II Corintied 7
CHABISTR VII.
1Evel ma hon euz eta, breudeur muia‐karet, an hevelep promessaou, en em netaomp hon‐unan euz a bep impurete euz ar c’hig hag euz ar spered, o peurachui hor sanctification en doujans Doue. 2Digemerit ac’hanomp en ho calonou; n’hon euz great gaou ouz den e‐bed; n’hon euz lakeat den da goll he dra; n’hon euz tromplet den. 3Na lavaran ket an dra‐man evit ho condaoni; rag lavaret em euz dija penaos emoc’h en hor c’halonou, evit mervel assambles hag evit beva assambles. 4Komz a ran ouzoc’h gant kalz a hardiegez; kalz a leac’h em euz d’en em c’hlorifia abalamour deoc’h; leun oun a gonsolation; karget a joa em holl afflictionou. 5Rag, pa’z omp bet erruet er Macedonia, n’hon euz bet repos e‐bed er c’hig, er c’hontrol, poaniet omp bet e pep feçon, o kaout da gombatti en diaveaz, hag o veza en enkrez en diabarz. 6Mes Doue, pehini a gonsol ar re a zo mantret, hen deuz hor c’honsolet, pa’z eo erruet Titus; 7ha n’e ket hep‐ken dre ar gwel euz anezhan, mes ive dre ar gonsolation hen deuz bet diganeoc’h, en eur rei da anaoud deomp ho tezir braz, ho taelou, ho polontez vad em c’henver; en hevelep doare ma’z eo bet cresket va joa dre gement‐se.
8Rag, petra‐benag m’em beuz contristet ac’hanoc’h gant va lizer, n’am euz ket a geuz breman, mar em euz bet eur vech‐benag, rag gwelet a ran penaos al lizer‐ze hen deuz ho contristet, mes evit eur pennadic amzer. 9Breman em euz joa, nann abalamour ma’z oc’h bet contristet, mes abalamour ma’z eo deuet ho tristidigez d’ho lakaad da gaout keuz; rag contristet oc’h bet hervez Doue, en hevelep doare n’oc’h euz bet koll e‐bed euz va feurz. 10Rag an dristidigez a zo hervez Doue, a laka da zevel eur c’heuz a zilvidigez, euz a behini ne vez morse a geuz; eleac’h an dristidigez a zo hervez ar bed a zigas ar maro. 11Rag gwelit an dristidigez‐ze hervez Doue, pebez bolontez‐vad n’he deuz‐hi ket digasset enoc’h! Pebez didamal, pebez indination, pebez doujans, pebez desiriou, pebez ardor, pebez castiz! Diskouezet hoc’h euz e pep tra ez oc’h nêt e‐kenver an affer‐ze. 12Evel‐se, pa em euz scrivet deoc’h, ne oa ket abalamour d’an hini hen doa great an droug, nag abalamour d’an hini da behini e oa bet great, mes evit rei da anaoud deoc’h ar zourci hon euz evidoc’h dirag Doue. 13Ragse ez omp bet consolet dre ho consolation; mes kalz muioc’h ez omp bet laoueneet abalamour da joa Titus, o veza ma eo bet soulajet he spered ganeoc’h holl; 14ha mar em euz tennet gloar ac’hanoc’h dirazhan, evit eun dra‐benag, n’em euz ket bet a vêz euz a gement‐se; mes evel ma hon euz lavaret pep tra gant gwirionez, evel‐se ive hor meuleudi dirag Titus a zo en em gavet gwirion. 15Hag evel‐se he garantez evidoc’h a zeu da veza c’hoas brassoc’h, pa zeu da zonj dezhan euz ho toujans holl, ha penaos hoc’h euz hen digemeret gant aoun hag en eur grena. 16En em rejouissa a ran eta abalamour ma em euz fizians enoc’h e pep tra.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.