CHABISTR XIII.
1En Iliz Antiokia e oa eun neubeud profeted ha doctored, Barnabas, Simeon a c’halver Niger, Lucius ar Cyrenead, Manahem, pehini a oa bet savet assambles gant Herodes, ha Saul. 2E‐pad ma oant oc’h ober servich an Aotrou, ha ma iunent, ar Spered‐Santel a lavaraz dezhe: Dibabit d’in Barnabas ha Saul, evit an œuvr da behini em euz ho galvet. 3Neuze, goude beza iunet ha pedet, ec’h astenjont ho daouarn varnezhe, hag ho lakjont da vond en hent.
4Int eta, o veza kasset gant ar Spered‐Santel, a ziskennaz da Seleucia, hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Cyprus. 5Ha pa oent erruet en Salamina, e prezegjont ger Doue e sinagogou ar Judevien, ha Ian a oa ive ganthe ouz ho zicour. 6Ha goude m’ho doe treuzet an enezen bete Paphos, e kavjont eur Judeo, sorcer ha fals‐profet, hanvet Barjesus, 7hag a oa gant ar proconsul Sergius Paulus, eun den a skiant. He‐man, o veza galvet Barnabas ha Saul, a c’hoantaaz klevet ger Doue. 8Mes Elymas, ar sorcer, rag setu ar pez a zinifi he hano, a stourme outhe, o klask distrei ar proconsul diouz ar feiz.
9Mes Saul, pehini a zo ive hanvet Paol, leun euz ar Spered‐Santel, a zellaz stard outhan, hag a lavaraz: 10O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi‐te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou? 11Ha setu, a‐vreman ema dorn an Aotrou varnoud, hag e vezi dall, ha na veli ket an heol, evit eun amzer. Ha rag‐tal, e kwezaz varnezhan eur vrumen hag eun devalijen; hag o trei a bep tu, e klaske eur re‐benag da ren anezhan gant an dorn. 12Neuze ar proconsul, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a gredaz, o veza leun a admiration evit kelennadurez an Aotrou.
13Ha Paol hag ar re a oa ganthan, o veza ambarket e Paphos, a zeuaz da Berj e bro Pamphylia. Mes Ian, o veza kuiteet anezhe, a zistroaz da Jerusalem.
14Ha goude beza partiet euz a Berj, e teujont da Antiokia, e bro Pisidia; hag o veza antreet er sinagog, deiz ar sabbat, ec’h azezjont. 15Ha goude beza klevet lenn al lezen hag ar brofeted, ar chefou euz ar sinagog a gassaz tud da lavaret dezhe: Tud breudeur, mar hoc’h euz eur gomz‐benag a exhortation da lavaret d’ar bobl, livirit‐hi.
16Neuze Paol a zavaz, hag o veza great sin gant he zorn da devel, e lavaraz: Tud a Israel, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, selaouit. 17Doue ar bobl‐man a Israel hen deuz choazet hon tadou hag hen deuz savet ar bobl‐man, pa oa o choum en douar an Ejypt, hag hen deuz ho zennet ac’hane gant an nerz euz he vreac’h. 18Hag e‐pad var‐dro daou‐ugent vloaz amzer, e kemeraz patianted ganthe hag ho magaz ebarz an dezert. 19Ha goude beza distrujet seiz nation en douar Canaan, e lodennaz douar ar re‐man etrezhe dre ar sort. 20Ha goude‐ze, e‐pad pevar c’hant hanter‐kant vloaz, pe var‐dro, e roaz dezhe barnerein, bete Samuel ar profet. 21Neuze e c’houlenjont eur roue, ha Doue a roaz dezhe Saül, mab Kis, euz a dribu Benjamin, e‐pad daou‐ugent vloaz. 22Ha goude beza taolet he‐man kuit, Doue a zavaz David da roue dezhe, da behini e rentaz testeni, en eur lavaret: Kavet em euz David, mab Jesse, eun den hervez va c’halon, hag a rai va holl bolontez. 23Euz a lignez David eo hen deuz Doue, hervez he bromessa, savet da Israel eur Zalver, pehini eo Jesus. 24Araog he zonedigez, Ian hen doa prezeget badiziant ar gonversion d’an holl bobl a Israel. 25Ha pa oa Ian oc’h achui he redaden, e lavare: Piou a sonj deoc’h ez oun‐me? N’e ket me eo ar C’hrist; mes va goude, e teu an hini n’oun ket dign da zilassa dezhan he voutou.
26Tud breudeur, bugale euz a lignez Abraham, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, deoc’h‐hu eo prezeget ar ger‐man a zilvidigez. 27Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat. 28Ha petra‐benag n’ho doa sujet e‐bed d’hen lakaad d’ar maro, e pedjont Pilat d’hen lakaad da vervel. 29Neuze, goude m’ho doe accomplisset kement a zo bet scrivet divar he ben, e lamjont anezhan euz ar groaz, hag hen lekejont en eur bez. 30Mes Doue hen deuz savet anezhan a‐douez ar re varo; 31hag ez eo bet gwelet, e‐pad meur a zevez, gant ar re a oa pignet ganthan euz a C’halile da Jerusalem, hag ar re‐man a zo he destou dirag ar bobl. 32Ha ni ive, ec’h annonsomp deoc’h ar c’helou mad, penaos ar bromessa a oa bet great d’hon tadou, 33a zo bet peur‐c’hreat gant Doue evidomp‐ni, ho bugale, pa hen deuz digasset Jesus; evel ma eo scrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. 34Mes evit diskouez penaos hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, evit na zistroio mui d’ar vreinadurez, hen deuz komzet evel‐hen: Derc’hel a rin mad en ho kever ar promesseou sacr great da Zavid. 35Rag‐se e lavar ive en eur Salm all: Na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. 36Hogen David, goude beza servichet en he amzer da volontez Doue, a zo maro, hag a zo bet lakeat gant he dadou, hag hen deuz gwelet ar vreinadurez; 37mes an hini a zo bet resussitet gant Doue, n’hen deuz ket gwelet ar vreinadurez.
38Gouezit eta ervad, tud breudeur, penaos hennes eo an hini dre behini eo annonset deoc’h ar pardon euz ar pec’hejou; 39ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises. 40Diwallit eta ne c’hoarvezfe ganeoc’h ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted: 41Gwelit, c’houi pere a zisprij ac’hanoun, ha bezit souezet, deuit da veza droug‐livet gant ar spount; rag mond a ran da ober eun œuvr en hoc’h amzer, eun œuvr ha na gredfec’h ket ma vefe contet deoc’h.
42Pa oant o vond er meaz euz a sinagog ar Judevien, ar Jentiled ho fedaz da brezeg ar memeus traou dezhe, er sabbat varlerc’h. 43Ha pa oe fin d’an assamble, meur a hini euz ar Judevien hag euz ar brozelited a zouje Doue, a ieaz varlerc’h Paol ha Barnabas, hag ar re‐man, en eur gomz ganthe, a exhortaz anezhe da genderc’hel en gras Doue.
44Ar sabbat varlerc’h, ar gear kazi holl en em zastumaz evit selaou ger Doue. 45Mes pa velaz ar Judevien ar bobl vrazze, e oent leun a jalouzi, hag ec’h enebent ouz komzou Paol, o tislavaret anezhan hag o kwall‐gomz outhan. 46Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez: Deoc’h‐hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h‐unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp our ar Jentiled. 47Rag kement‐se a zo bet gourc’hemenet deomp gant an Aotrou, pa hen deuz lavaret: Da lakeat em euz da sclerijen d’ar Jentiled, evit ma vezi ho zilvidigez beteg ar pennou pella euz an douar.
48O klevet kement‐se, ar Jentiled en em rejouisse, hag e c’hlorifient Ger an Aotrou, ha kement hini a oa destinet d’ar vuez eternel, a gredaz. 49Ha ger an Aotrou a rede dre ar vro holl. 50Mes ar Judevien a lakeaz drouk en eun toullad merc’hed devot, tud a galite, hag er re genta euz a gear, hag e savjont eur bersecution a‐enep Paol ha Barnabas, hag e kasjont anezhe er meaz euz ho bro. 51Mes Paol ha Barnabas, o veza hijet ar boultren euz ho zreid en ho enep, a ieaz da Iconium. 52Hag an diskibien a oa karget a joa, ha leun euz ar Spered‐Santel.