XLIV PSALM.
1Doué klevet hon euz gand hon dis-kouarn: hon tadou ho deuz danevelet d-e-omp, al labour ec’h euz great enn ho dei-siou, hag enn deisiou kent.
2Da zourn en deuz pelleet ar broadou, hag ec’h euz lekeat eno hon tadou; gla-c’haret hag harluet ec’h euz ar boblou zé.
3Rak ne ket gand ho c’hleze eo, ez int da kavout ann douar en heritach: ha ne ket hô breac’h e deuz ho dieubet; hogen da zourn deou, ha da vreac’h, ha sklerder da zremm; o veza ma ec’h euz hô c’haret.
4Te a zo va roué o Doué: ra vezo dieubet Iakob gand da c’hour-c’hemenn.
5Enn-od e kavimp ann ners evid diskara hon enebourien, hag enn da hanô ni a was-kô dindan hon treid ar ré a zav enn hon enep.
6Rak na likinn ket va fisians em gwarek; ha va chleze na zieu-bô ket ac’hanoun.
7O veza ma ec’h euz hor saveteet euz hon enebourien, hag ec’h euz mezekeet ar ré hor c’hassée.
8E Doue en em veulimp hed ann deiz: hag ec’h ansavimp da hanô da vikenn. Selah.
9Hogen hrema ec’h euz hor bannet, hag hor mezekeet; ha na gerzaz mui gand hon armeou.
10Hol lekeat ec’h euz da drei kein d’hon enehourien; ha ni a zo deut da breiz d’ar ré hor chasée.
11Hor roet ec’h euz evel ann denved a zebreur; hag ec’h euz hor skin̄et etouez ar broadou.
12Gwerzet ec’h euz da bobl heb gounid: hag evid nebeud a dra int bet prenet.
13Da zismegans ec’h euz hol lekeat dirag hou amezeien, ha da c’hodiserez ha da c’hoaperez d’ar ré a zo war hon tro.
14Da zorc’hen ec’h euz hol lekeat etouez ar broadou; hag ar bobl a hej ho fenn.
15Va mez a zo dira-z-oun hed anu deiz: hag ar vezegez a we-leur war va dremm a c’holô ac’hanoun.
16Gant mouez ann hiui a damall ac’hanoun, hag a zrouk-prezeg gan-en; hag abalamour d’am enebour ha d’am heskiner.
17Kement-se holl a zo bet c’hoarvezet gan-e-omp, ha n’hon euz ket da ankouna-c’heet; ha n’hon euz ket droug chreat e kenver da allians.
18Ne ked eat hor c’haloun war he giz: ha ne ket bet distroet hor c’hammejou di-ouc’h da hent.
19O veza ma ec’h euz hor nec’het enn eul leac’h a aerevent, ha ma omb bet goloet gand skeud ar maro.
20Ma hon euz an-kounac’heet hanô hon Doué, ha ma lion euz astennet hon daouarn etrezeg eunn Doué a ziaveaz.
21Ha na enklaskô ket Doué kement se? rag hen a anavez ar pez a zo kuzet er c’haloun.
22Rak kaset omp d’ar maro bemdez cun-abek d’id: hor selloud a reuer e’chiz denved, mad da veza lazet.
23Saô, perag oud dé kousket Aotrou? Sao, ha na zistol ket ac’hanomp da vikenn.
24Perag e tistroez-te da zaoulagad, hag ec’h ankounac’heez hor paourentez hag hon enkrez?
25Rag hon ené a zo mantret er poultr; hag hor c’hov a zo staget oud ann douar.
26Saô Aotrou skoa-zell ac’hanomp, ha das prenn ac’hanomp enn abek d’as hanô.