CHABISTR VIII.
1Pa hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e‐pad eun hanter heur pe var‐dro, ne oe klevet trouz e‐bed en env. 2Hag e veliz ar seiz eal a vez en ho za dirag Doue, hag e oe roet dezhe seiz trompil.
3Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron. 4Hag ar moged euz an ezans, gant pedennou ar zent, a zavaz d’an neac’h, euz a zorn an eal dirag Doue. 5Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar,
6Neuze ar seiz eal, a oa ar seiz trompil ganthe, en em breparaz, da zon gant an trompillou.
7Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.
8Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet‐holl; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad. 9Hag an drederen euz ar grouadurien a oa er mor, hag ho doa buez, a varvaz; hag an drederen euz ar batimanchou a oe distrujet.
10Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier. 11Hag hano ar stereden‐ze a oa Huelen‐c’hoero; hag an drederen euz an doureier a oe troet en huelen‐c’hoero; ha kalz a dud a varvaz gant an dour, dre ma oa deuet da veza c’hoero.
12Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.
13Goude‐ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel: Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon!