CHAB. XXXIII.
1Ha Jacob a zavaz he zaou-lagad hag a zellaz. Ha setu ma oa Esaü o tond, ha pevar c’hant den ganthan. Neuze e lodennaz ar vugale etre Lea, Rachel, hag an diou zervicherez.
2Hag e lakeaz er pen-araog an diou zervicherez hag ho bugale; Lea hag he bugale varlerc’h, ha Rachel ha Joseph d’an diveza.
3Hag hen he-unan, o vond araog, a stouaz seiz gwech d’an douar, ken a oe erruet tost d’he vreur.
4Mes Esaü a ziredaz etrezeg en’han, a vriataz anezhan hag en em daolaz var he c’houzoug hag a bokaz d’ezhan, hag e strinkchont ho daou da ouela.
5Neuze, o veza savet he zaou-lagad, Esaü a velaz ar gragez hag ar vugale, hag a lava-raz: Hag ar re-man piou int-hi? Ha Jacob a respontaz: Ar re-ze eo ar vugale hen deuz roet Doue d’az servicher.
6Hag ar zervicherezed a dosteaz gant ho bugale, hag a stouaz d’an douar.
7Lea a dosteaz ive, gant he bugale, hag e stoujont d’an douar. Ha goude, Joseph ha Rachel a dosteaz, hag e stoujont ive d’an douar.
8Hag Esaü a lavaraz. Petra eo ar banden-nou loened ha tud-ze em euz gwelet var va hent? Hag hen a respontaz: Ho chasset em euz em raog evit ma kaviu gras dirag daou-lagad va aotrou.
9Hag Esaü a respontaz: Me, va breur, em euz awalc’h. Dalc’h ganez ar pez a zo d’id.
10Ha Jacob a respontaz: Nann, me az ped, mar em euz kavet trugarez dirag da zaou-lagad, e kemeri diganen ar pez a ginnigan d’id, pa’z eo gwir em euz gwelet da faç evel ma veler faç an Aotrou Doue, ha pa e peuz va dige-meret mad.
11Kemer, me az ped, ar presant em euz kinniget d’id; rag Doue hen deuz lakeet ac’hanoun leun-bar euz he c’hrasou; ha beza em euz va gwalc’h euz a bep tra. Ober a reaz eta kement var-n’han ma kemeraz.
12Hag Esaü a lavaraz: Deomp ac’halen ha kerzomp en hent; ha me a valeo araog d’id.
13Ha Jacob a lavaraz d’ezhan: Gouzoud a rez, va aotrou, em euz ganen bugaligou gwall dener, danvadezed ha saout o vaga re-vihan; mar gran d’ezhe ober re a hent epad eun dervez hep-ken, va banden holl a varvo.
14Ra’z ai va aotrou, me az ped, araog he servicher; ha me a ielo goustad var-lerc’h dre ma c’handuro al loened a vezo araog d’in, hag ar vugale, ken a vezin erruet e ti va aotrou, e Seir.
15Hag Esaü a lavaraz: Me az ped, ra chomo, da vihana, lod euz va zud assambles ganez. N’e ket red, eme Jacob; eun dra hep-ken a c’houlennan, ma kavin gras dirag daou-lagad va aotrou!
16Hag Esaü a zistroaz en deiz-ze dre he hent da Seir.
17Mes Jacob a gemeraz an hent da vond da Succoth; hag e savaz eun ti evit’han he-unan, hag e reaz crevier evit he chatal; evit se eo ma c’hanvaz al leac’h-se Succoth (crevier).
18Ha Jacob, o tond euz Paddan-Aram, a erruaz heb droug e-bed e kear Sichem, e bro Canaan; hag e savaz he danten dirag ar gear-ze.
19Hag e prenaz, euz a zaouarn mibien Hemor, tad Sichem, evit cant pez arc’hant, al loden euz an dachen var behini hen doa savet he danten.
20Hag eno e savaz eun aoter hag e c’halvaz anezhan El-Elohe-Israel (Doue eo Doae Israel).