CHABISTR X.
1Ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h penaos hon tadou a zo bet holl dindan ar goabren, hag ho deuz holl tremenet dre ar mor; 2hag ez int bet holl badezet en Moises ebarz er goabren hag er mor; 3hag ho deuz holl debret euz ar memeus boued spirituel; 4hag ho deuz holl evet euz ar memeus evach spirituel; rag eva a rent dour euz ar roc’h spirituel pehini a heullie anezhe, hag ar roc’h‐ze a oa ar C’hrist; 5mes an darnvuia anezhe na oent ket agreabl da Zoue; rag kweza a rejont maro ebarz an dezert. 6Hogen an traou‐ze a zo bet c’hoarvezet evit talvezoud da skouer deomp‐ni, evit ne c’hoantaimp ket traou fall, evel ma c’hoantaaz ar re‐ze. 7Na deuit ket eta da veza idolatred, evel lod anezhe, hervez ma’z eo scrivet: Ar bobl a azezaz evit dibri hag eva, hag e savjont da zansal. 8Diwallomp da gweza er pec’hed hudur, evel ma reaz lod anezhe; hag e perissaz tri mil var n’ugent anezhe er memeus dervez. 9Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe; hag e oent distrujet gant ar serpanted. 10Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer. 11Hogen, an holl draouze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou. 12Rag‐se, an hini a gred beza en he za, diwallo da gweza. 13N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e‐bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu‐all d’ho nerz; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.
14Rag‐se, va muia‐karet, tec’hit diouz an idolatriach. 15Komz a ran deoc’h evel ouz tud a skiant; barnit hoc’hunan ar pez a lavaran. 16Ar c’halir a vennoz pehini a vennigomp, ha n’eo‐hen ket ar gommunion e goad ar C’hrist? Ar bara a doromp, ha n’eo‐hen ket ar gommunion e corf ar C’hrist? 17Evel ma n’ez euz nemed eur bara hep‐ken, ni, evidomp da veza kalz, n’ed omp nemed eur c’horf hep‐ken; rag holl hon euz lod er memeus bara. 18Sellit ouz Israel hervez ar c’hig; ar re a zebr ar sacrifisou, ha n’ho deuz‐hi ket communion gant an aoter? 19Petra a lavaran‐me eta? ez eo an idol eun dra‐benag? pe, ez eo ar pez a zo sacrifiet d’an idol eun dra‐benag? 20Nann; mes lavaret a ran, penaos ar pez a vez sacrifiet gant ar Jentiled, her sacrifiont d’an drouk‐sperejou, ha n’e ket da Zoue. Hogen, na fell ket d’in e teufac’h d’en em unani gant an drouk‐sperejou. 21Na hellit ket eva calir an Aotrou, ha calir an drouk‐sperejou; na hellit ket kaoud lod euz a daol an Aotrou, hag euz a daol an drouk‐sperejou. 22Ha c’hoant hon euz‐ni da lakaad ar jalouzi da zevel e calon an Aotrou? Ha krenvoc’h ez omp‐ni egethan?
23An holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudec; an holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra na zervich ket da edification. 24Ra zeuio pep hini da glask avantach ar re all, ha nann he hini he‐unan. 25Debrit euz a gement a verzer er gigerez, hep goulen tra e‐bed, evit ar pez a zell ar goustians; 26rag: An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. 27Mar deu eun den difeiz d’ho pedi, ha mar fell deoc’h mond, debrit euz a gement a vezo lakeat dirazoc’h, hep goulen tra e‐bed evit ar pez a zell ar goustians. 28Mes mar deu unan‐benag da lavaret deoc’h: An dra‐man a zo bet sacrifiet d’an idolou; na zebrit ket, abalamour d’an hini hen deuz hoc’h avertisset, hag abalamour d’ar goustians; rag: An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. 29Hogen, ar goustians a lavaran‐me, n’e ket da hini‐te, mes coustians egile; rag perag e vefe condaonet va liberte‐me gant coustians unan‐all? 30Ha mar debran gant action a c’hras, perag e vezin‐me tamallet deuz eun dra evit pehini e rentan grasou. 31Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all‐benag, grit pep tra evit gloar Doue. 32Na roit skouer fall da zen e‐bed, na d’ar Judevien, na d’ar Greked, na da Iliz Doue; 33evel‐se e ran va‐unan, o klask plijoud d’an holl e pep tra, hep klask va avantach va‐unan, mes hini ar re all, evit ma vezint salvet.