CHAB. XLIII.
1HOGEN an dienez a oa gwall vraz dre ar vro.
2Ha pa oe peur-debret an ed ho doa kerc’het euz an Egypt, ho zad a lavaraz d’ezhe: Distroit da brena d’eomp eun tam boued-benag.
3Ha Juda a respontaz: Au den-ze hen deuz komzet stard, hag hen deuz lavaret: Ne velot biken va faç ken a vezo ho preur gan’ehoc’h.
4Mar lezez hor breur da zond ganeomp e tisken-nimp d’an Egypt, hag e prenimp d’id ar pez a zo ezom.
5Mes ma ne fell ket d’id hen lezel da zond, ne ziskennimp ket di; rag an den-ze hen deuz lavaret d’eomp: Ne velot biken va faç keu a vezo ho preur gan’ehoc’h.
6Hag Israel a lavaraz: Perag hoc’h euz-hu glac’haret ac’hanoun evel-se, en eur vond da ziscleria d’an den-ze ho poa c’hoas eur breur er gear?
7Mes int a respontaz: An den-ze hen deuz goulennet ouz’omp doare peb hini ac’hanomp ha doare hon tud an eil goude egile, en eur lavaret: Ha beo eo c’hoas ho tad? Ha beza hoc’h euz c’hoas eur breur all? Ha ni a re-sponte d’ezhan dre ma c’houlenne. Daoust ha ni a helle gouzoud e lavarche d’eomp: Digassit gan’ehoc’h ho preur?
8Ha Juda a lavaraz da Israel he dad: Lezit ar c’hrouadur da zond ganen, ha ni a zavo hag a ielo en hent; hag hor bezo peadra da veva, ha ne varvimp ket, na ni, na te, nag hor bugale vihan.
9Me a respont evithan; diganen-me e c’hou-lenni anezhan. Ma n’hen digassan ket d’ar gear, ha ma n’hen lakan ket adare diraz’oud, me a vezo coupabl en da genver, ha da viken.
10Rag ma n’hor bije ket daleet kement-man, e vijemp brema distro evit an eil gwech.
11Neuze Israel, ho zad, a lavaraz d’ezhe: Pa ema cont evel-se, grit eta evel-hen: Kemerit en ho sier euz ar gwella traou a zo er vro-man, ha kassit eur prezant d’an den-ze, eun tam baum, hag eun neubeud mel, traou a c’houez-vad, myrrh, pistachou hag alamandez;
12ha kemerit arc’hand all en ho taouarn, ha kassit en ho taouarn an arc’hant a oa bet lakeet e genou ho sier. Marteze ez euz bet errol.
13Kemerit ive ho preur, ha savit, ha distroit da gavoud an den-ze.
14Plijet gant an Doue Holl-Galloudec ober d’ehoc’h kaoud gras dirag an den-ze, evit ma laosko da zond eu dro ho preur Simeon ha Benjamin! Ha m’ar d’eo red e kolfen va bugale, ra vezint eta kollet!
15Kemeret a rejont eta ar prezant, an daou c’hement a arc’hant, ha Benjamin. Hag o sevel en ho za, e tiskenjont d’an Egypt, hag e teujont dirag Joseph.
16Ha Joseph a velaz Benjamin ganthe, hag e lavaraz da c’houarner he di: Digas an dud-se en ti, laz eul loen-benag, ha gra boued, debri a raint assambles ganen-me da greiz-deiz.
17Hag an den a reaz evel m’hen doa lavaret Joseph, hag e tigassaz ar oazed-ze da di Joseph.
18Hag ar re-man a gemeraz aoun dre ma tigas-set anezhe da di Joseph; hag int o lavaret an eil d’egile: Abalamour d’an arc’hant a oa bet lakeet en hor zier ar vech kenta eo ma kasser ac’hanomp d’an ti; evit klask digareziou d’en em deuler var-n’omp, d’hor c’hemeret da escla-vourien, ha da laerez hon azeued.
19Rag-se epad ma oaut var au treuzou, e tosta-jont ouz gouarner an ti,
20hag e leverjout: Aotrou, selaou ac’hanomp, mar plij gauez! Ni a zo bet amau dija eur vech-all, o prena ed;
21pa oamp arruet, da c’houde, en eun hostaliri, ha pa zigorjomp hor zier, setu ma oa arc’hant peb hini e peu he zac’h, hervez he bouez; hag hon deuz digasset adare au arc’hant-se eu hon daouarn.
22Oc’h-pen-ze, arc’haut all a zo deuet gan’eomp da brena ar pez hon euz ezom; n’ouzomp ket piou hen defe lakeet hou arc’haut en hor zier.
23Hag he-man a lavaraz: Pep tra a ia mad evid’hoc’h! N’ho pezit ket a aoun: Ho Toue, Doue ho tad, eo hen deuz roet d’ehoc’h eun tenzor en ho sier; me em euz touchet hoc’h arc’hant. Hag e tigassaz Simeon d’ho c’havoud.
24O veza great d’ezhe dond en ti, e tigassaz d’ezhe dour, hag e walc’hjont ho zreid, hag e roaz ive boued d’ho azened.
25Hag e preparjont ar prezant da c’hortoz ma teuje Joseph da greiz-deiz; rag klevet ho devoa e tlient leina eno.
26Joseph a zistroaz d’ar gear. Neuze e kinig-jont d’ezhan en ti ar prezant a oa ganthe en ho daouarn; hag e stoujont beteg an douar dira’zhan.
27Hag e c’houlennaz outhe hag int a oa iac’h, hag e lavaraz d’ezhe: Ha iac’h eo ho tad, an den koz-ze a behini ho poa komzet d’in? Ha beo ef-hen ato?
28Hag e respontjont: Da zervicher, hon tad, a zo iac’h, ha beo eo ato. Neuze e plegjont ho fen, hag e stoujont beteg an douar.
29Hag o sevel he zaou-lagad, e velaz Benjamin, he vreur, mab d’he vam, hag e lavaraz: Hennez eo ho preur yaouank a behini ho peuz komzet d’in? Va mab, eme-z’han, ra vezo Doue trugarezus en da genver!
30Ha Joseph a hastaz buhan mond kuit, rag he galou a lampe en he greiz gant he garantez evit he vreur, hag e klaskaz eur plas da ouela; hag o veza eat er gampr diabarz, e ouelaz dourec.
31Ha goude e walc’haz he vizach, hag e teuaz er meaz; ha neuze, o veza kemeret nerz kalon, e lavaraz: Servichit ar bara.
32Ha Joseph a oe servichet en he bart he-unan, hag int-hi en ho fart ho-unan; hag an Egypti-aned, a vije o tibri ganthan, a oe servichet ive en ho fart ho-unan, rag difennet eo ouz an Egyptianed dibri gant an Hebreed; kement-se a vije eur sacrilach evit an Egyptianed.
33Azeza a rejont eta diraz’han, renket pep hini diouc’h he oad, ar c’hossa, da genta, hervez he vir a vab hena, hag ar yaouanka da ziveza. Hag ar breudeur a zelle an eil ouz egile estonet braz.
34Hag e lakaz digas d’ezhe meuziou deuz he daol he-unan; mes lod Benjamin a oa pemp gwech brassoc’h eged lod ar re-all; hag ec’h evjont, hag e rejont cher-vad ganthan.