II Thessalonied 2
CHABISTR II.
1Evit ar pez a zell donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ, hag hon union adare ganthan, 2e pedomp ac’hanoc’h breudeur, n’en em lezot ket da veza troublet gant neubeud a dra en ho sonjezonou, ha da veza lakeat nec’het gant eun inspiration, pe eur gomz, pe eul lizer‐benag a vez lavaret deoc’h a zeufe diganeomp, evel pa vefe tost dervez ar C’hrist. 3Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez, 4an enebour hag an hini a zav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg dond da azeza evel Doue en templ Doue, o lavaret he‐unan ez eo Doue . . . . 5Ha n’hoc’h euz‐hu ket a zonj penaos, pa oann c’hoas ganeoc’h, e lavaren an traou‐man deoc’h? 6Ha c’houi a oar petra a harz anezhan breman, evit ne vezo diskouezet nemed pa vezo deuet he amzer. 7Rag myster ar fallentez a labour dija; o c’hortoz hep‐ken ma vezo distrujet an hini a stourm outhan breman. 8Ha neuze en em diskouezo an impi‐ze, pehini a vezo distrujet gant an Aotrou dre ar c’houezaden euz he c’henou, hag a vezo kasset da netra gant ar skeud euz he zonedigez. 9Donedigez an impi‐ze a vezo great gant nerz Satan, gant peb seurt galloud, gant burzudou ha miraclou faoz, 10ha gant holl dromplerez an injustis e‐touez ar re a ia da goll, dre n’ho deuz ket recevet ar garantez euz ar wirionez evit beza salvet. 11Abalamour da ze Doue a gasso dezhe eur spered nerzus a errol, evit ma credint er gaou; 12evit ma vezo condaonet ar re holl pere n’ho deuz ket credet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez.
13Mes evidomp‐ni, breudeur muia‐karet gant an Aotrou, ni a dle renta heb ehan grasou da Zoue abalmour deoc’h, dre ma hen deuz Doue choazet ac’hanoc’h adaleg ar penkenta evit ar zilvidigez dre zanctification ar Spered, ha dre ar feiz er wirionez; 14ho kalvet hen deuz da gement‐se dre hon Aviel, evit m’ho pezo ar gloar euz hon Aotrou Jesus‐Christ. 15Dre‐ze, breudeur, choumit ferm ha dalc’hit mad ar c’helenadurezou hon euz roet deoc’h, pe dre hor c’homz, pe dre hon lizerou.
16Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras, 17da gonsoli ho calonou, ha d’ho krenvaad en pep deskadurez santel hag en pep œuvr vad.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.