Psalmou 63
LXIII PSALM.
1O Doué va Doué, da glask a rann ker-kent ha ma teu ar sklerigen; va ene en deuz sec’hed ac’hanod, va c’hig en deuz c’hoant ac’hanod enn douar distro, seach ha dizour.
2Evit gwelout da ners ha da chloar evel em euz da wel-out el leac’h santel.
3O veza ma eo gwelloch da drugarez eged ar vuez; va muzellou a veulô ac’-hanod.
4Evel se e venni-ginn ac’hanod hed va buez; hag e savinn va dourn enn da hano.
5Va ené a vezo karget evel gand mel-askorn hag a lard: ha va genou ha va muzellou az meulo gant levenez:
6Pa em euz koun ac’hanod war vagwelé, hapa sonjann enn-oud e beilladigou ann nos.
7O veza ma oud bet va skoazel, e tridinn dindan skeud da ziou askel.
8Va ené a zo en em staget ouzid evid da heulia; da zourn, deou a zifenn ac’ha-noun.
9Hogen ar ré a glask va ené evid he zistruja; e gweled ann douar ez aint.
10Da lemm ar c’hlezé e vezint roet, preiz al lem e vezint.
11Hogen ar roué en em laouenai e Doué; ar re holl a dou dre-z-han en em, veuli enn-han: hogen serret e vezo genou ar ré a lavar gevier.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.