CHAB. XXXVIII.
1C’HOARVEZOÜD a reaz en amzer-ze ma tiskennaz Juda digant he vreudeur, ha m’az eaz da gavoud eun den euz Adullam, hanvet Hira.
2Ha Juda a velaz eno merc’h eur Gananead hanvet Shua; hag e kemeraz anezhi, hag e teuaz etrezeg en’hi.
3Hou-man a goncevaz hag a c’hanaz eur mab, ha Juda a hanvaz anezhan Er.
4Hou-man a goncevaz adare, hag a c’hanaz eur mab-all, hag a hanvaz anezhan Onan.
5Genel a reaz c’hoas eur mab, hag e chanvaz anezhan Shela. Ha Juda a oa e Kezib, pa oe ganet ar mab-se d’ezhi.
6Ha Juda a gemeraz eur c’hreg evit Er, he vab hena; he hano a oa Tamar.
7Mes Er, mab hena Juda a oe eun den fall dirag daou-lagad an Aotrou, hag an Aotrou hen lakeaz da vervel.
8Neuze Juda a lavaraz da Onan: Deuz etrezeg greg da vreur; kemer anezhi pa’z oud breur-kaer d’ezhi, ha sav lignez d’az preur.
9Mes Onan o c’houzoud ne vije ket al lignez-ze d’ezhan, en em zaotre, pa zeue etrezeg greg he vreur, evit miret da rei lignez d’ezhan.
10Hag ar pez a rea a zisplijaz d’an Aotrou; hag an Aotrou hen lakaz ive da vervel.
11Ha Juda a lavaraz da Damar, he verc’h kaer: Chom intanvez e ti da dad, ken a vezo deuet Shela, va mab, da veza braz. Rag lavaret a rea: Diwallomp ne deufe hennes ive da vervel evel he vreudeur. Ha Tamar a ieaz, hag a chomaz e ti he zad.
12Dre hir amzer, merc’h Shua, greg Juda a varvaz. Pa oe consolet Juda, ez eaz beteg Thimna gant Hira an Adullamit, he vignon, da velet ar re a oa o touza he zenved eno.
13Digasset e oe kelou euz a gement-se da Damar, ha lavaret e oe d’ezhi: Setu ema da dad-kaer o vond da Dimna, da douza he zeuved.
14Neuze e tennaz he dillad intanvez, hag o lakaad eur voal var he fenn, hag en dro d ezhi, ec’h azezaz e-kichen Enaim, a zo var hent Thimna; rag gwelet a rea e oa deuet Shela da veza braz, ha ne oa ket c’hoas roet da c’hreg dezhan.
15Ha Juda a velaz anezhi, hag he c’hemeraz evit eur plac’h a vuez fall; rag goloet he doa he bizach.
16Hag e tistroaz etrezeg en’hi var an hent, hag e lavaraz: Klev-ta, me az ped, lez ac’hanoun da dostad ouzid; rag ne ouie ket e oa honnes he verc’h-kaer. Hag hi a respontaz: Petra a roi-te d’in evit dond beteg en’hon.
17Hag hen a lavaraz: Kas a rin d’id eur c’havric euz va banden. Hag hi a respontaz: Ha rei a ri-te d’in arrez da c’hortoz m’az pezo he digasset?
18Hag hen a lavaraz: Pe seurt arrez a roin-me d’id? Hag hi a respontaz: Da gachet, da chouriz, ha da vaz a zo en da zorn. Juda ho roaz d’ezhi, hag e teuaz etrezeg eu’hi; hag e concevaz eur bugel diouthan.
19Goude-ze e savaz hag ez eaz kuit. Hag e tennaz he voal, hag e viskaz he dillad intanvez.
20Ha Juda a gassaz eur c’havric dre zorn he vignon, an Adullainit, evit tenna an arrez euz a zaouarn ar plac’h-se; mes ne gavaz ket anezhi.
21Hag e c houlennaz digant ar oazed, e leach ma oa hi, en eur lavaret: E pe leac’h ema ar plac’h diroll a oa en Enaim var an hent? Hag hint-hi a respontaz: N’euz bet aman plac’h a vuez fall e-bed.
22Hag e tistroaz etrezeg Juda, hag e lavaraz: N’em euz ket kavet anezhi, ha zo-keu an dud a oa eno ho deuz lavaret: N’euz bet aman plac’h a vuez fall e-bed.
23Ha Juda a lavaraz: Dalcho eta an arrez! Arabad eo d’eomp lakad hon disprizoud. Roet em boa eur c’havric da gas d’ezhi, mes te ne c heuz ket he c’havet.
24Hogen, c’hoarvezoud a reaz, a-ben tri mis goude, ma oe kasset kelou da Juda, en eur la-varet: Tamar, da verc’h-kaer, a zo en em roet da eur goaz, ha zo-ken ema dougerez, dre m’az eo bet en em roet d’ar fallentez. Ha Juda a la-varaz: Kassit anezhi er meaz, ha ra vezo devet en tan.
25Pa oat ouz he c’has er meaz, e kassaz tud da lavaret d’he zad-kaer: Deuz mestr an holl vadou-man eo ez oun dougerez. Ilag hi a lavaraz: Anavez, me az ped, da biou eo ar c’hachet-man hag ar c’houriz-man, hag ar vaz-man.
26Neuze Juda a anavezaz anezhe, hag a lavaraz: Gwelloc’h eo ar plac’h-ze eged’oun-me, pa’z eo gwir n’em euz ket roet anezhi da bried d’am mab Shela. Ha divar neuze ne anavezaz mui anezhi.
27Hag en amzer ma tlie gwilioudi, en em gavaz ma oa daou vugel ganthi;
28hag epad ma oa o wilioudi, unan anezhe a zeuaz he zorn er meaz, hag an amiegez a geme-raz anezhan, hag a stagaz outhan eun neuden ruz, en eur lavaret: He-man a zo deuet er meaz da genta.
29Mes dre ma chassaz ar bugel he zorn ganthan, setu he vreur a zeuaz er meaz da genta. Hag hi a lavaraz: Na pebeuz freuzaden ec’h euz-te great? Ra vezo ar freuzaden-ze var da gont! Hag e oe hanvet Pharets (freuzaden).
30Goude-ze e teuaz he vreur er meaz, an neuden ruz ouz he zorn, hag e oe hanvet Zarach.