Psalmou 17
XVII PSALM.
1Selaou Aotrou, va goulenn leal, laka evez out va c’hri, digor da ziskouam da beden va muzellou didouell.
2Ra zeui va barn euz da zremm: ra zellô da zaoulagad out va eeunded.
3Furchet az peuz va c’haloun; gwelet az peuz ac’hanoun e-pad ann noz; va zremenet az peuz hep caout netra; la-keet em euz em spered penaoz va genou na bec’ho ket.
4Hervez oberiou ann dud, en abek da c’heriou da vuzellou, n’em euz ket baleet e wennojennou ann tud rust.
5Stard va c’ham-mejou enn da wen-nojennou evit na horjello ket va zreid.
6Me em euz kriet o Doué, abalamour té a selaoui ouz-in: ro skouarn d’in, ha se-laou out va geriou.
7Diskouez enn eunn doaré burzudus da drugarezou, te pehini a zaveté ar ré a laka ho fisians enn-od diouoc’h ar ré en em zav a-eneb da zourn diou.
8Diwall ac’hanoun evel mab al lagad, kuz ac’hanoun a skeud da ziou askel.
9Diouc’h ar ré fallagr peré ho deuz va glac’haret; diouc’h va enebourien marvel en em laka enn dro d’in.
10Ho lard hô deuz serret; ho genou en deuz komzet balc’h.
11Breman e maint tro war dro d’eomp e pep kammed a reomp; trei a reont ho daou-lagad etrezeg ann douar.
12Evel eul léon daré da gregi enn he breiz: hag evel eul leonik a choum el lec’hiou kuzet.
13Sav Aotrou, enn he raok, ha diskar anezhan: tenn va ené euz a zourn ar fallagr a zo da glezé.
14Euz tud a zo da zourn O Aotrou, euz tud ar bed ma; leun eo hô c’hov euz ann traou a guzez: mipien â walc’h ho deuz ha lezet ho deuz d’hô bugalé vihan ar ma-dou ho doa c’hoaz.
15Hogen evidoun me a welô da zremm e justis; va gwalc’h em hezo pa zihuninn hevel ouz-id.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.