Psalmou 148
CXLVIII PSALM.
1Meulit ann Aotrou. Meulit ann Aotrou euz ann envou: meu-lit hen enn huella.
2Meulit hen, he holl eled; meulit hen, he holl armeou.
3Meulit hen̄ heol ha loar; meulit hen̄ holl stered ha goulou.
4Meulit-hen̄ envou ann envou: hag holl zoureier a zo dreist ann envou.
5Meulit hano ann Aotrou: rag hen̄ en deuz gourc’hemennet hag ez int bet krouet.
6Ho lekeat en deuz da vikenn, hag e pep kantved; eul lezen en deuz roet, ha n’az ai ket ebiou.
7Meulit ann Aotrou euz ann douar, choui pesked braz, hag holl koun douniou ar mor.
8Tân, kazarc’herc’h, skourn, avel amé ober aréont hervez lie c’her.
9Menesiou, hag holl grec’hiou; gwez frouez hag holl wez-sedr.
10Loened gouez, hag holl loened donv; am-prevaned ha laboused askellek.
11Roueed ann douar, hag holl boblou; prinsed, hag holl var-nerien ann douar.
12Paotred iaouank, ha plac’hed iaouank; tud koz ha bugale.
13Meulit hano ann Aotrou, rak he hano hep-ken a zo uc’hel meurbed; heveuleudi a zav dreist ann env hag ann douar.
14Hen ivé en deuz uc’heleet kom he bobl; hezet meulet gant he holl zent; zo-ken gant bugalé Is-rael, pohl hag a zo tost d’ezhan. Meulit ann Aotrou.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.