Psalmou 58
LVIII PSALM.
1Ha komz a rit hu evit gwir hervez ar justis o strollad? ha barna a rit hu hervez ann eeunder o mipien ann dûd?
2Kak fallagriezou a zoareit enn ho ka-loun: hag hô taouam na reont nemet traou kriz gant ijin war ann douar.
3Ar bec’herien a zo dihinchet ker kent ha ma int ganet; faziet ho deuz kerkent ha ma int deuet euz a gôv ho mamm: gevier ho deuz lavaret.
4Ho c’hontamm a zo henvel oud hini ann aer: henvel int oud ann aspik en em laka da veza houzar o stanka he ziskouam.
5Ha na glevo ket mouez ar strobinel-lerien: hag hini ar chelc’ hier ijinus enn he tromplerez.
6Brev ho dent enn ho genou o Doué; torr kildent al leonidigou o Aotrou.
7Ra vezint teuzet evel dour a red atao: pa vezo stenet he wa-reg, ra vezo he zaesiou evel re torret.
8Evel ar valfeden a deuz, ra dremint: ra na welint ket ann heol muioc’h eged eur c’hrouadur ganet ma-ro.
9Abarz ma ho de-vezo ho c’hoteriou san-tet ar spern, hen hô lounkô evel eunn avel dro ez beo, hag enn he vuanegez.
10Ann den just en em laouenai pa welô ar venjans; he zaou-arn a walc’ho e goad ar pec’her.
11Hag ann den a lavaro: bez ez euz evit gwir frouez evid ann den just: bez ez euz evit gwir eunn Doué, hag a varn war ann Douar.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.