LXXVIII PSALM.
1Selaouit va lezen o va fobl; digorit hô skouarn da c’heriou va genou.
2Digeri a rinn va genou gant paraho-lenou: diskleria a rinn traou kuzet a-haoe ar penn-kenta.
3Euz a gement hon euz klevet hag ana-vezet; hag a zo het lavaret d’eomp gand hon tadou.
4Na guzimp ket anezho out ho bugalé, o lavaret d’ar wenn da zont meuleudiou ann Aotrou, hag he nerz, hag ar burzudou en deuz great.
5Eunn desteni en deuz savet e Iakob hag eul lezen en deuz lekéat enn Israel; ma roje hon tadou da anaout d’hô bugalé ar pez a voa gourc’hemennet d’ezhô.
6Evit ma vezo anavezet gand ar rum-mou all, ha gand ar vugalé a c’hano hag a zavo ar ré man, ha ma lavarint ivé d’ho bugalé.
7Evit ma lakaint e Doué ho fisians, ha na ankounac’haint ket oberiou Doué, ha ma virint he c’hourc’-hemennou.
8Gand aoun na zeu-jent da veza evel ho zadou, eur wenn di-reiz ha dichek; eur wenn pehini n’é deuz ket miret he c’haloun eeun; ha né deuz ket reet stard he spered da Zoué.
9Mipien Efraim a wie stena ar warek ha tenna gant-hi; hag é deiz ar stourm ho deuz troet ho c’hein.
10N’ho deuz ket miret allians Doué; ha ne ket fellet d’ez-ho kerzout enn he lezen.
11Ankounac’heet ho deuz he vad obe-riou, hag ar burzudou en deuz great dira-z-ho.
12Burzudou en deuz great dirag ho zadou, e douar ann Ejipt, e vro Zoan.
13Ranna a reaz ar mor, hag he lekeaz anezho d’he dreuzi; hag e tastumaz ann doureier evel enn eur bern.
14Hag hen̄ ho re-naz epad ann deiz gand eur goabren, hag epad ann noz gand eur c’houlaouen dan.
15Faouta a reaz ar mean enn distro, hag e roaz da eva d’ezho evel pa ve bet poul-lou braz.
16Tenna a reaz dour euz ar mean, hag he lekeaz da redek evel steriou.
17Ha c’hoaz e pec’hchont out-han: lakaad a rejont ann uchel meurbed da vont drouk enn-han enn eul leac’h dizour.
18Hag hi a demp-taz Doué enn ho c’halounou, o c’hou-lenn hoed diouc’h ho blaz.
19Hag hi a wall-gomzaz euz a Zoué, o lavarout: ha Doué ac’hello aoza ennn daol enn distro?
20O veza m’en deuz skoet war ar mean, ha ma zo deut dour anezhan, ha ma zo redet froudou; hag heü a hello ive rei bara, pe aozo kig evid he bobl?
21Rak se Doue, o veza ho c’hlevet, a ieaz drouk enn-han: hag eunn tân a gro-gaz a-enep Iakob, ha buanegez Doue a za-vaz a-enep Israel.
22O veza n’ho dôa ket kredet e Doué, ha n’ho doa ket le-keat ho fisians enn hé skoazel.
23Hag hen a c’hour-c’hemennaz d’ar c’ho-ahr a voa a ziouc’h d’ezho; hag e tigoraz doriou ann en̄v.
24Hag hen a lekeaz da goueza ar mann da voed d’ezho; hag e roaz d’ezho hara ann en̄v.
25Ann den a zebraz bara ann eled; kas a reaz d’ezho boed gant founn.
26Laka a reaz avel ar sao-heol da choue-za enn aer; ha gand he nerz e kasaz avel ar c’hreisteiz.
27Hag hen a lékéaz da c’hlavia kik war nezho evel poultr, hag evned askellek evel treaz ar mor.
28Hag hi a gouezaz e kreiz hô champ, enn dro d’ho zeltou.
29Hag ar ré man, a zebraz hag ho dôe ho gwalc’h; ha Doué a roaz d’ezho ar pez ho doa c’hoant da gaout.
30Evel-se na oent ket touellet enn ho ioul. Edo c’hoaz ar boed ze enn ho ge-nou,
31Pa zavaz buane-gez Zoue out-ho, hag hen̄ a lazaz ar re larta anezho, hag a ziska-raz ann dibab euz a Israel.
32Goudé kement-se e pec’hchont choaz, ha na gredchont ket enn he vurzudou.
33Hag hen a lakaz ho deisiou da dremen evel eur skeud, hag ho bloavesiou a ieaz buan ebiou.
34Pa ho lazé e klas-kent anezhan; hag e teuent da glask Doué mintin mad.
35Hag hi ho doe koun e voa Doué ho skoazel; hag e voa Doué ann uc’hel meurbed ho daspre-ner.
36Hogen hi a garaz anezhan a c’henou; hag ho zeod a lavaré gevier d’ezhan.
37Rag ho c’haloun na voa ket éeun gant-han; ha na choum-chont ket gant feal-ded enn he allians.
38Koulskoude hen a voa bepred truga-rezuz enn ho c’hen-ver, hag a zistolé d’ezho ho fec’hejou, ha na gollé ket anez-ho: hag hen a zis-troaz aliez he vuane-gez diout hô, ha na lezaz ket da zevel he holl gounnar.
39Hag hen̄ en doa koun penaoz int kik, hag eunn avel a ia, ha na zistro ket.
40Péd gweach ho deuz hi he liéjet enn distro, hag ho deuz hi he lekeat da vont drouk enn han, enn eul leac’h dizour?
41Hag hi a zo troet hag ho deuz temptet Doue: hag ho deuz lekeat harzou dar Sant a Israel?
42N’euz ket deuet a goun d’ezho euz hé zourn, enn deiz m’en deuz ho zennet euz a zourn ho heskiner.
43Penaoz e tis-kouezaz he arouesiou enn Ejipt; hag he vurzudou e vro Zoan:
44E troaz ho ste-riou hag ho doureier e goad, evit na ev-chen̄t ket.
45E kasaz d’ezho eul lod hraz a gelien a zebre anezho; ha raned a gollé pep-tra.
46E roaz hô frouez d’ar prenved, hag hô gounidou d ar c’hilien raden.
47E kollaz ho gwi-nienou gand ar c’ha-zarc’h, hag ho mouer hrenn gand ar reô.
48E tismantraz ho loened gand ar c’ha-zarc’h, hag ho madou gand ann tân.
49E kasaz enn ho enep grouez he vua-negez, he gounar, hag he zrouk, a kalz en-krezou a zeuaz war n’ezho, dre zourn ar gwall eled.
50Eunn hent a zigoraz d’ann drouk a voa enn-han, evit na espernché mui ho buez, hag evit ma varvché ive ho loe-ned.
51Skei a reaz ivé gant kement kenta-ganet a voa e douar ann Ejipt; hag ar ré nerzussa e teltou Kam.
52Hag hen a geme-raz he bobl evel den-ved, hag a gasaz anez-ho evel eunn tropel enn distro.
53Hag hen ho c’ha-saz leun a fisians, hag heb aoun e-bed, o veza ma voa bet goloet ho enehourien gand ar mor.
54Hag hen ho re-naz heteg harz he santuar, beteg ar me-nez en doa prenet he zourn deou.
55Hen a gasaz kuit ar broadou ive a zira-z-ho, hag e rannaz dre ar sort ann douar etre-z-ho; goudé beza muzulet gand ar gor-den, hag e lekeaz breuriezou Israel da choum enn ho zeltou.
56Hogen hi a demp-taz hag a hegaz Doue ann uc’hel meurbed, ha na virchont ket he gemennou.
57Hag hi a zistroaz diout han, ha na vir-chont ket he allians; hag evel ho zadou e teujont henvel oud eur warek gwaret.
58Lakaat a rejont he vuanegez da zevel war ho c’hrec’hien-nou: hag e tenchont war-n-ezho he drouk gand ho skeudennou kizellet.
59Doué ho c’hlevaz, hag ho disprizaz; hag e kasaz Israel da ne-tra.
60Hag e tistolaz tabernakl Silo, he da-beraakl e pehini e voa bet o choum e-touez ann dud.
61Rei a reaz ho nerz d’ar sklaverez, hag ho c’haerded etre daouarn he enehour.
62Rei a reaz ive he bobl dar c’hlezé: hag e savaz drouk enn-han a enep he heri-tach.
63Ann tan a zevaz ho faotred iaouank, hag ho flac’hed iaou-ank n’oant ket dime-zet;
64Ho beleien a oe lazet gand ar c’hleze, hag ho intanvezed na weljont ket anezho.
65Neuze ann Aotrou a zihunaz evel pa ve bet kousket, evel euun den kre goudi ma oe bet mez-viet gand ar gwin.
66Hag e skoaz gant he enebourien war ar penn adre, hag e la-keaz anezho da gaout mez da vikenn.
67Hag e tistolaz tabernakl Iosef: ha na gemeraz ket breu-riez Efraim.
68Hogen breuriez Iuda a gemeraz, me-nez Sion en doa ka-ret.
69Hag e savaz he santuar evel tier sa-vet uhel, evel ann douar en deuz diaze-zet da vikenn.
70Hag hen a geme-raz David he zervi-cher, hag a dennaz anezhan euz ann dro-pellou denved.
71Hag e kemeraz anezhan p’az ea war-lerc’h ar re a oa leun, evit ma teujé da ve-saer da Iakob he bobl, ha da Israel he heri-tach.
72Hag hen en deuz ho meset gand eur galoun dinam: hag ho renet gand eunn dourn a skiant.