enn Aotrou: hen eo ho skoazel hag ho difenner.
12Ann Aotrou en deuz het sonch ac’ha-nomp, hen hor bennigo; hen a vennigo ti Israel; hen a vennigo ti Aaron.
13Hen a vennigo ar ré holl a zouj ann Aotrou, ar ré vihan kerkoulz hag ar ré vraz.
14Ann Aotrou a skūlo madou nevez war-n-hoc’h; war-n-hoc’h ha war ho pu-galé.
15C’houi a zo ben-niget gant ann Aotrou, pehini en deuz great ann env hag ann douar.
16En̄v anu en̄v a zo d’ann Aotrou: ho-gen ann douar en deuz roet da vipien ann dud.
17Ar ré varo na veulint ket ann Aotrou, nag ar ré a zis-kenn er bez.
18Hogen ni a zo beo a vennigo ann Aotrou ha vrema ha da vi-kenn. Meulit ann Aotrou.