CHAB. XXI.
1Hag an Aotrou a zeuaz sonj d’ezhan euz a Sara hervez he c’her, hag a reaz en he c’henver ar pez hen doa lavaret.
2Ha Sara a goncevaz hag a roaz eur mab da Abraham en he gozni, en amzer m’hen doa lavaret Doue d’ezhan.
3Hag Abraham a roaz an hano a Isaac d’ar map-ze ganet d’ezhan gant Sara.
4Hag Abraham a zirconcizaz Isaac, he vab, d’an oad a eiz dervez, evel m’hen doa gourc’he-menet Doue dezhan.
5Hogen Abraham a oa crog en he gant vloaz pa c’hanaz d’ezhan he vab Isaac.
6Ha Sara a lavaraz: Doue hen deuz great d’in eun dra hag a lako an dud da choarzin; kement hini a glevo an dra-man, a c’hoarzo divar va fen.
7Ha goude e lavaraz: Piou hen dije lavaret da Abraham e roje Sara da zena da eur map? rag ganet em euz eur map d’ezhan en he gozni.
8Hag ar c’hrouadur a greskaz hag a oe dizonet. Hag Abraham a reaz eur fest vraz en dervez ma oe dizonet Isaac.
9Ha Sara a velaz o c’hoarziu ar mab a oa bet ganet da Abraham gant Agar, an Egyptianez.
10Hag e lavaraz da Abraham: Kas kuit ar vatez-se hag he mab, rag mab ar vatez-se n’hen do ket a heritaj gant va mab-me, gant Isaac.
11Hag ar gomz-ze a zisplijaz kaiz da Abraham, abalamour d’he vab.
12Mes Doue a lavaraz da Abraham: Na gemer ket a zisplijadur euz a gement-se abalamour d’ar bugel ha d’he vam. Petra benag a lavaro Sara d’id, gra diout’hi, rag euz a Isaac eo e teui ar wenn a zougo da hano.
13Mes euz a vab ar vatez e lakin ive da zevel eur bobl vraz, dre ma’z eo deuet euz da c’hoad.
14Hag Abraham a zavaz a-bred euz ar beure, a gemeraz bara hag eur youtren dour hag a roaz anezhe da Agar; ho lakaad a reaz d’ezhi var he skoaz; rei a reaz ive d’ezhi ar bugel, hag be c’hassaz kuit. Hou-man o veza eat ac’hane, a gerze a-zeo hag a-gleiz dre ar vro dezert euz a Veer-Sheba.
15Pa oe peur-evet an dour a oa er youtren, setu hi o lakaad ar bugel dindan eur vojen-drez a oa eno,
16hag o vond, hag oc’h azeza a-zirag ar vojen-drez, var hed eun ten bir; rag lavaret a rea: Gant na velin ket, da vihana, ar bugel o vervel! Hag ec’h azezaz eno eur pennadic diout’han, hag e savaz he mouez hag e ouelaz dourec.
17Ha Doue a glevaz mouez ar potr bihan, hag eal Doue a c’halvaz Agar euz an env, hag a lavaraz d’ezhi: Perag e ouelez-te, Agar? Na’z pe ket a aoun, rag Doue hen deuz klevet mouez ar potr bihan el leac’h ma peuz lakeet anezhan.
18Sav, kemer ar potr bihan, ha dalc’h anezhan, crog en he zorn; rag me a rai euz a hennes eur bobl vraz.
19Ha Doue a zigoraz d’ezhi he daou-lagad, hag e velaz eno eur punz dour, ha ez eaz hag e cargaz he youtren a zour hag e roaz da eva d’he mab bihan.
20Ha Doue a oe gant ar potr bihan, pehini a zeuaz da veza braz, a chomaz en dezert hag a zeuaz da veza habil da denna gant ar warec.
21Ober a reaz he zemeurans e dezert Paran. Hag he vam a choazaz d’ezhan eur c’hreg euz a vro an Egypt.
22Hag e c’hoarvezaz ma teuaz en amzer-ze Abimelec assambles gant Picol, chef euz he arme, da gomz ouz Abraham, en eur lavaret: Doue a zo ganez-te e kement tra a rez.
23Breman eta, tou d’in dre an hano a Zoue, ne deui da drompla na me, na va bugale, na va lignez. Diskouez a ri em c’henver hag e kenver ar vro ma’z oud bet chomet enhi ar memes madelez em euz diskouezet eu da genver.
24Hag Abraham a respoutaz: Heu touat a rin.
25Hag Abraham a reaz clem da Abimelec abala-mour da eur punz dour hag a oa bet tennet diganthan gant servicherien Abimelec.
26Hag Abimelec a lavaraz: N’ouzon ket piou hen deuz great an dra-ze; te da-unan n’e peuz ket hen diskuillet d’in, ha n’em euz klevet ger e-bed a gement-se beteg hirio.
27Neuze Abraham a gemeraz denved hag ejened hag ho roaz da Abimelec, hag e rejont alians an eil gant egile.
28Hag Abraham a lakaz a-gostez seiz danvadez yaouank euz ar vanden.
29Hag Abimelec a lavaraz da Abraham: Petra eo ar seiz danvadez yaouank-ze e peuz lakeet a-gostez?
30Hag e respontaz: Ar seiz danvadez-yaouank-man a zigemeri euz va dorn evit ma vezo ke-ment-se eun testeni d’in penaos em euz toullet ar punz-man.
31Abalamour da ze eo bet hanvet al leac’h-ze, Beer-Sheba (punz al le); rag touat a rejont eno ho daou.
32Ober a rejont eta alians e Beer-Sheba. Neuze Abimelec a zavaz gant Picol, chef euz he arme, hag e tistrojont da vro ar Philistined.
33Hag Abraham a blantaz eur vezen tamarin e Beer-Sheba, hag eno en em erbedaz ouz an Aotrou, an Doue eternel.
34Hag Abraham a reaz pell amzer he zemeurans e bro ar Philistined.