I Corintied 13
CHABISTR XIII.
1Ha pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus. 2Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra. 3Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet; ma n’am euz ket ar garantez, kement‐se ne zervich d’in da netra.
4Ar garantez a zo hir‐c’houzanvus, leun a vadelez; ar garantez n’eo ket c’hoantaüs; ar garantez ne blij ket dezhi en em veuli; n’em em c’houez ket gant an ourgouil; 5ne ra netra divalo; na glask ket he interest he‐unan; ne fach ket; 6ne sonj droug e‐bed; ne gemer ket a blijadur en injustis, mes en em rejouissa a ra deuz ar wirionez; 7supporti a ra pep tra, cridi a ra pep tra, esperoud a ra pep tra, gouzanvi a ra pep tra. 8Ar garantez na dremeno biken.
Evit ar pez a zell ar profesiou, tremen a raint, al langachou a baouezo, hag ar wiziegez a vezo kasset da netra; 9rag ne anavezomp ha ne brofetisomp ket mad awalc’h; 10mes pa vezo deuet ar pez a zo parfet, neuze ar pez n’eo ket parfet a dremeno. 11Pa oann bugel, e komzen evel eur bugel, e comprenen evel eur bugel, e rezonen evel eur bugel; mes pa’z oun deuet da veza den, em euz dilezet kement a oa euz ar bugel. 12Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.
13Breman eta, e choum an tri dra‐man: ar feiz, an esperans, ar garantez; mes ar brassa anezhe eo ar garantez.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.