LXVIII PSALM.
1Ra zavô Doué ha ra vezo skinet he enebourien: ha ra dec’ho a zira-z-od ar ré a gasa ac’hanod.
2Evel ma teû ar moged da ziaeza, evel-se a tiaezint: evel ma teuz ar c’hoar dirag ann tân, ra vezo kollet ar bec’-herien dirag Doué.
3Hogen r’en em laouenai ar ré just, ha ra dridint dirak Doué: ha ra geme-rint hô dudi el leve-nez.
4Kanit da Zoué, kanit da c’hloar he hano: meulit ann hini a zo pin̄et war ann envou: ann Aotrou eo he hano; tridit dira-z-han.
5Hen a zo tâd ann emzivaded, ha barner ann intanvezed, eo Doué enn he leac’h santel.
6Doué a laka da choum e tiezegou ar ré a zo unvan; dize-ren a ra ar ré liam-met gant chadennou; hogen ar ré amzent a choum enn eunn dou-ar zeac’h.
7Pa gerjoud o Doué e raok da bobl, pa dremenjoud enn dis-tro; Selah.
8Ann douar a gre-naz, hag ann envou, a ziveraz dirak Doué: Sinai a grenaz dirak Doué, Doué Israel.
9Te o Doué ec’h euz digaset eur glaô founnuz war da heri-tach, ha pa eo bet gwanet, ec’h euz he greveet.
10Da dropel a zo choumet enn-han: enn da vadelez o Doué ec’h euz aozet traou evid ar paour.
11Ann Aotrou en deuz roet ar ger: braz oe ann niver euz ar ré en deuz he prezeget.
12Rouéed ann ar-meou a dec’haz kuit, hag ann-hini a chou-maz enn ti en deuz rannet ar preiz.
13Ha pa gousfac’h war ann oaled, ho pefe diou askel arc’-hantet eur goulm, hag he plu e liou ann aour.
14Pa en deuz ski-n̄et ann oll galloudek ar roueed enn hi, hi a oa gwenn evel erc’h Salmon.
15Menez Doué a zo evel menez Bascan; menez uhel evel me-nez Bascan.
16Perag e lammit-hu meneziou uhel? war ar menez man eo plijet gand Doué choum: rag ann Ao-trou a choumo war-n-ezhan heteg ann divez.
17Kirri Doué a zo ugent mil, ha meur a vu eled: ann Aotrou a zo enn ho chreiz enn hé santuar evel e Sinai.
18Pin̄et oud ouc’h krec’h, ar brisonne-rien ec’h euz kemeret da sklaved; hag ec’h euz digemeret done-zonou evid ann dud; ia, evid ar re fall, evel a choumfé ann Aotrou Doué enn ho zouez.
19Ra vezo benniget ann Aotrou, pehini a roi d’eomp he vade-leziou bemdez, hen eo Doue hor zilvidigez. Selah.
20Hon Doué eo, Doué ar zilvidigez; hag ann Aotrou holl c’halloudeg eo a denn euz ar maro.
21Hogen Doue a vrevo pennou he ene-bourien, penn blevek ar ré a gerz enn ho fec’hejou.
22Ann Aotrou en deuz lavaret: Euz a vasan e tenninn anezhô, euz a weled ar mor ho zenninn:
23Evid ma vezo livet da droad gant goad da enebourien, hag ivé teod da châs.
24Gwelet ho deuz da zonidigez o Doué: donedigez va Doué: va roué a zo er san-tuar.
25Ar gannerien a ieaz d’hé ziambrouga; ar zonnerien goudé; enn ho c’hreiz ar plac’hed iaouank a skôe war daboulinou.
26Benniget Doué enn ho strolladou, benniget ann Aotrou, choui peré a zeu euz a vammennou Israel.
27Eno ema Benjamin ar paotr iaou-ank gant ho rener, ha prinsed Iuda hag ho duged; prinsed Zabulon, prinsed Neftali.
28Da Zoué en deuz gourc’hemenet da nerz: kreva o Doué ar pez ec’h euz great enn-omp.
29Abalamour da dempl a zo e Ieruzalem, ar rouéed a zi-gaso donezonou d’id.
30Sparl loened gou-ez ar raoskl, bagad ann tirvi kre gant loueou ar boblou hag ar ré a zo kinklet a lanvnenuou arc’hant: dis-penn ar boblou ne c’houlennont nemed ar brezel.
31Prinsed a zeui euz ann Ejipt; ann Etiopia a astenno hep dalé he daouam etreze Doué.
32Rouantelesiou ann douar, kanit da Zoue: meulit ann Aotrou; meulit Doué. Selah.
33Pehini a zo pi-n̄et dreist en̄v ann en̄vou, pere a zo euz ar penn kenta; chetu hen a roi eunn ners braz d’he vouez.
34Roit gloar da Zoué; he veurded a zo war Israel, hag he nerz a weleur er c’hoabr.
35O Doué te a zo vurzuduz enn da San-tuar: Doué Israel a ro he unan ann ners hag ar galloud d’he bobl. Benniget ra vezo Doué.