CXVIII PSALM.
1Meulit ann Aotrou, o veza ma eo mad; o veza ma eo peur-baduz he drugarez.
2Ra lavaro brema Israel, penaoz eo mad; penaoz eo peur baduz he drugarez.
3Ra lavaro brema ti Aaron, penaoz eo peur-baduz he drugarez.
4Ra lavaro brema ar ré a zoug ann Aotrou; penaoz eo peur-baduz he drugarez.
5Euz a greiz ann enkrez em euz galvet ann Aotrou; hag ann Aotrou en deuz sela-ouet ouz-in, ha va le-keat enn ec’hon.
6Ann Aotrou a zo va skoazel: n’am hezo ket a aoun rag ar pez a hello ann dud da ober d’in.
7Ann Aotrou a zo etouez ar ré a zo sko-azel d’in; ha me a zisprizo va enebou-rien.
8Gwell eo lakaad he fisians enn Aotrou, eget lakaad he fisians enn den.
9Gwell eo lakaad hé fisians enn Aotrou eget lakaad hé fisians er brinsed.
10Ann holl vroadou a zo deut tro war dro d’in; hogen e hano ann Aotrou e tistrujinn anezho.
11Ann dro d’in ho deuz great; ia, ann dro d’in ho deuz great; hogen e hano ann Ao-trou e tistrujinn anez-ho.
12Ann dro d’in ho deuz great evel gwe-nan; hogen devet int evel drein enn tân; hag enn hano enn Aotrou e tistrujinn anezho.
13Te ec’h euz va bountet evit lakaat ac’hanoun da goueza; hag ann Aotrou en deuz va c’hen-nerzet.
14Va nerz ha va meuleudi eo ann Ao-trou; deuet eo da veza va zilvidigez.
15Mouez ann triderez hag ar zilvidigez a gleveur e teltou ann dud leal: dourn deou ann Aotrou en deuz great nerz.
16Dourn deou ann Aotrou a zo savet uhel; dourn deou ann Aotrou en deuz great ners.
17Na varvinn ket, hogen beva a rinn; hag e tanevellin oberiou ann Aotrou.
18Va gwall gastizet en deuz ann Aotrou; hogen n’en deuz ket va roet d’ar maro.
19Digorit d’in persier al lealded, hag ez inn ebarz, hag e veulinn ann Aotrou.
20Heman eo porz ann Aotrou; ar re léal a ielo ebarz.
21Da veuli a rinn o veza ma ec’h euz se-laouet ouz-in; ha ma oud deuet da veza va zilvidigez.
22Ar mean ho deuz distolet ann oberourien tiez, a zo bet le-keat e penn ar c’hom.
23Gand ann eo bet great kement-se, hag eunn dra eo hag a zo souezuz d’hon daoula-gad.
24Heman eo ann deiz en deuz great ann Aotrou; tridomp hag en em laouenaomp enn han.
25O Aotrou saveté ac’hanoun breman; O Aotrou digas breman ar mad.
26Benniget ra vezo ann hini a zeu é hano ann Aotrou, ho pen-nigo a reomp euz a di ann Aotrou.
27Doué a zo ann Aotrou hag hen en deuz hor sklerijennet: stagit gant kordennou loen ar sakrifiz, ha digasit anezhan heteg korn ann aoter.
28Va Doué oud, hag e veulinn ac’hanod: va Doué oud, hag e kan-veulinn ac’hanod.
29Meulit ann Aotrou, o veza ma eo mad; o veza ma eo peur-baduz hé druga-rez.