CHABISTR I.
1Va levr kenta em euz great, o Theophil, var gement hen deuz great Jesus ha desket deomp adaleg ar pen‐kenta, 2beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered‐Santel, d’he ebestel hen doa choazet; 3da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement‐se, oc’h apparissa dezhe e‐pad daou‐ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue. 4Hag o veza dastumet anezhe, e c’hourc’hemenaz dezhe na bellajent ket euz a Jerusalem, mes ma c’hortojent eno promessa an Tad pehini, eme‐z’han, hoc’h euz klevet ganen‐me. 5Rag Ian evit‐gwir hen deuz badezet en dour, mes a‐ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.
6Int eta, o veza holl assambles, a c’houlenne diganthan: Aotrou, hag en amzer‐man eo ec’h adsavi rouantelez Israel? 7Mes hen a lavaraz dezhe: N’e ket deoc’h‐hu eo anaoud an amzeriou hag ar momanchou hen deuz merket an Tad dre he c’halloud he‐unan. 8Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar. 9Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou‐ze, e oe savet d’an neac’h e‐pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou‐lagad. 10Hag evel ma sellent piz varzu an env e‐pad ma save d’an neac’h, daou zen gwisket en gwenn en em brezantaz dezhe, 11hag a lavaraz: Tud a C’halile, perag e choumit‐hu aze da zellet ouz an env? Ar Jesus‐se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.
12Neuze e tistrojont da Jerusalem, euz ar menez a c’halver Olived, pehini a zo eur sabbat bale euz a Jerusalem. 13Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes. 14Ar re‐man holl a gendalc’he a‐unvan er beden hag er supplication, gant ar gragez, ha Mari, mam Jesus, ha gant he vreudeur.
15En deiziou‐ze, Per, o sevel e‐kreiz an diskibien, a oa dastumet assambles e niver a c’houec’h‐ugent den, pe var‐dro, a lavaraz dezhe:
16Tud breudeur, red e oa ma vije accomplisset ar pez a zo bet profetiset gant ar Spered‐Santel dre c’henou David, divarben Judas, pehini a zo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus. 17Rag hennes a oa unan ac’hanomp, hag he lod hen deuz bet er garg‐man.
18Mes prenet hen deuz eur park gant arc’hant he dorfet, hag o veza en em daolet d’an traon, ez eo bet freuzet dre he greiz, hag he holl entraillou a zo deuet er meaz euz anezhan. 19(Kement‐man a zo bet anavezet gant holl habitanted Jerusalem, en hevelep doare m’az eo bet galvet ar park‐se, en ho langach ho‐unan, Akeldama, da lavaret eo, Park ar goad.) 20Rag scrivet eo e levr ar Salmou: Ra zeuio he di da veza dezert, ha ra na vezo den o choum enhan; ha: Ra gemero unan all he garg.
21Red eo eta e teufe unan, a‐douez ar re a zo bet ganeomp e‐pad an holl amzer ma hen deuz bevet Jesus en hon touez, 22adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.
23Neuze e prezantjont daou: Josef, hanvet Barsabas, lezhanvet Just, ha Matthias. 24Hag en eur bedi, e leverjont: Te, Aotrou, hag a anavez calonou an holl, diskouez deomp pehini euz an daou‐man ec’h euz choazet; 25evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan. 26Hag e tenjont d’ar sort; hag ar sort a gwezaz var Matthias, hag he‐man a oe lakeat, gant mouez an holl e renk an unnec abostol.