Psalmou 84
LXXXIV PSALM.
1Pegen hegarad eo da dabemaklou O Ao-trou ann armeou!
2Va ené a c’hoanta stard, ia, hag a zeu da fata evid mond da di ann Aotrou: va c’haloun ha va c’hik a zeu da drida dirag ann Doué beô.
3Ar golvan a gav eunn ti evit-han, hag ar weuili eunn neiz evit lakaad he labou-sedigou, da aoteriou o Aotrou ann armeou, va roué ha va Doué.
4Euruz ar ré a choum enn da di o Aotrou: atao e veulint ac’hanod. Selah.
5Euruz ann den a laka he skoazel enn-od, hag a zo da hen-chou enn he galoun.
6Peré o tremen dre draonien Baca a ra anezhi eur feunteun; ar glaou ivé a leunia ar poullou.
7Mond a reont a nerz e nerz evid en em ziskouez dirag Doué e Sion.
8Aotrou, Doué ann armeou, selaou out va feden; Doué Iakob prest da skouarn. Selah.
9O Doué hor gwa-rezersell ouzomp; sell oud dremm da eoliet.
10Rak gwell eo eunn deiz hep ken enn da leur di eget mil el leac’h all. Gwell eo gan-en heza porzier e ti va Doué, kentoch eget choum dindan teltou ar he-c’herien.
11Rag ann Aotrou Doue zo ann heol hag ar gwarezer: ann Aotrou a roio ar c’hras hag ar c’hloar: na ziouero ket a vadou ar ré a valé dinam.
12O Aotrou ann armeou euruz ann den a laka he fisians enn-od.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.