3Mes hen a lavaraz dezhe ar barabolen‐man: 4Pehini eo an den en ho touez, hag hen deuz kant danvad, mar teu da goll unan anezhe, na lez ket an naonteg ha pevar‐ugent all en dezert, ha n’ez a da glask an hini a zo dianket, ken hen deve her c’havet; 5hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziouskoaz; 6hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket? 7Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.
8Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet; 9ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet? 10Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.
11Lavaret a reaz c’hoas: Eun den hen doa daou vab. 12Hag ar yaouanka a lavaraz d’he dad: Va zad, ro d’in al loden euz ar madou a dle digouezoud d’in. Hag an tad a bartajaz he vadou etrezhe. 13Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka‐ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz. 14Pa hen doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezaz eur gernez vraz er vro‐ze; hag e commansaz beza en dienez. 15Hag o veza eat ac’hane, en em lakeaz da vevel gant unan euz a dud ar vro‐ze, hag he‐man a gassaz anezhan d’he zouarou da ziwall ar moc’h. 16C’hoant hen divije bet da derri he naoun gant ar boued a zebre ar moc’h; mes den na roe dezhan. 17O veza eta antreet enhan he‐unan, e lavaraz: Pegement a vevelien a zo en ti va zad, hag ho deuz bara ar pez a geront, ha me a zo o vervel gant an naon! 18Sevel a rin, hag ez in da gavout va zad, hag e livirin dezhan: Va zad, pec’het em euz a‐enep an env hag a‐enep d’id; 19ha n’ed oun ken dign da veza galvet da vab; gra d’in evel da unan euz da vevelien. 20En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, hag o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan. 21Hag he vab a lavaraz dezhan: Va zad, pec’het em euz a‐enep an env hag a‐enep d’id, ha n’ed oun ket dign mui da veza galvet da vab. 22Mes an tad a lavaraz d’he zervicherien: Digassit ar zae gaera, ha gwiskit‐hi dezhan, ha likit dezhan eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid; ha digassit al leue lard, 23ha lazit anezhan; ha debromp hag en em rejouissomp; 24rag ar mab‐man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa. 25Hogen, he vab hena pehini a oa var ar meaz, a zistroaz, ha pa oe tost ouz an ti, e klevaz ar ganaouen hag an dansou. 26Hag e c’halvaz unan euz ar servicherien, hag e c’houlennaz diganthan petra a oa a‐nevez. 27Hag ar servicher a lavaraz dezhan: Da vreur a zo distro d’ar gear, ha da dad hen deuz lazet al leue lard, abalamour m’hen deuz hen kavet a‐nevez leun a iec’hed. 28Mes he‐man a zavaz droug enhan, ha na felle ket dezhan mond en ti. He dad a zeuaz eta hag a bedaz anezhan da antreal. 29Mes hen a respontaz d’he dad: Setu, me a zo o servicha ac’hanoud abaoe ken lies a vloaveziou, heb beza biskoas torret da c’hourc’hemenou, ha koulskoude n’ec’h euz biskoas roet d’in eur c’havric evit gallout en em rejouissa assambles gant va mignoned. 30Mes kerkent ha ma’z eo distroet ar mab‐se d’id, goude beza debret he vadou gant merc’hed fall, ec’h euz lakeat laza al leue lard evithan. 31Hag he dad a lavaraz dezhan: Va mab! te a zo bepred ganen, ha kement em euz a zo d’id. 32Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.