Psalmou 53
LIII PSALM.
1Ann den diskiant en deuz lavaret enn hé galoun: N’euz ket a Zoué Saotret int hag argarzuz int deuet enn ho falla-griezou; n’euz hini a gement a raié ar mad.
2Doué en deuz sellet euz ann en̄v out bugalé ann dud: evit gwellout ma ez euz unan-bennag a zo digor he spered, pe a glask Doué.
3En em zihinchet int holl; deut int da veza fleriuz; n’euz ket hag a rajé ar mad, n’euz hini e-bed.
4Ha n’her gwezint ket hi peré a ra fallagriez, hi peré a lounk va fobl evel eunn tamm hara? n’ho deuz ket galvet Doué.
5Eno ho deuz kre-net gant aoun hraz, el leac’h na oa ket a aoun da gaout: o veza m’en deuz Doué skin̄et eskern ann hini a ziazez ar c’hamp enn da enep: mezekeet ec’h euz anezho, o veza ma en deuz Doué ho disprizet.
6O piou euz a Zion a roiô ar zilvidigez da Israel? Pa en devezo Doué tennet he hobl euz ar sklaverez, Iakob a dridô hag Israel en em laoue-naio.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.