XXXVIII PSALM.
1Aotrou na damall ket ac’hanoun enn da frouden; ha na gastiz ket ac’hanoun enn da vuanegez.
2Rak da zaesiou a zo entreet enn oun; ha da zourn a zo pounereet war-n-oun.
3N’euz netra a iac’h em c’hik abalamour da vuanegez: n’euz peoch e-bed em es-kern abalamour d’am fec’hejou.
4O veza ma eo eat va fallagriezou dreist va fenn: ha ma hô deuz pounereet war-n-oun evel ar beac’h ar pounnera.
5Va gouliou a zo leun a zaotr hag a vreinadurez, enn abek d’am diboell.
6Reuzeudig ounn deuet; ha kroummet ounn a-grenn; hed ann deiz e kerzann leun a c’hlac’har.
7O veza ma eo leuniet va digroazel gant eur wall c’hlen-ved; ha n’euz netra a iac’h em c’hik.
8Glac’haret ounn, gwall izeleet ounn: iuda a reann e klemm braz va c’haloun.
9Dira-z-od Aotrou, ema va holl ioul; ha va hirvoud ne ket kuzet ouz-id.
10Keflusket eo va c’haloun, va nerz a zilez ac’hanoun; ha sklerijen va daoula-gad, n’ema mui zo ken gan-en.
11Ar ré a gar ac’ha-noun, ha va mignoned a zo choumet pell deuz va gouli; ha va cherent nes a zo en em dennet pell.
12Ar ré a glask va buez en deuz stenet lindagou evidoun; hag ar ré a fell d’ezho ober droug d’in a gomzé gant orgouil, hag a glaské touellerezou hed ann deiz.
13Evid-oun me, henvel oud eur bou-zar na glevann ket; hag evel eur mud na zigorenn ket va ge-nou.
14Ha me a zo deuet evel eunn den ha na glev ket; ha pehini n’en deuz ket a lavar enn he c’he-nou.
15O veza em euz lekeat va fisians enn-od Aotrou: te a gle-vo ouz-in, Aotrou va Doué.
16O veza ma em euz lavaret: n’en em laouenaent ket va enebourien diwar va fenn; hi peré, pa eo bet horjellet va zreid, ho deuz lavaret traou orgouillus ac’hanoum
17O veza ma ounn daré da gamma, ha ma ema bepred va glac’har dirak va da-oulagad.
18O veza ma rôinn da anaout va falla-griez, ha m’am hezo koun euz va fec’hed.
19Koulskoudé va énébourien a zo beô, hag a zo en em gre-veet ouz-in; hag ar ré a gasa ac’hanoun heb abek a zo kres-ket e niver.
20Ar ré a ra droug evit mad a wall gomzé diwar va fenn, o veza ma heulienn ar mâd.
21Na zilez ket ac’hanoun Aotrou, va Doué, na bella ket diouzin.
22Deuz buan d’am skoazella, Aotrou Doué va zilvidigez.