Psalmou 24
XXIV PSALM.
1Ann douar a zo d’ann Aotrou, ha kemend a zo enn-han: ar hed holl ha kemend a choum enn-han.
2Rag hen̄ eo en deuz he ziazezet a ziouc’h d’ar moriou, hag en deuz he star-teet war ar steriou.
3Piou a binô war venez ann Aotrou? pe piou a zavo enn he leac’h santel?
4Neb a zo dinam he zaouarn, ha glân hé galoun; neb n’en deuz savet hé ené da zellet ouz traou vēn, ha n’en deuz ket touet evit lakaat da fazia.
5Hennez en devezo bennoz digand ann Aotrou, ha madelez digand Doué hé Zal-ver.
6Hennez eo ar rumm euz ar ré a glask anezhan, euz ar re a glask da zremm, o Doué Iakob. Se-lah.
7Savid ho pennou o persier; hag en em zavit doriou peur-baduz; ha roué ar c’hloar a zeuio ebarz.
8Piou eo ar roué a c’hloar ze? Ann Aotrou kre ha gallou-dek er brezel.
9Savit hô pennou o persier; hag en em zavit doriou peur-baduz; ha roué ar chloar a zeuio ebarz.
10Piou eo ar roué a chloar ze? Aotrou ann armeou, hen̄ eo Roue ar c’hloar. Selah.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.