L PSALM.
1Doué ann doueed ann Aotrou en deuz komzet: hag hen en deuz galvet ann dou-ar, adalek ar sav hêol beteg ar c’huz heol.
2Euz a Zion, gened a zo hag a zo parfed, Doué en deuz luger-net.
3Hon Doué a zeuio, ha na davo ket: ann tân a grogo dira-z-han; hag eunn amé gré a vezo enn dro d’ezhan.
4Gervel a rai ann en̄v diwar-laez, hag ann douar, evit barna he bobl.
5Dastum dira-z-oun va zent; peré ho deuz great allians gan-en gant sakrifisou.
6Hag aun envou a embannô he justis; rak Doué he-unan eo ar barner. Selah.
7Selaou va fobl, ha me a gomzô; o Israel ha me a roio testeni enn da enep: Me eo Doue, me eo da Zoué.
8Na damallin ket ac’hanod, evid da sa-krifisou: rak da sa-krifisou losk, a zo be-pred dira-z-oun.
9Na gemerinn ket leueou euz da di; na bouc’hed euz da dro-pellou.
10Bag holl loened ar choajou a zo d’in, hag ive ar loened war mil menez.
11Holl evned ar menesiou a anave-zann; ha loened ar parkou a zo d’in.
12Ma em euz naoun, n’hel livirinn ket d’id; rag ann douar holl ha kemend a zo enn-han, a zo d’in.
13Ha dibri a rinn me kig ann tirvi? pe eva a rinn goad ar bouc’hed?
14Kennig da Zoué eur sakrifiz a veu-leudi; ha rô da west-lou d’ann uc’hela.
15Galv achanoun e deiz ann enkrez: me az dieubô, ha te a enoro achanoun.
16Hogen Doué en deuz lavaret d’ar pe-c’her: perag e emhan-nez te va lezennou, hag ec’h euz te va allians enn da c’he-nou?
17Rak te ec’h euz kaseet ar chelen; hag ec’h euz taolet va geriouadré dagein.
18Mar gwelez eul laer, e redaz gant-han; ha gand ann avoultrien e kemeraz da lod.
19Da c’henou a oa leun a zrougiez, ha da deod na aozé ne-met touellerezou.
20Pa oaz azezet e komzez a-enep da vreur, hag e wall gomzez a enep mab da vamm.
21Kement-se ec’h euz great, hag ounn tavet; kredet ec’h euz penaoz e vijenn henvel ouz-id; da damallout a rinn, hag e likinn anezho e reiz dira-z-od.
22Poelit kement-se, c’houi peré a ankou-nac’ha Doué, gand aoun na skrapfe a-c’hanoc’h, ha na vé den evid ho tenna a hoan.
23Ann hini a ra sakrifiz a veuleudi a enorô ac’hanoun: ha da hennez a reiz hé henchou, e tiskoue-zinn silvidigez Doué.