LXIX PSALM.
1Saveté achanoun o Doué, o veza ma eo deut ann doureier be-teg em eué.
2Sanket ounn enn eur fank doun, ha n’euz ked a galeder: Deued ounn e gweled ar môr: hag ar liva-dennou a zo eat dreist va fenn.
3Skuizet ounn o krial, ha va gouzoug a zo deut seac’h: va daoulagad a zo squi-zet, endra ma c’hor-tozann va Doué.
4Stankoc’h eget hleô va fenn eo ar ré a gasa ac’hanoun heh ahek: va enebourien a heskin ac’hanoun gand direizded a zo kreveét: paéet em euz ar pez n’em boa ket kemeret.
5O Doud te a ana-vez va diskiant; ha va fec’hejou n’int ket kuzet ouz-id.
6Na rusient ket enn abek d’in ar ré a c’hortoz ac’hanod Aotrou Doué ann armeou; na vezent ket mezekeet enn abek d’in, ar ré a glask ac’hanod Doue Israel.
7Rag enn abek d’id eo em euz gouzanvet dismegans; hag eo het goloet va dremm gand ar vez.
8Evel eunn divroad ounn deûet evit va breudeur; hag evel cunn tremeniad evid bugalé va mamm.
9Rag ar garantez vraz euz da di eu deuz dehret ac’hanoun; hag ann dis-megansou a zo bet great d’id a zo koue-zet war-n-oun.
10Goloet em euz va ené, er iûn: ha kement-se a zo deut da zismegans d’in.
11Kemeret em euz eur zae-reun da wisk: hag ounn deuet da zorc’hen d’ezho.
12Ar ré a oa azezet e-tal ar porz a lavaré droug ac’hanoun, hag ar mezvierien a gané diwar va fenn.
13Evid-oun me Aotrou, me a ra va feden d’id enn amzer da vadelez: O Doué, selaou ouz-in hervez ma z eo brâz da dru-garez, ha gwirionez da zilvidigez.
14Tenn ac’hanoun euz ar fank, evit na zankinn ket enn-han: dieub ac’hanoun euz ar ré a gasa ac’hanoun, hag euz a we-led ann doureier.
15Na veuzet ket ac’hanoun ar livaden, ha na lounket ket ac’hanoun ar poull doun: ha na zerret ket ar puns he c’henou war-n-oun.
16Selaou ouz-in, Aotrou o veza ma eo mad da drugarez; sell ouz-in hervez ma-z-eo hras da druez.
17Ha na zistro ket da zaoulagad diouc’h da zervicher; o veza ma emoun enn en-krez, selaou huan ouz-in.
18Tosta ouz ma ené, ha prenn anez-han: dieub ac’hanoun enn-abek d’am ene-bourien.
19Te a anavez va dismegans, va mez ha va reustl: va ene-bourien holl a zo dira-z-od.
20Ann dismegans en deuz torret va c’haloun; nec’het braz ounn: ha me em euz gortozet ma teuje eur ré d’en em chlac’hari gau-en, hag hini n’en deuz he c’hreat; ma teuje eur ré d’am zic’hlac’hari, ha n’em euz kavet hini.
21Hag hi ho deuz rôet bestl d’in da voed; ha digaset d’in em sec’hed gwin-egr da eva.
22Ra zeuio ho zaol evel eur roued dira-z-ho, ha ra zeui ho eurvad eul lindag evit-ho.
23Ra devalai ho daoulagad evit na welint ket; ha laka ho chein da veza kroumm bepred.
24Skül warnezho da vuanegez: ha ra gouezo war-n-ezho frouden da vuanegez.
25Ra vezo ho c’hear hep den: ha na chou-mo den dindan ho zeltou.
26O veza ma hô deuz heskinet ann hini ez poa skoet; ha goab a reont euz ar ré ez poa gouliet.
27Laka fallagriez war ho fallagriez; ha n’az aent ket enn da justis.
28Ra vezint lamet euz a levr ar ré veô; ha na vezent ket skrivet gand ar ré just.
29Me a zo paour ha glac’haret; hogen da zilvidigez o Doué a zavô ac’hanoun.
30Meuli a rinn ha-no Doué enn eur ga-na: hag e uc’helainn anezhan gant va meu-leudi.
31Hag hetusoc’h e vezo kement se da Zoué eged eun taro pe eul leué iaouank da behini e sav ker-niel ha karn.
32Ar beorien a we-lo kement-se hag en em laouenaio: hag ho c’haloun a vevô, c’houi peré a glask Doué.
33Rag aun Aotrou a zelaou oud ar beo-rien, ha na zispriz ket ar ré a zo ereet.
34Ann envou hag ann douar, ar mor, ha kement loen a zo enn hô, ra veulint anez-han.
35Rak Doué a zieu-bo Sion; ha keriou Iuda a vezo savet: hag hi a choumo eno, hag ho devezo anezhi da heritach.
36Ha gwenn he zervicherien a vezo perc’hen dezhi; hag ar ré a gar he hano a choumo enn-hi.