II Thessalonied 1
CHABISTR I.
1Paol, Silvan ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied pehini a zo en Doue hon Tad, hag en Aotrou Jesus‐Christ. 2Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ.
3Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e‐kenver egile, 4en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizou Doue, abalamour d’ho patianted ha d’ho feiz en hoc’h holl bersecutionou hag en afflictionou a c’houzanvit, 5ar pez a zo eur breuven euz ar varnedigez just a Zoue, evit ma veot rentet dign euz a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvit. 6Rag just eo dirag Doue, ma rentfe affliction d’ar re a afflij ac’hanoc’h, 7ha ma rofe deoc’h‐hu pere a zo afflijet, ar repos ganeompni, pa zeuio an Aotrou Jesus‐Christ euz an env gant elez he c’halloud, e‐kreiz flammoutan, 8evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus‐Christ. 9Souffr a raint ho funition, eur gollidigez eternel, pell euz a brezans an Aotrou, hag euz ar gloar euz he c’halloud; 10pa zeuio en devez‐ze, da veza glorifiet en he zent, ha da veza admiret er re holl ho devezo credet; (rag c’houi hoc’h euz credet d’hon testeni.) 11Abalamour da ze ive, ni a bed heb ehan evidoc’h, evit ma teui hon Doue d’ho renta dign euz ar vocation hoc’h euz bet, ha da accomplissa gant nerz enoc’h an holl sonjezonou mad euz he vadelez, hag œuvr ar feiz; 12evit ma vezo hano hon Aotrou Jesus‐Christ glorifiet enoc’h, ha c’houi enhan, hervez gras hon Doue, hag hon Aotrou Jesus‐Christ.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.