CHABISTR XV.
1Me eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour. 2Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez. 3C’houi a zo dija net, abalamour d’ar Ger em euz prezeget deoc’h. 4Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he‐unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel‐se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun. 5Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra. 6Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont. 7Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h. 8Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.
9Evel ma hen deuz va Zad karet ac’hanoun, em euz ive ho karet; choumit em c’harantez. 10Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez. 11An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur‐leuniet ho choa.
12He‐man eo va gourc’hemen, ma en em garot an eil egile, evel ma em euz ho karet. 13Den e‐bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned. 14Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h. 15A‐vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad. 16N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan. 17Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo en em garet an eil egile.
18Mar hen deuz ar bed kassoni ouzoc’h, gouezit penaos hen deuz bet ive kassoni ouzin‐me araog. 19Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad. 20Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi. 21Mes kement‐se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset.
22Ma na vijen ket deuet, ha ma n’em bije ket komzet outhe, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman n’ho deuz excus e‐bed evit ho fec’hed. 23An hini hen deuz kaz ouzin, hen deuz kaz ive ouz va Zad. 24Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. 25Mes kement‐se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen: Va c’haseet ho deuz heb rezon.
26Pa vezo deuet ar C’honsclator a gassin deoc’h a‐beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun. 27Ha c’houi ive a roio testeni, rag ganen emoc’h adaleg ar pen‐kenta.