CHAB. XLIX.
1Ha Jacob a c’halvaz he vibien hag a lavaraz d’ezhe: En em zastumit lioll en dro d’in, ha me a zisclerio d’ehoc’h an traou a dle c’hoarvezoud gan’ehoc’h en amzer da zond.
2En em zastumit holl ha selaouit, mibien Jacob, selaouit Israel, ho tad.
3Ruben, te eo va mab hena, va nerz, ar c’henta frouez euz va galloud, ar c’henta en henor hag er galloud.
4Dre ma’z oud birvidic evel an dour, u’e ket d’id e vezo ar plas kenta, rag o veza pignet var gwele da dad, ec’h euz saotret va gwele en eur zevel en’han.
5Simeon ha Levi a zo breudeur. Ho c’hlezeier a zo armou garo meurbed.
6Doue ra viro na’m befe perz e-bed en ho menoz, ha ne zeufe va gloar da gaoud he blas eu ho c’hompagnunez, rag en ho c’holer ho deuz lazet tud, hag en ho gwall-ioul ho deuz troc’het divesker ar c’holeou-taro.
7Milliget ra vezo ho c’hounnar dre ma’z eo bet criz, hag ho buanegez dre ma’z eo bet didruez! Me a lako droulans etre-z’he e douar Jacob, hag ho dispartio dre vro Israel.
8Evidoud-te, Juda, da vreudeur a veulo ac’hanoud; da zorn a vezo var gouzoug da inimied; mibien da dad a stouo d’an douar diraz’oud.
9Juda a zo eul leon vaouank. Goude beza bet er chasse, va mab, ez oud distroet d’ar gear! Plega a ra Juda he gorf, gourvez a ra evel eul leon, evel eul leonez; piou a gredo hen dihuna?
10Gwalen ar roue n’ed ai ket er meaz euz a Juda, na baz al lezenner euz tre he dreid ken na zeui ar Silo (ar repos, pe an hmi a laka ar peoc’h); ar boblou a zoujo d’ezhan.
11Staga a ra he azen bihan ouz ar winien, hag ouz ar winien gaera e stag eubeul he azenez; gwalc’hi a rai he zae er gwin, hag he vantel e goad ar rezin.
12He zaou-lagad a zo skedus gant ar gwin, hag he zent gwen gant al leaz.
13Zabulon a ielo da choni var bord ar mor, eur porz-mor a vezo evit al listri, hag he deven a ielo beteg Sidon.
14Issacar a zo eun azen krenv gourvezet, ha speurennou crevier a bep tu d’ezhan.
15Gwelet hen deuz e oa mad ar repos, ha kaer meurbed ar vro; ha roet hen deuz he skoaz da zougen ar zam, ha pleget hen deuz da baea an taillou.
16Dan a vezo barner var he bobl, evel unan euz a dribuou Israel.
17Ra vezo Dan eur serpant var an hent, eur aer-viber var ar wenojen, o flemma treid ar marc’h, hag a laka an hini a zo var-nez’han da gweza var chouk he gil.
18G-ortozet em euz da zilvidigez, O Aotrou!
19Gad! bandennou a zeuio var-nez’han; mes hen en em daolo var-nez’he, hag a redo var ho lerc’h.
20Euz a Asser e teuio ar bara mad, fournis a rai traou da blijoud da rouaned.
21Nephthali a zo eur c’havr digabrest; komzou flour a zo ganthan.
22Joseph a zo branc eur vezen frouezuz, brane eur vezen frouezuz e-kichen eur vammen dour; he brancou ho deuz goloet ar voger.
23Archerien ho deuz gwall-egazet anezhan, ho deuz tennet var-n’ezhan gant ho waregou, hag ho deuz klasket lammat var-n’ezhan.
24Mes he warec a chomaz ferm, hag he zivreac’h hag he zaouarn a zo bet krenveet gant daouarn an Holl-Galloudec euz a Jacob, (ac’hane e teu ar Pastor, Carrec Israel).
25Kement-se a vezo great gant Doue da dad, pehini a zicouro ac’hanoud, ha gant an Holl-Galloudec pehini a vennigo ac’hanoud gant bennoziou an env, d’an neac’h, bennoziou ar mamenou dour, d’an traon, gant bennoziou an tez hag ar bronou euz ar mammou.
26Bennoziou da dad a zav huelloc’h eged ben-noziou va zud koz-me, ken huel ha kern ar meneziou eternel; hag e vezint var ben Joseph, var dal an hini a zo prins var he vreudeur.
27Benjamin a zo eur bleiz hag a zifram; diouz ar mintin e tebr al loen lazet, ha diouz an abardaez e ra lodennou euz ar c’hig.
28Ar re-ze holl a zo chefou an daouzeg tribu euz a Israel, ha setu ar pez a lavaraz ho zad d’ezhe en eur ho benniga; hag e vennigaz peb hini anezhe gant eur venedicsion dizhenvel deuz ar re all.
29Ar gourc’hemen-man a roaz ive d’ezhe en eur lavaret: Emaoun o vond da gavoud va fobl; lakit va c’horf er bez gant va zud koz er c’havarn a zo e parc Ephron an Hethian,
30er c’havarn a zo e parc Macpela dirag Mambre, e bro Canaan, ar c’havarn hag ar parc a oa bet prenet gant Abraham digant Ephron an Hethian, evit ober he vez enhi. Eno eo bet beziet Abraham ha Sara he c’hreg,
31Isaac ha Rebecca, he c’hreg; eno em euz ive enterret Lea.
32Ar parc hag ar c’havarn a zo enhan a zo bet prenet digant bugale Heth.
33Ha pa hen doe Jacob ehanet da rei he c’hour-c’hemenou d’he vibien, e chachaz ganthan he dreid er gouele, hag e varvaz, hag ez eaz da gavoud he bobl.