CXIX PSALM.
1Euruz ar ré a zo dinam enn hent, hag a valé e lezen ann Aotrou.
2Euruz ar ré a glask he desteniou, hag a glask anezhan a greiz ho c’haloun.
3Ar ré man ive ne reont ket a fallagriez, balé a reont enn he henchou.
4Te ec’h euz kemennet ma vije mi-ret mad da c’hour-c’hemennou.
5Plijet reiza va henchou evit ma vi-rinn e-leal da c’hour-c’hemennou.
6Neuze ne vezinn ket goloet a vez p’am bezo lekeat evez oud da holl c’hourc’he-mennou.
7Me a veulo ac’ha-nod e eeunder va c’haloun, o veza desket gan-en da varne-digezou just.
8Da gelennou a virinn; na zilez ket ac’hanoun enn-holl d’ann holl.
Beth.
9Penaoz e tifazio eunn den iaouank hé hent? O terchel mad d’as ker Aotrou.
10A greiz va c’haloun em euz da glas-ket; na hella ket ac’hanoun diouc’h da c’hour’c’ hemennou.
11E gweled va c’ha-loun em euz kuzet da gomzou, evit na he-chinn ket enn da enep.
12Benniget oud, o Aotrou; desk d’in da gelennou.
13Gant va muzellou em euz lavaret holl varnedigezou da c’henou.
14Kemeret em euz va dudi enn da gelennou, evel enn holl va-dou.
15Preder em hezo gant dac’hourc’he-mennou, hag oud da henchou e taolinn evez.
16Va spered a vezo troet etrezeg da ge-lennou; na ankouna-c’hainn ket da c’he-riou.
GIMEL.
17Bez mad e ken-ver da zervicher, ma vezinn beô; hag e virinn da c’heriou.
18Digor va daoulagad hag e sellinn piz da welout burzudou da lezen.
19Divro ounn war ann douar; na guz ket ouzin da c’hour-c’hemennou.
20Va ené en deuz c’hoantéet braz da gelennou e peb am-zer.
21Gant drouk ec’h euz gourdrouzet ar ré valc’h; ar ré villiget a bella diouc’h da c’hourc’hemennou.
22Tenn diwar-n-oun ann dismegans hag ann dispriz o ve-za em euz dalc’het mad da c’hourc’he-mennou.
23Rag ar brinsed a zo bet azezet, hag hô deuz komzet em e-nep; hogen da zervi-cher en deuz lekeat evez oc’h da gelennou.
24Rak da desteniou a laka preder war va spered, ha da gelen-nou a zo va c’huzul.
DALETH.
25Va ené a zo bet stag oud ann douar; ro ar vuez din her-vez da c’her.
26Va henchou em euz diskouezet d’id, ha te ec’h euz selaouet ouz-in; desk d’in da gelennou.
27Diskouez d’in hent da gelennou; ha gomz a rinn deuz da vurzudou.
28Moredet eo va ené gand ann doan; kennerz ac’hanoun gand da c’heriou.
29Pella ac’hanoun dioc’h hent ar gaou; ha bez trugarez ouz-in hervez da lezen.
30Hent ar wirionez em euz kemeret evid ar gwella; ha lekeat em euz da vamedige-siou dira-z-ouu.
31Dalc’het mad em heuz d’as testeniou O Aotrou; mir ouz-in da gaout mez.
32E-hent da c’hour-c’hemeunou e redinn, pa ez pezo ledannet va c’haloun.
HE.
33Diskouez d’in o Aotrou, hent da ge-lennou; ha me hé enklasko bepred.
34Ro sklerijen d’am spered, hag e virinn da lezen; ia e virinn anezhi a greiz kaloun.
35Kas ac’hanoun dre wenoden da c’hourc’hemennou; rag he c’hoanteet em euz.
36Tro va c’haloun etrezek da desteniou, ha distro anezhi dioc’h avarisded.
37Distro va daou-lagad evit na welint ket ann didalvedigez; ro ar vuez d’in enn da hent.
38Laka stard da c’her enn da zervi-cher, gand ann dou-jans ac’hanod.
39Pella diouz-in ann dismegans em euz doujet bepred; rak da vamou a zo mad.
40Chetu em euz c’hoanteet da chour-c’hemennou; ro ar vuez d’in enn da eeun-der.
VAU.
41Ra zeui war-n-oun da drugarez, O Aotrou; ha da zilvi-digez hervez da c’her.
42Neuze em bezo eur ger d’ar ré a da-mall ac’hanoun: dre m’am beuz lakeat va fisians enn da gom-zou.
43Ha na denn ket euz va genou da vi-kenn ar ger a wirio-nez, o veza ma em euz lekeat va holl fisians enn da vamou.
44Hag e virinn be-pred da lezen er c’hantvejou, hag e kantvejou, ar chant-vejou.
45Enn ec’honder e valéen; o veza ma em euz klasket da c’hourc’hemennou.
46Komza a rinn euz da desteniou di-rag ar rouéed, ha n’em bezo ket a vez.
47Me a vezo va du-di heuilla da c’hour-c’hemennou, am beuz karet.
48Va daouarn a zavinn etrezé da c’ho-urc’hemennou am beuz karet; hag e tro-inn va spered war da gelennou.
ZAIN.
49Az pez koun euz ar ger ec’h euz lavaret d’as servicher, dre z-han ec’h euz roet fisi-ans d’in.
50Ar ger ze en deuz va frealzet pa ounn bet enkrezet, rak da c’her en deuz roet ar vuez d’in.
51Ar re rôk ho de-uz great kalz a c’hoab ac’hanoun: n’ounn ket a vad distroet dioc’h da lezen.
52Koun em euz bet o Aotrou euz da var-nou a bepred, hag ounn het frealzet
53Fallaen a zo deut war-n-oun abalamour d’ar bec’herien a zi-lezé da lezen.
54Da gelennou a oa va c’han el leac’h ma vo ann divroad.
55Koun em euz bet a-zoug ann noz euz da hano, o Aotrou; hag em euz miret da lezen.
56Kement-se a zo c’hoarvezet d’in; o veza ma em euz klas-ket da gelennou.
CHETH.
57O Aotrou te eo va lod; lavaret em euz e virinn da lezen.
58Pedet em euz da zremm a-greiz va c’haloun; az bez tru-ez ouz in hervez da c’her.
59Eveséet em euz va henchou; ha troet em euz va zreid etre-ze da desteniou.
60Eat ounn gant mall, hag hep dale tamm, em euz miret da c’hourc’hemennou.
61Liammou ar ré fall ho deuz preizet ac’hanoun, ha n’em euz ket ankouna-c’heet da lezen.
62E-kreiz ann nos e savinn evid da veu-li, diwar-benn barnou da gelennou.
63Unvan ounn gand ar ré holl a zouj a-c’hanod, hag e vir da c’hourc’hemennou.
64Leun eo ann dou-ar euz da drugarez, o Aotrou: desk d’in da gelennou.
TETH.
65Mad oud bet e-kenver da zervicher O Aotrou, hervez da c’her.
66Desk d’in ar fur-nez hag ar wiziegez: o veza ma em euz kredet d’as gourc’hemennou.
67Abarz ma ounn bet enkrezet em boa pec’het, hogen hrema mirout a rann dac’her.
68Mad oud; hag hervez da vadelez desk d’in da gelennou.
69Ar re rok ho deuz lavaret gevier e va enep, hogen me a c’houlio da chourc’he-mennou a greiz va c’haloun.
70Ho c’haloun a zo kaouledet evel al lard; rae laouen a-vad, a gar heuilla da lezenn.
71Mad eo d’in ez pe va enkrezet, evit ma teskinn da gelennou.
72Gwell eo d’in lezen da c’henou eget milionou aour hag ar-c’hant.
IOD.
73Da zaouam ho deuz va c’hreat ha va doareet: ro d’in ar sklerijen evit ma tes-kinn da c’hourc’he-mennou.
74Ar ré a zouj ac’-hanod a welo ac’ha-noun hag en em lao-uenai: o veza ma em euz lekeat va holl fisians enn da c’heriou.
75Me a oar Aotrou ez eo just da vamou, hag ec’h euz va en-krezet gant lealded.
76Me as ped ra zeui da drugarez d’am fre-alzi hervez ar ger ec’h euz roet d’asservicher.
77Ra zeui da vadelesiou war-n-oun evit ma vevinn; rak oc’h da lezen ez eo troet va spered.
78Ra vezo mezekeet ar ré valc’h, o veza ma ho deuz great fallagriez em c’henver heb abek; hogen me a lakaio vaspered war da c’hourc’hemennou.
79Ra droi ouz-in ar ré a zouj ac’hanod, hag ar ré a anavez da desteniou.
80Ra zeui va c’ha-loun da veza dinam enn da gelennou, evit na vezinn ket mezekeet.
CAPH.
81Sempl eo deut va ené o c’hortoz da zil-vidigez: hogen lekeat em euz va fisians enn da c’her.
82Skuiz eo va daou-lagad gand da c’her, o lavarout: peur e tic’h-lachari de achanoun?
83Rak deut ounn evel eur boutaill er voged; ha n’em euz ket ankounac’heet da gelennou.
84Pehini eo niver deisiou da zervicher: peur e varni dé ar ré a heskin ac’hanoun?
85Ar ré rôk ho deuz kleuzet toullou evid-oun; ann dra ze ne ket henvel oud da lezen.
86Gwirionez eo da holl c’hourc’hemennou; gand direizded ho deuz va heskinet, skoazel ac’hanoun.
87Daré eo bet d’ez-ho va dispenna war ann douar; hogen n’em euz ket dilezet da c’hourc’hemennou.
88Ro ar vuez d’in hervez da drugarez; ha me a viro testeniou da c’henou.
LAMED.
89Da c’her, Aotrou, a choum bepred enn env.
90Da wirionez a bad a rumm e rumm, dia-zezet eo bet ann douar gan ez, hag e choum.
91Choum a ra ann deiz hervez da c’her: rak pep tra a zent ouz id.
92Ma na vije ket bet va spered troet euz war-zu da lezen, e vijenn bet kollet em en krez.
93Bikenn na ankou-nac’hainn da gelen-nou, rag gant ho ec’h euz roet ar vuez d’in.
94D’id ounn, dieub ac’hanoun; rak da desteniou em euz klasket.
95Ar bec’herien ho deuz va gortozet evit va c’holla; da desteniou em euz poellet.
96Gwelet em euz ann divez euz a pep tra mad; hogen da c’hourc’hemennou a zo ec’hon braz.
MEM.
97Pegement e ka-rann da lezen! me a laka va spered enn hi hed ann deiz.
98Va lekeat ec’h euz da veza furoc’h eget va enebourien gand da c’hourc’hemennou: rak dira-z oun emaint bepred.
99Gwiziekoch ounn eged ar ré a zesk ac hanoun, oveza ma la-kaan va spered enn da desteniou.
100Gwiziekoc h ounn eged ar re goz, o veza ma em euz klasket da c’hourc’-hemennou.
101Abep gwall hent em euz distroet va zreid, evit ma virchen da c’heriou.
102N’ounn ket bet pelleet diouc’h da varnou, o veza ma ec’h euz roet eul lezen d’in.
103Peger c’houek eo da lavariou d’in; c’houekoc’h eged ar mel d’am genou.
104Va spered a zo digoret dre sklerijen da c’hourc’hemennou; rak se em euz kaseet pep gwall hent.
NUN.
105Eur c hleuzeur eo da c’her evit va zreid; hag ar sklerijen evit va gwennodennou.
106Touet em euz, ha lekeat em penn é virchenn barnou da justis.
107Glac’haret braz ounn o Aotrou; ra la-ka da veva hervez da c’her.
108Laka Aotrou, ma vezo hetuz d’id ar gwestlou a rann a-ioul-vad; desk da var-nou d’in.
109Ema bepred va éné etré va daouam; ha n’em euz ket an-kounachéet da lezen.
110Ar ré fall ho deuz antellet d’in eur griped; ha n’ounn ket distroet diouc’h da c’hourc’hemennou.
111Kemeret em euz da heritach da vikenn da desteniou; o veza ma int levenez vac’haloun.
112Douget em euz vac’haloun da ober hepred da gelennou, beteg ar maré diveza.
SAMECH.
113Ar sonjesonou fall em beuz kaseet; ha da lezen em euz karet.
114Va skoazeller ha va difenner oud; hag enn da c’her em euz lekeat va esperans.
115Pellait diouz-in tûd drouk; hag é vi-rinn gourc’hemennou va Doué.
116Starta ac’hanoun hervez da lavar, ha va laka da veva; ha n’am lez ket goll va fisians.
117Skoazel ac’hanonn hag e vezinn tennet a boan; hag e troinn va spered be-pred war zu da gelennou.
118Disprizet ec’h euz ar ré holl a bella diouc’h da vamedige-zou o veza ma eo gaou ho menaz.
119Kaset ec’h euz da netra holl bec’herien ann douar evel eonen; rak se em euz karet da desteniou.
120Va c’hik a skrij gant ar spount ac’ha-nod; rag aoun em euz rak da vamedigezou.
AIN.
121Barnet em heuz hervez pep gwir; na laka ket ac’hanoun etre daouarn ar ré a wall-gomz diwar va fenn.
122Dalc’h stard da zervicher er mad, gant aoun na ve ar re rok a enkreskfe ac’hanoun.
123Tevaleet eo va daoulagad o c’hortoz da zilvidigez, ha lavar da justis.
124Gra é-kenver da zervicher hervez da drugarez; ha desk d’in da gelennou.
125Da zervicher ounn; ro d’in ar skleri-jen, evit ma’c’h ana-vezinn da desteniou.
126Pred eo ober Aotrou: diskaret eo bet da lezen gant ho.
127Rak-se em euz karet da c’hourc’he-mennou dreist ann aour, hag ann topaz.
128Rak-se em beuz kerzet war eeun etre-zeg da holl c’hourc’-mennou, ha peb hent fall em euz kaseet.
PHE.
129Burzuduz eo da desteniou, rak se va ené en deuz ho en-klasket
130Ann anaoudegez euz da c’her a ro sklerijen, ha skiant vad d’ar re vihan.
131Digoret em euz va genou, hag em euz huanadet: o veza ma c’hoanteen dac’hourc’-hemennou.
132Sell ouz-in, hag az pez truez ouz-in, hervez ma oud hoazet da ober e-kenver ar rè a gâr da hano.
133Ren va c’hammejou hervez da la-var; ha na zeuet ket ar fallagriez da drechi ac’hanoun.
134Tenn ac’hanoun euz a zindan gwall-deodadou ann dud; evit ma virinn da c’hourc’hemennou.
135Laka sklerijen da zaoulagad da hara war da zervicher; ha desk d’in da c’hourc’-hemennou.
136Va daoulagad ho deuz skulet goueriou daerou; o veza n’ho deuz ket miret da lezen.
TSADE.
137Leal oud Aotrou ha leal meurbed eo da vam.
138Da lezennou peré ec’h euz gourc’-hemennet a zo eeun ha leal meurbed.
139Fo va c’harentez en deuz dizec’het ac’-hanoun; o veza ma ho deuz va enebourien ankounac’heet da c’heriou.
140Da lavar a zo arnodet kaer gand ann tân; ha da zer-vicher a gar anezhan.
141Bihanig ounn ha disprizet; hogen n’em euz ket ankounac’heet da gelennou.
142Da varn leal a zo eur varn wirion peurbaduz; ha da le-zen a zo ar wirionez.
143Ann enkrez hag ann anken a zo kouezet war-n-oun; hogen da c’hourc’hemennou azo preder va spered.
144Peur baduz eo gwirionez da deste-niou; ro d’in sklerijen hag e vevinn.
COPH.
145Kriet em euz a greiz va c’haloun; se-laou ouz-in Aotrou; hag e virinn e-leal da gelennou.
146Kriet em euz etrezeg enn od; dieub ac’hanoun, evit ma virinn da c’hourc’hemennou.
147Deut ounn gant mall araok ar goulou deiz, hag em euz kriet; o veza ma em beuz lekeat va holl fisians enn da c’heriou.
148Mintin mad em beuz troet va daoula-gad war-zu enn-oud; evid lakaat va spered war da c’heriou.
149Selaou va mouez hervez da drugarez, Aotrou; ha ro ar vuez d’in hervez da vame-digez.
150Ar ré a wall gas ac’hanoun azo tosteet oud ar fallagriez; eat int a-vad pell dioud da lezennou.
151Te a zo tost, Aotrou; ha da holl henchou a zo ar wirionez.
152Adaleg ar penn-kenta em euz anave-zet diwar-benn da desteniou, penaoz e’ch euz ho diazezet da vikenn.
RESCH.
153Gwel va glac’-har, ha dieub ac’hanoun; o veza n’em euz ket ankounac’heet da lezen.
154Kemer va zra da zifenn, ha dieub ac’hanoun; ro ar vuez d’in hervez da lavar.
155Pell ema ar zilvidigez diouc’h ar be-c’herien; o veza n’ho deuz ket enklasket da gelennou.
156Braz eo da dru-garezou, Aotrou; ro d’in ar vuez hervez da varnedigez.
157Kalz a zo hag a heskin, hag a enkrez ac’hanoun; n’ounn ket distroet diouc’h da desteniou.
158Ar ré fallagr em beuz gwelet hag ounn deut seac’h gant va glac’har; o veza n’ho deuz ket miret da c’her.
159Gwel Aotrou, pegement em euz ka-ret da c’hourc’hemennou; ro ar vuez d’in hervez da drugarez.
160Penn-abek da c’heriou eo ar wirio-nez; holl varnou da justis a zo peur-baduz.
SCHIN.
161Ar brinsed ho deuz va heskiuet heb abek; ha va c’haloun e deuz kreuet rak da c’heriou.
162Me a vezo laouen gant da gomzou, evel ann hini en defe kaout madou braz.
163Ar gaou em euz kaseet hag he argar-zet em euz; hogen da lezen em euz karet.
164Seiz gweach enn deiz em euz da veulet, evit da varnedigesiou gwirion.
165Peoc’h braz a zo evid ar ré a gar da lezeu: ha u’euz ket a wall skouer evit ho.
166Gortozet em beuz da zilvidigez Aotrou, ha karet em euz da c’hourc’hemennou.
167Miret en deuz va ene da desteniou: hag ho c’haret en deuz stard.
168Miret em euz da c’hourc’hemennou, ha da desteniou: o veza ma ema va holl henchou dira-z-od.
TAU.
169Ea dostai va feden dira-z-od o Aotrou; ro d’in ar poell hervez da c’her.
170R’az ai va goulenn bété dira-z-od. Dieub ac’hanoun her-vez da c’her.
171Va muzellou a roi da glevout eur ga-naouen, p’az pezo desket d’in da gelennou.
172Va zeod a em-banno da c’her; o veza ma eo just da holl c’hourc’hemennou.
173Ra zeui da zourn d’am dieubi; o veza ma em euz dibahet da c’hourc’hemennou.
174C’hoanteet em euz da zilvidigez o Aotrou; ha da lezen a zo freder va spered.
175Bevet va ené hag e veulo achanod; ha da varnedigezou a skoazello ac’hanoun.
176Kildroet em euz, evel eunn danvad a zo dianket; klask da zer-vicher, o veza n’em euz ket ankounac’heet da c’hourc’hemennou.