CHABISTR XIV.
1Na lezit ket ho calon da veza troublet; credi a rit en Doue, credit ive enoun‐me. 2Bez’ ez euz meur a choumach en ti va Zad; ma na vije ket, em bije hen lavaret deoc’h. Me a ia da brepari eur plas deoc’h. 3Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin‐me. 4Ha gouzoud a rit pe leac’h ez an, hag anaoud a rit an hent.
5Thomas a lavaraz dezhan: Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez; ha penaos e c’hellomp‐ni gouzoud an hent? 6Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun. 7Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad; hag A‐vreman ec’h anavezit anezhan, hag hoc’h euz hen gwelet.
8Philip a lavaraz dezhan: Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement‐se a vezo awalc’h deomp. 9Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad? 10Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran. 11Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou‐ze ho‐unan. 12E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re‐man, dre ma’z an da gavoud va Zad. 13Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab. 14Mar goulennit eun dra‐benag em hano, me a raio anezhan.
15Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou. 16Ha me a bedo an Tad, hag hen a roio deoc’h eur C’honsolator all, evit choum ganeoc’h da viken, 17ar Spered a wirionez, ha na hell ket ar bed hen receo, abalamour ne vel ket anezhan ha ne anavez ket anezhan; mes c’houi a anavez anezhan, rag hen a choum ganeoc’h, hag e vezo enoc’h. 18Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad; dond a ran d’ho kavout. 19C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive. 20En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h. 21An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.
22Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan: Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp‐ni, ha nann d’ar bed? 23Jesus a respontaz dezhan: Mar kar unan‐benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan. 24An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re‐me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset. 25An traou‐man a lavaran deoc’h, e‐pad ma emoun o choum ganeoc’h. 26Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.
27Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h; rei a ran deoc’h va feoc’h; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun. 28Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun. 29Ha breman me em euz hen lavaret deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze, evit ma credot pa vezo c’hoarvezet. 30Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed‐man; mes n’hen deuz netra enoun. 31Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.