CHAB. XLVIII.
1Hogen goude an traou-ze e c’hoarvezaz ma oe lavaret da Joseph. Setu, enia klanv da dad. Neuze e kemeraz he zaou vab ganthan, Manasse hag Ephraim.
2Roet e oe kement-se da anaoud da Jacob, hag e oe lavaret d’ezhan: Setu ema da vab Joseph o tond etrezeg en’oud. Neuze Israel, o tastum he holl nerz, a zavaz en he goaze var he vele.
3Ha Jacob a lavaraz da Joseph: An Doue Holl-Galloudec en em ziskouezaz d’in e Luz, e bro Canaan, hag a roaz he vennoz d’in;
4hag e lavaraz d’in: Setu aman, me a rai d’id creski ha sevel stank ar wenn ac’hanoud, ha me a lako ac’hanoud da veza eun niver braz a boblou, hag e roin ar vro-man d’az lignez var da lerc’h, da viret evit ato.
5Ha breman da zaou vab a zo ganet d’id e bro an Egypt, araog ma teuiz etrezeg en’oud d’an Egypt a zo bugale d’in-me. Ephraim ha Manasse a vezo d’in evel Ruben ha Simeon.
6Mes ar vugale az pezo bet en ho goude, a vezo d’id; ar re-ze a zoug hano ho breudeur en ho loden heritach.
7Pa oan-me o tistrei euz Paddan, Rachel a varvaz em c’hichen, e bro Canaan, en hent, eur pennad hent araog erruout en Ephrath, hag ech enteriz anezhi eno var hent Ephrath, a zo hanvet Bethlehem.
8Hag Israel a velaz mibien Joseph, hag a lavaraz: Piou eo ar re-man?
9Ha Joseph a respontaz d’he dad: Ar re-ze eo va mibien em euz bet digant Doue er vro-man. Neuze e lavaraz: Digas anezhe d’in, me az ped, ma roin va bennoz d’ezhe.
10Hogen daou-lagad Israel a oa eat tenval gant ar gozni; ne helle mui gwelet. Ober a reaz d’ezhe tostaad outhan, hag e pokaz dezhe, hag ho c’hemeraz etre he zivreac’h.
11Hag Israel a lavaraz da Joseph: Ne zonje ket d’in ein bije biken gwelet da vizach, ha setu Doue o rei d’in ar c’hras da velet bugale d’id.
12Ha Joseph a lanimaz anezhe euz tre daou-lin he dad, hag en em brosternaz he faç ouz an douar.
13Neuze Joseph a gemeraz anezhe ho daou, Ephraim gant he zorn deou, en tu kleiz da Israel, ha Manasse gant he zorn kleiz, en tu deou da Israel, hag ho lakaz da dostaad outhan.
14Hag Israel a astennaz he zorn deou, hag hen lakaz var ben Ephraim a oa ar yaouanka, hag he zorn kleiz var ben Manasse. Lakaad a reaz evel-se he zaouarn, o c’houzoud mad ar pez a rea, rag Manasse a oa ar c’hossa.
15Ha Jacob a vennigaz Joseph, hag a lavaraz: Ra zeui au Doue dirag fac pehini ho deuz kerzet va zadou, Abraham hag Isaac, au Doue a zo bet va fastor abaoue ma’z oun var an douar beteg hirio,
16ra zeui an eal hen deuz va delivret a bep droug, davenniga ar vugale-man, ha ra zougint va hano, hag hano va zadou Abraham hag Isaac, ha ra zavo anezhe eun niver braz a dud var an douar.
17Mes Joseph a velaz e lake he dad he zorn deou var Ephraim, hag e tisplijaz kement-se d’ezhan; cregi a reaz e dorn he dad, o klask he zevel divar ben Ephraim, hag lie gas var ben Manasse.
18Ha Joseph a lavaraz d’he dad: N’e ket evel-se eo, va zad; rag he-man eo ar c’hossa, laka da zorn deou var he ben.
19Mes Jacob, o terc’hel ïnad ato, a lavaraz: Her gouzoud a rau, va mab, her gouzoud a ran. Hen ive a deui da veza eur bobl, heu ive a vezo braz: Mes he vreur, ar yaouanka, a vezo brassoc’h eged-han, hag euz he lignez e savo eun niver braz a boblou.
20Jacob eta a vennigaz anezhe en deiz-ze, hag a lavaraz: Israel a vennigo dreiz’oud, hag a lavaro: Ra zeui Doue da renta achanoud henvel ouz Ephraim ha Manasse! Hag e lakeaz eve’-se Ephraim araog Manasse.
21Hag Israel a lavaraz da Joseph: Setu me o vond da vervel, mes Doue a vezo gan’ehoc’h, hag a rai d’ehoc’h distrei da vro ho tadou.
22Ha me a ro d’id eul loden a vuioc’h eged d’az preudeur, an hini em euz kemeret euz dorn an Amorean gaut va c’hleze ha gant va gwarec.