XCIV PSALM.
1O Aotrou Doué ar venjansou; O Doué ar venjansou en em zis-kouez da unan.
2En em uc’hela bamer ann douar; distol ho gobr d’ar ré rôk.
3Bété pegeit ar bec’herien Aotrou, be-té pegeit ar bec’herien en em fougeo enn ho ho unan?
4Beté pegeit ar ré a ra traou direiz a gomzo ken dickek hag a lavaro traou ker fallagr?
5Enkrezi a reont da bobl Aotrou, a gwaska a reont da heritach.
6Laza a reont ann intanvez hag ann es-tranjour, ha lakaat a reont d’ar maro ann emzivaded.
7Ha lavaret ho deuz: ann Aotrou n’-her gwelo ket, ha Doué Iakob n’her gwezo ket.
8Poellit c’houi tud diskiant etouez ar bobl; tud foll pegouls e vezot hu fur?
9Ha na glevo ket ann hini en deuz plan-tet ar skouam? Ha na welo ket ann hini en deuz great al lagad?
10Ha na damallo ket ann hini a gastiz ar broadou; hen a zesk ar wiziegez d’ann den?
11Ann Aotrou a a-navez sonjesonou ann dud, hag a choar pe-gen didalvez int.
12Euruz eo ann den ec’h euz desket o Aotrou, hag ec’h euz roet da anaout da lezen d’ezhan;
13Evit ma vije roet d’ezhan ehan enn dei-siou fall, ken na vezo toullet ar bez d’ar pecher.
14Rag ann Aotrou na zistolo ket he bobl, ha na zilezo ket he heritach;
15Ken na drôi ar justis é bara, ha na zeui war hé drô ar ré holl a zo eeun a ga-loun.
16Piou a zavo gan-en a eneb ar ré zrouk? Pe piou a choumo enn he za em c’hic’hen a-eneh ar ré a ra falla-griez?
17Ma n’en divijé ket ann Aotrou va c’hen nerzet, gant ne-heut a dra e vije kou-ezet va ené enn eul leac’h sioul.
18Ma lavarenn ris-kla a ra va zroad; da drugarez Aotrou a gennerzé ac’hanoun.
19Hervez ann niver braz euz a sonjesonou va chaloun da vade-lezou ho deuz laou-eneet va ené.
20Ha kador ar fal-lagriez a laka falloni e leach ar c’helen, hag hi a chell heza unvanet gan-ez?
21En em unani a reont enn enep ené ann den just? ha barn a reont ar goad dinam.
22Hogen ann Ao-trou a zo va difenn; ha va Doué eo roch va fisians.
23Hag hen a zistolo war-n-ezho lio falla-griez, hag é kollo a-nezho gand ho drou-giez ho-unan; ann Aotrou hon Doué a gollo anezho.