Psalmou 56
LVI PSALM.
1Az pez truez ouzin o Doué: rag ann den en deuz c’hoant d’am lounka; hed ann deiz en deuz stourmet ouz-in, hag en deuz va enkrezet.
2Hed ann deiz va enebourien ho deuz c’hoant d’am lounka: rag kalz a zo hag a vrezeleka ouz-in, O Doué ann uc’hela.
3Ann deiz e ma em hezo aoun, e likinn va fisians ennod.
4E Doué e veulinn he c’her, e Doue em euz lekeat va fisians; n’am bezo ket a aoun rag ar pez a rai ar c’hik d’in.
5Hed ann deiz e troug lavaront va chomzou: ho holl sonjesonou a oa em enep enn drouk.
6En em strolla hag en em guza a reont; arvesti a reont va c’hammejou, o c’hor-toz evid touella va eué.
7Ha dieuhint anez-ho dre ho fallentez? enn da vuanegez o Doué e tispenni ar boblou ze.
8Niveret ec’h euz va chammejou o vont hag o tont, laka va daerou é da voutal: ba n’int ket enn da levr?
9Enn devez ma chalvin ac’hanod, vai enebourien a zistroio; war ho c’hiz: me a choar penaoz Doue a zo evidoun.
10E Doue e veulinn he c’her: enn Aotrou e veulinn he c’her.
11E doué em euz lekeat va fisians: n’am bezo ket a aouu rag ar pez a rai ann den d’in.
12Em envor ema o Doué, ar gwestlou em euz great d’id: ar veuleudi a dleaun d’id.
13O veza ma ec’h euz tennet va ené euz ar maro, ha va zreid euz al lamm: evit ma kerzinn dirak Doue e sklerijen ar re veô.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.