LXXXI PSALM.
1Tridit o kana da Zoué, hor skoazel; en em laouenait o kana da Zoue Iakob.
2Kemerit ar psalm, ha skoit war ann da-boulin: c’hoarit gand al liren c’houek ha gand ann délen.
3Sonit gand ar c’hom-boud enn deiz al loar nevez, enn amzer choaset, deiz ar gouel braz.
4Rag eul lezen eo enn Israel, hag eur c’helen euz a Zoué Iakob.
5He lakaad a reaz evid testeni da Iosef p’az eaz er meaz euz ann Ejipt, e peleac’h em euz klevet eur langach ha na anave-zan ket.
6Tennet em euz he skoaz euz a zindan ar bec’h; hag ho daou-am na zougchont mui ar podou.
7Enn enkrez ec’h euz va galvet hag em euz da dennet a boan; respountet em euz d’id é leac’h kuzet ar gurun, da arnodet em euz e-tal dour ann enebiez. Selah.
8Kleô va fobl, ha me a roiô testeni d’id: Israel, mar selaouez ac’hanoun;
9Na vezo ket a Zoué nevez enn-od, ha na azeuli ket a Zoué a-ziaveaz;
10Rak me eo ann Aotrou da Zoué, en deuz da dennet euz a zouar ann Ejipt: di-gor da c’henou ha me he c’hargo.
11Hogen va fobl na glevaz ket va mouez; hag Israel na zelaouez ket ac’hanoun.
12Ha me em euz ho lezet e ioul ho c’haloun; hag hi ho deuz kerzet enn hen-chou ho devezo great ho unan.
13Ma en divije va fohl va selaouet, ma en devije kerzet Israel em henchou!
14Buan em bije diskaret he enehou-rien; hag em bijé sa-vet va dourn war ar re a enkrezé anezho.
15Ar ré ho devoa drouk ouc’h ann Aotrou, a vije dindan he zalc’h; hag ho amzer a vije padet e peh oad.
16Hen en divijé maget anezho gant flour gwiniz; hag em hijé ho gwalc’het gant mel euz ar roc’h.