Psalmou 85
LXXXV PSALM.
1Trugarezuz ez oud bet Aotrou e kenver da zouar; distroet ec’h euz Iakob euz ar skla-verez.
2Distolet ec’h euz fallagriez da bobl; goloet ec’h euz ho holl bec’heiou. Selah.
3Lamet ec’h euz da holl vuanegez; dis-troet ec’h euz grouez da zrouk.
4Tro ac’hanomp o Doué hor zilvidigez; ha distro da vuanegez diwar-n-omp.
5Ha droug ez pezo ouz-omp da vikenn? hag astenna a ri da vuanegez a rumm da rumm?
6Ha na droio te ket ouz-omp evid roi ar vuez d’e-omp; evid lakaat da bobl d’en em laouenaat enn-od?
7Diskopez d’e-omp Aotrou da drugarez; ha ro d’eomp da zilvidigez.
8Me a zelaouo ar pez a lavaro ann Aotrou Doué; rag hen a gomzo a beoc’h evid he bobl, hag evid he zent: hogen na zis-troent ket d’ar falla-griez.
9Evit gwir he zil-vidigez a zo tost d’ar ré a zouj anezhan; evit e choumfé ar c’hloar enn hon douar.
10Ann drugarez hag ar wirionez a zo en em gavet ho diou; ar justis hag ar peoc’h ho deuz poket ann eil d’egile.
11Ar wirionez a zavô euz ann douar; hag ar justis a zello euz ann en̄v.
12Ann Aotrou a roio he vadelez; hag hon douar a roio he frouez.
13Ar justis a valeo enn he raok; hag hor lakaio enn he hent.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.