CHABISTR XII.
1Er memeus amzer, ar roue Herodes a gommansaz da wall‐dreti darn euz an Iliz. 2Lakaad a reaz da vervel dre ar c’hleze Jakes, breur da Ian; 3hag o velet e plije kement‐se d’ar Judevien, e lekeaz ive arreti Per. Kement‐se a zigouezaz e‐pad deiziou ar bara hep goell. 4O veza eta lakeat cregi enhan, e lekeaz anezhan er prizon, hag e roaz anezhan da ziwall da beder banden a bevar zoudard pep hini, gant ar menoz d’he gas da laza dirag ar bobl, goude ar Pask. 5Per a oa eta diwallet er prizon; mes an Iliz a rea hep ehan pedennou da Zoue evithan.
6Hag en noz araog an deiz ma tlie Herodes hen kas d’ar maro, Per a oa kousket etre daou zoudard, staget gant diou chaden; hag ar gwarded e‐tal an nor er meaz a ziwalle ar prizon. 7Ha setu ma teuaz souden eun eal a‐berz an Aotrou; eur sclerijen a lugernaz er prizon, hag an eal o skei Per var he gostez, a zifunaz anezhan, hag a lavaraz dezhan: Sav buhan. Hag ar chadennou a gwezaz euz he zaouarn. 8Hag an eal a lavaraz dezhan: Laka da c’houriz en‐dro d’id, ha da zandalou en da dreid; ha Per her greaz. Neuze an eal a lavaraz dezhan: Taol da vantel en‐dro d’id ha deuz var va lerc’h. 9Ha Per, o veza deuet er meaz, a heullie anezhan, heb gouzoud ha gwir e oa ar pez a rea an eal, mes sonjal a rea e vele eur vizion. 10Ha pa ho doe tremenet ar c’henta hag an eil gward, e teujont d’an nor houarn, a ia etrezeg kear, hag an nor a zigoraz anezhi he‐unan dirazhe. Hag o veza eat er meaz, ez ejont a hed eur ru; ha kerkent an an eal en em dennaz diouthan.
11Per, o veza deuet enhan he‐unan, a lavaraz: Breman ec’h ouzon a‐dra‐zur hen deuz an Aotrou digasset he eal, hag hen deuz va delivret euz a zorn Herodes, hag euz a gement a oa ar bobl euz ar Judevien en zell da velet. 12Ha goude beza sonjet mad, ez eaz da di Vari, mam Ian, les‐hanvet Marc, en pe leac’h e oa kalz a dud assamblet hag o pedi. 13Pa hen doe Per skoet var dor ar porz, e teuaz eur plac’h, hanvet Rhode (Rose), da zelaou. 14Hag o veza anavezet mouez Per, gant ar joa, na zigoraz ket an nor; mes redec a reaz da lavaret e oa Per e‐tal an nor. 15Hag e leverjont dezhi: Diskiantet oud. Mes hi a assure stard e oa gwir kement‐se; hag e leverjont: He eal eo. 16Koulskoude, Per a gendalc’he da skei, ha pa ho doe digoret, e veljont anezhan, hag e oent transportet gant ar joa. 17Mes hen, oc’h ober sin dezhe gant he zorn da devel, a gontaz dezhe penaos hen doa an Aotrou hen digasset er meaz euz ar prizon; hag e lavaraz: Roit da anaoud kement‐man da Jakes ha d’hon breudeur; goude‐ze e sortiaz, hag ez eaz da eul leac’h all.
18Pa oe deuet an deiz, e savaz eun drubuil vraz e‐touez ar zoudarded, evit gouzout petra e oa deuet Per da veza. 19Hag Herodes, goude beza lakeat tud d’hen klask hep gallout hen kavoud, a reaz proces d’ar gwarded, hag e c’hourc’hemenaz ho c’has d’ar maro. Neuze hen a ziskennaz euz a Jude da Cezare, hag a choumaz eno.
20Hogen, Herodes a oa drouk enhan a‐enep tud Tyr ha Sidon. Mes ar re‐man a zeuaz a‐unan d’he gavoud, hag o veza gounezet Blastus, ministr euz a di ar roue, e c’houlenjont ar peoc’h, abalamour ma tenne ho bro he magadurez euz a hini ar roue. 21D’an devez merket, Herodes, gwisket gant he zillad a roue, a azezaz var he dron, hag a reaz eun discours dezhe. 22Hag ar bobl a griaz: Mouez eun doue eo, n’e ket mouez eun den! 23Mes kerkent eun eal a‐berz an Aotrou a skoaz anezhan, abalamour n’hen doa ket roet gloar da Zoue; hag e varvaz debret gant ar prenved.
24Hogen ger Doue a greske hag en em skullie mui‐oc’h‐mui. 25Ha Barnabas ha Saul, goude beza peur‐achuet ho c’harg, a zistroaz euz a Jerusalem, o veza kemeret ive ganthe Ian, les‐hanvet Marc.