CHAB. XLII.
1Ha Jacob, o velet e oa ed da verza en Egypt, a lavaraz d’he vibien: Perag e chomit-hu da zellet an eil ouz egile?
2Setu aman, eme-z’han: klevet em euz ez euz ed da verza en Egypt; diskennit di, ha prenit ed evid’omp, ma c’hellimp beva, ha tec’het diouz ar maro.
3Neuze deg breur da Joseph a ziskennaz da brena ed en Egypt.
4Mes Jacob ne gassaz ket Benjamin, breur da Joseph gant he vreudeur all; rag lavaret a reaz: Diwallomp ne c’hoarvezfe eun droug benag ganthan!
5Ha mibien Israel a zeuaz da brena ed, gant tud all a iea evel-t’he ive da brena; rag an dienez a oa e pep leac’h dre vro Canaan.
6Hogen Joseph eo a gommande er vro, hen eo a verze an ed d’an holl bobl euz ar vro. Breu-deur Joseph a ieaz eta, hag en em daolaz d’an douar diraz’han.
7Ha Joseph a velaz he vreudeur, hag ho ana-vezaz; mes n’en em roaz ket da anaoud d’ezhe, hag e korazaz rust outhe, hag e lavaraz d’ezhe: Euz a be-leac’h e teuit-hu? Ar re-man a res-pontaz: Deuz bro Canaan, hag omp deuet da brena peadra da veva.
8Joseph a anavezaz eta he vreudeur; mes int ne anavezjont ket anezhan.
9Ha Joseph a zeuaz sonj d’ezhan euz an hunvreou hen doa bet divar ho fen. Hag e lavaraz d’ezhe: C’houi a zo spionerien; c’houi a zo deuet da velet ar plasou euz ar vro ha n’int ket diwallet mad.
10Hag int o respont d’ezhan: Nann, aotrou, da zervicherieu a zo deuet da brena ed.
11Ni a zo holl mibien d’ar memes den; ni zo tud vad; da zervicherien n’int ket spionerieu.
12Nann! eme Joseph d’ezhe, n’e ket evel-se eo, mes c’houi a zo deuet da velet ar plasou euz ar vro-man ha n’int ket difennet mad.
13Hag e respontjont: Ni, da zervicherien, a zo daouzeg breur, mibien d’ar raemes den e bro Canaan. Ar yaouanka a zo chomet gant hon tad, hag unan-all ac’hanomp n’ema mui er bed-man.
14Ha Joseph a lavaraz d’ezhe: Evel m’em euz lavaret d’ehoc’h: C’houi a zo spionerien.
15Setu aman penaos e viot amprouvet: Var buez Pharaon e touan n’ez eoc’h ket kuit ac’halen ken a vezo deuet ho preur yaouank aman.
16Kassit unau ac’hanoc’h d’he gerc’hat; ha c’houi a chomo er prizon; ha ra vezo amprouvet ho komzou, da velet hag ar wirionez a zo ganeoc’h. Anez, c’houi a zo spionerien, hen touat a ran var buez Pharaon.
17Lakaad a reaz eta ho zeuler er prizon epad tri dervez.
18Ha d’an trede dervez, Joseph a lavaraz d’ezhe. Grit evel-hen hag e lezin ho puez ganeoc’h, rag me a zo eun den a zoujans Doue.
19Mar d’oc’h tud a zoare, ra chomo unau ac’ha-noc’h, stag er prizon; ar re all a hello neuze mond kuit, ha kas ed ganthe evit diwall ho tud ouz an dienez.
20Digassit d’in neuze ho preur yaouanka; hag ho komzou a vezo anavezet da veza gwirion, ha neuze ne varvfot ket. Ober a rejont evel m’hen doa lavaret.
21Hag e lavarent an eil d’egile: Anzav a ran-komp hon deuz great eun torfet braz e-kenver hor breur; rag gwelet emeump an anken euz he ene, pa hor pede da gaoud truez outhan, ha n’her selaoujomp ket; setu perag e c’hoarvez an drubuil vraz-man gan’eomp.
22Ha Ruben a respontaz d’ezhe en eur lavaret: Ha ne lavaren-me ket d’ehoc’h: N’it ket da ober ar pee’hed-se a-enep ar bugel? Mes n’hoc’h euz ket selaouet ac’hanoun, ha setu breman e c’hou-lenner goad hennes digan’eomp.
23Hogen ne ouient ket e comprene Joseph anezhe, rag komz a rea outhe dre unan-all a ouie ho langach.
24Distrei a reaz diouthe da ouela. Ha goude e tistroaz d’ho chavoud, hag e komzaz outhe; hag e kemeraz euz ho zouez Simeon, hag e lakaz he liamma dirag ho daou-lagad.
25Ha Joseph a c’hourc’hemenaz carga ho zier a viniz, ha lakaad arc’hant pep hini anezhe en he zac’h, ha rei dezhe boued evit au heut; hag evel-se e oe great.
26Neuze, o veza sammet ar gwiniz var ho azened, ez ejont kuit.
27Hag unan anezhe a zigoraz he zac’h evit rei da zibri d’he azen en hostaliri, hag e velaz he arc’hant, a oa er pen huela euz he zac’h.
28Hage lavaraz d’he vreudeur: Va arc’hant a zo bet restaolet d’in; rag emaint aman em zac’h. Hag ho chalon a zemplaz en’he, hag e lavarjont en eur grena an eil d’egile: Petra eo an dra-man hen deuz great Doue d’eomp?
29Hag e teujont etrezeg Jacob, ho zad, da vro Canaan, hag e contjont dezhan an traou-ze holl a oa bet choarvezet ganthe, en eur lavaret:
30Au hini a zo mestr var ar vro-ze hen deuz komzet rust ouz’omp, hag hen deuz kemeret ac’hanomp evel spionerien.
31Mes respontet hon euz d’ezhan: Ni a zo tud a zoare, ni n’omp ket spionerien.
32Ni a zo daouzeg breur, mibien d’hon zad; unan ac’hanomp n’ema ken var an douar, hag ar yaou-anka a zo gant hon tad e bro Canaan.
33Ha mestr ar vro, hen deuz lavaret d’eomp: Dre aman ec’h anaveziu ezoc’h tud a zoare: Lezit ganen unan euz ho preudeur, kemerit ar pez a zo red evit au dienez en ho tiez, hag it en hent;
34ha digassit d’in ho preur yaouanka. Neuze ec’h anavezin n’oc’h ket spionerien, mes tud a zoare; me a rento d’ehoc’h ho preur, Simeon, hag ec’h helloc’h trafica er vro.
35Ha pa oant o tiscarga ho zier, setu ma oa e sac’h peb hini anezhe he yalc’had arc’hant; ha pa veljont, int hag ho zad, ho yalc’hadou archant e crogaz aoun en’he.
36Neuze Jacob, ho zad, a lavaraz d’ezhe: Lakeat oun gan’ehoc’h da veza heb bugale: Joseph nema mui er bed-man, ha Simeon a zo eat digan’eomp, hag ho pefe c’hoant da lemmel c’hoas Benjamin diganen! Var-n’oun-me eo kwezet an holl gwalennou-ze!
37Ha Ruben a gomzaz ouz he dad hag a lavaraz d’ezhan: Laka va daou grouadur d’ar maro, ma na zigassan ket da vab d’ar gear; lez anezhan em c’harg-me, me hen digasso d’id adare.
38Ha Jacob a respontaz: Va mab na ziskenno ket gan’ehoc’h en Egypt, rag he vreur a zo maro, ha ne chom mui ganen nemed he-man. Ma c’hoarvezfe ganthan eun droug-benag en hent e lakfec’h va bleo gwenn da zisken gant glac’har ebarz ar bez.